Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Paol Tarsos - Wikipedia

Paol Tarsos

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Delwenn Sant-Paol, er Vatikan.
Delwenn Sant-Paol, er Vatikan.
Paol, livet gant Rembrandt.
Paol, livet gant Rembrandt.

Ganet eo Paol (Paol Tarsos, gouez da lod) e Tarsos, e Kilikia, proviñs roman en Azia vihan. Ur yuzev eus an diaspora e oa , gregach e yezh kentañ avat. Dont a reas da geodedour roman dre hêrezh, rak e dad en devoa bet ar brient da gaout ar vroadelezh roman.

Taolenn

[kemmañ] Deskadurezh.

E Jeruzalem e pakas Paol e zeskadurezh, ur stummadur peurlipet hellennek, roman ha gresian met ivez yuzev. Farisian e oa Paol Tarsis. Ober a reas studioù rabbinek ( ar rabbined a zo kelennerien war al lezennoù ). Goude ar studioù-se e teuas Paol da penn-bras e kêr Tarsis ( pe Tarsos ).

[kemmañ] Ar gristenekadur.

Gweledigezh Sant-Paol
Gweledigezh Sant-Paol

Enep kristen e oa Paol Tarsis penn-kil-ha-troad. En em ginnig a rae memes evel un heskiner. Ar vojenn a gont en dije bet Saul (Paol er bibl) ur weledigezh. An istor a zispleg ez eas un deiz betek Damas a-benn stourm enep ar Gristenien. War an hent e c’hoarvezas un dra bennak hag a lakas anezhañ da cheñch e venozioù a-grenn. Gwelet en dije Doue. En em dreiñ a reas Paol ouzh ar religion gristen er bloavezh 35. Goude ma vije bet kristenekaet Paol e chomas e-kerzh 15 pe 16 bloavezh divrud ha tasmantek.

[kemmañ] Beajoù Paol.

Beajiñ a reas Paol e-pad 30 bloaz hep termal na damantiñ d’e boan na d’e amzer, etre Azia-vihan ha Gres, Makedonia, Jeruzalem ha Roma. Kerzhet a rae evit prezegenniñ “ ar c’heloù mat ” ( an holl a vo savetaet hag a yelo d’ar baradoz m’o devez ar feiz e Doue). Baleet en deus Paol tro 4000 kilometrad a-dreuz Palestina hag he zrowardroioù.

[kemmañ] Degemer Paol er c'herioù.

Paol ne veze ket degemeret mat gant ar yuzevien, bamet e oant o welet e enebe ouzh o lezennoù. " Alies eo bet va buhez en arvar, pemp gwech em eus resevet gant ar yuzevien daou-ugent taol skourjez, teir gwech on bet skoet gant gwial, ur wech on bet peñsead, un devezh hag un nozvezh em eus tremenet en un islonk (...) Bet on bet el labour hag o poaniañ, o chom alies tre hep kousket, en naonegezh hag er sec'hed, er yenijenn hag en noazh. Hag hep komz eus traoù all ez on argadet bemdez gant ar c'hudennoù a gas an holl Ilizoù din (...)" Paol a zisklêr pegen poanius eo e garg dre ar skrid-se.

Skuizhus, taer, feulz eo beajoù Paol. Alies-tre e pak e begement. Mont a ra koulskoude dibleg, asur anezhañ. Kendalc'h a ra keit ma c'hell e gorf, toull-bac'h e spered.


[kemmañ] Dibenn e vuhez

Un den eeun, dous, pasiant, nerzhus a spered, mennet-kenañ, leun a fiziañs ha kalonek eo bet Paol. Met e 58 goude Jezus-Krist e voe paket e Jeruzalem ha kaset da Roma evel prizoniad. Eno e erruas e 60, da vezañ toullbac'het. Gervel a reas an Impalaer a-benn bezañ barnet rak ar brient-se en devoa evel pep keodedour roman. Lezet e voe da vont da neuze.

Tro 67 e voe tapet evit an eil gwech, ha neuze dibennet.

Marv an Abostol Paol
Marv an Abostol Paol

[kemmañ] Perzhioù ur sant dibar

Kontet eo buhez Paol en e lizhiri hag en "Oberoù an Ebestel" gant pluenn Sant Lukaz. An hini kentañ eo o komz ouzh ar baganed, ar re "jentil". Ha dont a raio da vezañ o abostol.

Gantañ eo ganet ar gristeniezh hollvedel ha n'eo ket diazezet war ar re dilennet met war ar re a gred, ar re o deus ar feiz. Eñ eo a zistago da vat ar gristeniezh eus akomodoù ar yuzeverezh evit ober ur relijion nevez. Evit Paol ez eo kannad ar C'hrist hollvedel. Bez en deus ur wezhiad bec'hus-tre, o klask avieliñ an holl. Koulskoude n'eo bet lakaet da sant nemet da c'houde e zrouklazh, evel e vignoned Pêr ha Barnabas.

Paol a oa un ijineg relijiel, an energiezh savadurel. Merkañ don a reas ar gristeniezh.

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Levrlennadur

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
  • Aux origines du christianisme, Folio histoire, Gallimard, 2000.
  • Les Premiers temps de l'Église : de saint Paul à saint Augustin, Folio histoire, Gallimard, 2004.
  • Alain Badiou, Saint Paul : La Fondation de l'universalisme, Presses universitaires de France, coll. « Essais du Collège international de philosophie », 1998.
  • Marie-Françoise Baslez, Saint Paul, Fayard, Paris, 1991.
  • Daniel-Rops, Saint Paul, éd. France-Empire, Paris, 1959 ;
  • Alain Decaux, L'avorton de dieu, une vie de saint paul, Perrin/Desclée de Brouwer, 2003.
  • Yves Maris, En Quête de Paul, Presses universitaires du Septentrion. 2002.
  • Étienne Trocmé, Saint Paul, PUF, Paris, 2003.
  • Claude Tresmontant, Schaoul qui s'appelle aussi Paulus. La théorie de la métamorphose, O.E.I.L., coll. « Bible », 1988.
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com