Vogalenn serr a-raok gwasket
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
A-raok | Tost a-raok | A-greiz | Tost a-dreñv | A-dreñv | |
Serr | |||||
Damserr | |||||
Serr-etre | |||||
Etre | |||||
Digor-etre | |||||
Damzigor | |||||
Digor |
Ar vogalenn serr a-raok gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar svedeg.
N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel.
[kemmañ] Skouerioù:
Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([ ̫]) evel arouezenn ad hoc:
Peurliesañ e reer gant an arouezenn evit treuzskrivañ ar vogalenn (dam)serr (tost) a-raok kavet e svedeg ar C'hreiz [ʉ̟], distaget hir atav. Treuzskrivet e c'hellfe bezañ [ʏ̫] a-hendall.
Alies e svedeg e vez distaget evel un diftongenn ar vogalenn hir /u/ achu gant ar son damkensonennel diweuz dre dostaat [β̞] kentoc'h evit ar gensonenn gweuz-staon dre dostaat ront [ɥ]. E svedeg e vez enebiet ar son-mañ war al live fonologel ouzh ar Vogalenn serr a-raok ront [y], distaget alies evel un diftongenn [yɥ].
Gant rannyzhoù svedek all e vez implijet ur vogalenn serr a-greiz gwasket en he lec'h. Gwasket e vez ivez ar vogalenn tost a-dreñv e svedeg.