Rugbi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar rugbi zo anezhañ ur sport a-stroll gant daou skipailh 13 pe 15 c'hoarier. Embreget e vez war un dachenn geot gant ur vell viik.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Ar Rugbi a voe krouet e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kêriadenn Rugby (Bro-Saoz) war tachenn ar skolaj pennañ. Hervez ar vojenn, e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kreiz 1823, William Webb Ellis (poltred), ur skolajiad eus ar Rugby school, a zougas ar vell en e zaouarn evit pladañ anezhi a dreñv linenn ar pal. Lakaet e voe reolennoù evit ar wech gentañ e 1846 gant ar skolajidi, ha gwellaet e voent an 8 a viz Kerzu 1863, e Cambridge, gant studierien ar skol-veur, an holl diouto bet skolajidi e kêriadenn Rugby. Ar Rugby-Football a oa ganet. E 1871, evit difoc’hiañ eus ar football e voe krouet ur c’hevread Rugbi : anvet e voe ar Rugby Football Union (RFU). E-pad ar bloavezh-se e voe graet ar c’hrogad ofisiel gentañ etre Bro-Saoz ha Bro-Skos. Erruout a reas ar rugbi e Bro-C’hall e fin ar bloavezhioù 1870, ar c’helc’h gentañ o vezañ An Havr Nevez. Tamm ha tamm, ar RFU a welaas ar reolennoù evit gwelaat ar c’hoari, e-giz dilammañ an taolioù dañjerus, lakaat an niver a c’hoarierien da dremen eus 20 da 15 e 1877, pe c’hoazh, ar gwir da ober pasoù gant an dorn e 1875.
Er bloavezhioù 1880, ar rugbi a oa evit an dud a live uhel a grogas d’en em ziorroiñ. An holl dud a c’helle c’hoari. E 1883 e voe krouet tournamant ar 4 broad o strollañ Bro Saoz, Bro Skos, Bro Gembre hag Iwerzhon. Dont a reas un nebeut bloavezhioù goude Bro C’hall hag Italia evit krouiñ a-benn ar fin tournamant ar 6 broad.
[kemmañ] Penaos c’hoari Rugbi
Gant ur vell hirgelc’hiek e vez c’hoariet rugbi, war un dachenn tro-dro 100 metrad hirder dezhi, hag 70 metrad ledander, ha peulioù bras e pep penn.
Ar pal a zo lakaat palioù, da lavaret eo, pe pladañ ar volotenn a-dreñv al linenn pal, pe tennañ etre ar peulioù, ar pezh a zo anvet an drop. Ur wech ma 'z eo pladet ar vell a-dreñv al linenn pal, 5 poent a zo merket ha ret eo tennañ gant ar vell rugbi etre ar peulioù evit lakaat 2 boent ouzhpenn.
[kemmañ] Ar vell
Gant Richard Lindon e voe graet an hini gentañ.
[kemmañ] Kib ar Bed
Bep pevar bloazh e c'hoarvez Kib ar Bed. Aozet eo bet e 1987 evit ar wech kentañ e Zeland-Nevez hag en [(Aostralia]] war ar memes tro dindan anv ar "Webb Ellis Cup". Gounezet eo bet evit ar wech gentañ
- Gant Zeland-Nevez e voe gounezet an hini gentañ, war lerc'h ur c'hoariadenn a-enep da Bro-C'hall, kollet gant ar C'hallaoued 29-9.
- Skipailh Aostralia a c'hounezas ar gib e 1991 a-enep da skipailh Bro-Saoz 12-6.
- E 1995 e voe gounezet gant Afrika ar Su evit o c'hemer perzh kentañ 15-12 a-enep Zeland-Nevez.