Geun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur ger all a zo evit ar geun, ar gwern, sell ivez ouzh gwern (digejañ)
Un ec'honenn douaroù ma 'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourklasker eo ar geun. Kavet e vez geunioù e lec'hioù izellañ pa ne c'hell ket dour ar douredennoù redek fonnus. Er geunioù, ar re-se lodenn vrasañ an takad gleborek ez eus un niver bras a vevien o vevañ darn anezho o pourchas ur boued evit al loened a vez preizherien dezho. En dour e weler amprevanoù bras ha bihan, buzug, pesked, bezhin, tamm plant kouezhet, an holl un amdro pinvidik evit reiñ bod d'al loenedoù o neuial, o nijal hag o redek. E Kerne uhel e kaver ar stumm ranyezhel "yeun" ha kun (ar C'hun) e Eussa.
Taolenn |
[kemmañ] Ar geun evel stumm douarel
[kemmañ] Ar geunioù brasañ er bed
[kemmañ] Afrika
* Geun Bangweulu, Zambia * Geun an Okavango, Botswana
- Geunioù kammdroenn an Niger, Mali
* Delta an Niger, Nigeria * Sudd, Soudan
[kemmañ] Azia
* Geun Asmat, Indonezia
- Geunioù Iraq
* Geun Vasyugan, Rusia
[kemmañ] Norzhamerika
* Lenn Caddo, Stadoù-Unanet * Great Black Swamp, Stadoù-Unanet * Geun ar Great Dismal, Stadoù-Unanet * Geun Okefenokee, Georgia, Stadoù-Unanet * Lenn Reelfoot, United States * Big Cypress National Preserve, Florida, Stadoù-Unanet * Limberlost, Indiana, Stadoù-Unanet * Geun an Honey Island Swamp, Louisiana, Stadoù-Unanet
[kemmañ] Europa
- Geunioù ar Camargue, France
[kemmañ] Suamerika
- Delta an Orinoco
* Pantanal, Brazil
[kemmañ] Ar geunioù hag ar c'hredennoù
E meur a sevenadur gozh e veze kredet e oa ar geunioù al lec'h ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed a-zindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, o tibunañ he c'homzoù kevrinus e kreiz geun Cumae, tost da Naplez e kreiz Italia.
Kredin a ree ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù ma 'z eus kalz anezho en o vroioù gleborek. Anatol ar Bras en deus kontet div wech penaos e veze fiziet da bersonioù'zo kas ar chas gant speredoù an diaoul enno da geun an Ellez (Ar Yeun Ellez). Sell ouzh "Mojenn ar Marv hervez ar Vrezhoned arvorigat".