See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Metan - Wikipedia

Metan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ar metan zo un hidrokarbon eus rumm an alkanoù.

Ar volekulenn-se he deus un atom karbon (C) ha 4 atom hidrogen (H).

Gwel 3M eus ur volekulenn metan
Gwel 3M eus ur volekulenn metan

Formulenn diaoz : CH4

Taolennadur Cram :

Skeudenn:Metan.png

Ar metan eo kompozenn bennañ ar gaz naturel. Bez' eo ivez kompozenn bennañ ar biogaz deuet eus goadur materioù organek loen pe strud en diank oksigen. Savet eo gant bakterioù metanogenek a vev e meteier anaerobiotek eleze hep oksigen.

Ar metan eo ivez an hidrokarbon klasel nemetañ a c'heller kaout dre un argerzh biologel naturel. Gaz naturel dreist-holl, ha dre se gaz fosilek, a vez implijet, met diorroet e vez implij ar metan adnevezapl, a vez graet biogaz anezhañ ivez : Sveden, Alamagn, Danmark, Viêt Nam, Kambodja, Sina, India...

Dilaosket e vez ar metan ent naturel en takadoù gleborek nebeut oksigenek evel ar geunioù hag an douaroù beuz. En em furmiñ a ra ivez e-barzh stomok ar bronneged hag ez eo gaz pennañ ar brammoù hag al loufoù.

Kementadoù bras a vetan a vez paket e deun ar meurvorioù dindan stumm hidratoù metan. Met da ziwall zo : karbon ar metan fosilek, n'eo ket ken karbon 14 (14C) e-giz ma vez peurvuiañ, met e izotop : ar c'harbon 12 (12C) (diwar an dezintegradur izotopek c'hoarvezet e-pad degadoù a viliadoù a vloavezhioù). Ma teu an hin da dommañ kalz e c'hellfe ar 12C bezañ dilaosket fonnus, ar pezh a zegasfe kudennoù ekologel niverus ouzhpenn. A-gevret gant ar 12C e vefe memes tra gant ar CO2 fosilek paket kementadoù brasoc'h anezhañ c'hoazh e deun ar meurvorioù dindan stumm holenoù (bikabonatoù dreist-holl).

[kemmañ] Un nebeud perzhioù

CH4
Anv metan
Niverenn EINECS 200-812-7
Niverenn CAS 74-82-8
Kod R50
Formulenn dispak plaen
   H
   |
 H-C-H
   |
   H
Perzhioù Fizikel
Mas molekulel 16,043 u
Temperadur teuziñ 90,55 K (-182,6 °C)
Temperadur berviñ 111,75 K (-161,4 °C)
Poent tric'hement 90,68 K (-182,47 °C)
11,7 kPa
Poent kritikal 190,45 K (-82,7 °C)
4,596 MPa
Mas volumek
(da -164 °C)
415 kg/m³
  • Er c'hondisionoù reizh a demperadur hag a wask ez eo ur gaz skañvoc'h eget an aer, diliv ha dic'hwezh. Dourennekaat a ra da -161,4 °C ha solutaat da -182,6 °C.
  • Douester ar metan dourennek a zo 0,415 da -164 °C.
  • E zisolvablentez en dour a zo 0,4 ml evit 100 ml dour d'an temperadur a 20 °C, an disolvablentez-se en alkool a zo 47 ml d'ar memes temperadur ha 104 ml da 10 ºC en eter evit ar memes volum a 100 ml atav.
  • Un danvez loskant eo ar metan. Entanañ a ra da 667 °C en bezañs oksigen. Skrivet e vez reaktadur loskidigezh ar metan evel-henn :
CH4 + 2O2 → CO2 + 2H2O
metan + dioksigen →
dioksidenn garbon + dour
  • 1 m³ metan da 15 °C (gaz naturel) a zilaosk 9,89 kWh (35,6 MJ) a energiezh.
  • Treuzdouget e vez ar metan (evit gwir, ar gaz naturel, a zo ouzhpenn 90% a vetan ennañ) gant metanlistri pa vez dezhañ un temperadur a -162ºC hag ur gwask tost ouzh ar gwask atmosferek.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -