Vogalenn serr a-dreñv gwasket
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
A-raok | Tost a-raok | A-greiz | Tost a-dreñv | A-dreñv | |
Serr | |||||
Damserr | |||||
Serr-etre | |||||
Etre | |||||
Digor-etre | |||||
Damzigor | |||||
Digor |
Ar vogalenn serr a-dreñv gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar svedeg hag ar japaneg.
N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel.
[kemmañ] Skouerioù:
Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([ ̫]) evel arouezenn ad hoc:
- Svedeg: oro [ù̫ːru̫ː] pe [ù̫β̞ru̫β̞] , 'trabas'
- Japaneg: 空気 (kuuki) [kɯ̫ːki], 'aer; aergelc'h'
Alies e svedeg e vez distaget evel un diftongenn ar vogalenn hir /u/ achu gant ar son damkensonennel diweuz dre dostaat [β̞] kentoc'h evit ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet ront [w].
Ur vogalenn tost a-dreñv e c'hellfe bezañ ar vogalenn japanek listen
Kavet e vez ur vogalenn heñvel outi e norvegeg ivez. Gant ar yezhoù-mañ e vez implijet ivez div vogalenn wasket all: ar vogalenn serr a-greiz gwasket hag ar vogalenn serr a-raok gwasket.