Oksigen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An oksigen zo un elfenn gimiek aparchant da skourr ar c'halkogenoù, zo O he arouez kimiek hag 8 he niver atomek.
Dont a ra ar ger eus ar gresianeg oxys (trenkenn) ha gennan (genel).
Pa vez reizh ar gwrezverk hag ar wask, an oksigen zo ur gaz diatomek : an dioksigen.
En aergelc'h, an atom oksigen a vez kavet peurliesañ dindan stumm molekulennoù diatomek dioksigen hag a zo O2 o formulenn gimiek. Ar molekul ozon (trioksigen) zo ur gaz metastabil a gaver e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h dreist-holl e lec'h ma sil darn eus ar skinoù uslimestra a zeu eus an Heol. Abaoe un nebeud dekvloaziadoù e kresk paoter an ozon en aer e live al leur abalamour da obererezh an Den. Produet e vez an ozon pa vez rannet an oksidennoù azot a vez taolet pa zev an treloskoù karrekaet e-pad an devezhioù tomm, dindan gwered skinoù uslimestra an Heol. Pistrius hag oksidus-kenañ eo an ozon.