See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Manaveg - Wikipedia

Manaveg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor



Manaveg
(Gaelg)
Perzhioù
Komzet e : Manav
Rannved :
Komzet gant : 1689 (2001)
46 mammyezher (2005)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù keltiek
  Gouezeleg
    Gouezeleg ar Reter
     Manaveg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Implijet gant an Tinvaal
Akademiezh : Coonceil ny Gaelgey
Rizhouriezh
Urzh ar gerioù {{{urzh}}}
Frammadur silabek {{{frammadur}}}
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 gv
ISO 639-2 glv
ISO 639-3 {{{iso3}}}
Kod SIL GLV
Deuit da welet ivez Yezh.

Ar manaveg zo unan eus ar yezhoù gouezelek, a gomzer en Enez Vanav, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Kar-nes eo da ouezeleg Bro-Skos. Levezonet eo bet gant ar yezhoù skandinavek.

Taolenn

[kemmañ] Istor

En XVIIIvet kantved e oa bev-mat ar manaveg: komzet e veze ar yezh gant 20 000 a dud, da lavaret eo, koulz lavaret, an holl dud a oa o chom en enezenn neuze. E 1765 e voe staget an Enez ouzh Rouantelezh Breizh-Veur, ha gwasket e voe ar yezh adalek ar mare-se. E 1899 e voe savet ur gevredigezh evit mirout ar yezh, Yn Çheshaght Ghailckagh (ar gevredigezh ouezelek). Er bloavezhioù 1930 ne veze kaozeet manaveg evel yezh vamm, nemet gant un nebeud tud. O niver a yae betek 20 e 1946. Er bloavezhioù 1950 e voe kroget gant Yn Çheshaght Ghailckagh da enrollañ ar gomzerien diwezhañ. An hini diwezhañ anezho, Ned Maddrell, a varvas e 1974.

[kemmañ] Manavegerien

E-keit-se e kroge niver an dud a ouie ar yezh da greskiñ, betek tizhout un nebeud kantadoù. E niveridigezh 1991 e voe kavet 634 den a gomze manaveg evel eil yezh, diwar 72.000 a enezidi. Lod eus an dud-se zo krog da zesevel o bugale e manaveg.
Hervez niveridigezh 2001 e oa 27 den a oa ar manaveg o yezh kentañ ha 1689 o eil yezh, ar pezh a zo 2,2 % eus ar boblañs.

Un doare adsav splann zo. Abaoe 1992 e c’hell an holl vugale deskiñ manaveg evel eil yezh er skol. Er bloavezh-skol kentañ e oa bet 1.400 skoliad o taremprediñ ar c’hentelioù-se. E kêr Balley Keeill Eoin (St John’s) ez eus ur skol dre soubidigezh zoken (Bunscoill Gaelgagh). Implijet e vez ar manaveg e Parlamant an Enez, an Tinvaal (saozneg: Tynwald), pa vez lennet al lezennoù nevez-votet e saozneg hag e manaveg.

[kemmañ] Ar yezh skrivet

N’eus roud skrivet ebet eus ar manaveg a-raok ar XVIIvet kantved. Skridoù relijiel evel ar Bibl a voe troet e manaveg er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. An testennoù zo bet embannet abaoe zo skridoù relijiel ha kanaouennoù dreist-holl.

Gwall zisheñvel eo doare-skrivañ ar manaveg diouzh hini an iwerzhoneg pe hini gouezeleg Bro-Skos. Bez ez eo un doare levezonet gant boazioù skrivañ ar saozneg.

[kemmañ] Skouerioù gerioù e manaveg

Manaveg Gouezeleg Skos Iwerzhoneg Saozneg Brezhoneg
Moghrey mie Madainn mhath Maidin mhaith, Dia duit ar maidin Good morning Demat (da vintin)
Fastyr mie Feasgar math Dia duit Good afternoon Demat (goude merenn)
Slane lhiu Beannachd leibh Slán leat Goodbye Kenavo
Gura mie eu Tapadh leibh Go raibh maith agat Thank you Trugarez
baatey bàta bád boat bag
barroose bus bus bus bus, karr-boutin
blaa blàth bláth flower bleunienn
booa cow buoc'h
cabbyl each capall, beathach, each horse marc'h, jao
cashtal caisteal caisleán, caisteall castle kastell
creg creag, carraig carraig rock roc'h
eeast iasg iasc fish pesk
ellan eilean oileán island enez
gleashtan càr carr, gluaisteán car karr-tan
kayt cat cat cat kazh
moddey cù, madadh madadh, madra dog ki
shap bùth siopa shop stal
thie taigh teach house ti
eean eun éan bird evn, lapous
jees dithis dís, beirt pair daou (zen)

[kemmañ] An niveroù e manaveg

Manaveg Gouezeleg Skos Iwerzhoneg Brezhoneg
1 un / nane aon aon unan
2 daa / jees dhá / a dó daou
3 tree trì trí tri
4 kiare a ceathair / ceithir a ceathair / ceithre pevar
5 queig còig cúig pemp
6 shey sia c'hwec'h
7 shiaght seachd seacht seizh
8 hoght ochd ocht eizh
9 nuy naoidh naoi nav
10 jeih deich deich dek
11 nane jeig aon deug aon déag unnek
12 daa yeig dà... d(h)eug / a dhà dheug dhá... d(h)éag / a dó dhéag daouzek


[kemmañ] Levrlennadurezh

  • Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, Hor Yezh
  • Tadhg O hIfearnáin, L'île de Man, Skol-Uhel ar Vro
  • Padrig ar Besko, Dornleor Manaveg, Emgleo Breiz

[kemmañ] Liammoù diavaez

  • evit klevet manaveg [1]
Wikipedia e Manaveg.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -