See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Leon Nemea - Wikipedia

Leon Nemea

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Leon Nemea (Henc'hresianeg: Λέων της Νεμέας (Léōn tēs Neméas); Latin: Leo Nemaeus) a oa un euzhvil drouk, ul leon spouronus, er vitologiezh c'hresian a oa o vevañ e Nemea. Lazhet e oa gant Herakles a-benn ar fin. Soñjal a rae ar C'hresianed e oa ur bugel da Tifon hag Ekidna, met skrivet eo bet ivez e oa kouezhet eus al loar hag e oa ur bugel da Zeus ha Selene. Hervez ur vojenn all e vije bet ganet gant ar Gimaera.

[kemmañ] Kentañ labour Herakles

Herakles o reiñ lamm da Leon Nemea. Lodenn eus ur vozaikenn roman eus Llíria (Bro-Spagn).
Herakles o reiñ lamm da Leon Nemea. Lodenn eus ur vozaikenn roman eus Llíria (Bro-Spagn).

An hini gentañ e oa eus an daouzek trevell a oa roet da Heracles gant e genderv Euristeüs, da lâret eo : diskar Leon Nemea ha degas e groc'hen en-dro.

Spouronet e oa bro Nemea gant al leon, ha ken kalet e oa e groc'hen ma ne c'halle ket bezañ treuzet gant an armoù. Pa oa taget gant Herakles, e armoù - e wareg, ur penn-bazh graet gant un olivezenn (en doa diframmet e-unan) hag ur c'hleze arem - a oa bet diefedus-naet. A-benn ar fin e taolas Herakles holl e armoù ha lammat a reas ouzh al leon gant e zaouarn hepken. Lazhañ a reas anezhañ o stardañ e vrec'h en-dro da c'houzoug al loen betek e vougañ. (E stummoù all eus ar vojenn e voug Herakes al loen pe e torr outañ e garvanoù).

Tremen a reas Herakles eurvezhioù o klask digroc'henañ al leon, hep dont a-benn. Tamm-ha-tamm e savas fulor ennañ o welet ne c'hallfe ket seveniñ e gefridi. En diwezh Atena, dic'hizet, a sikouras anezhañ da veizañ e oa skilfoù al loen o-unan a oa ar benvegoù gwellañ evit dispenn ar c'hroc'hen anezhañ.

Hiviziken e reas gant ar c'hroc'hen-se da hobregon. Ken spouronet e oa ar roue Euristeüs, gant doare spontus Herakles, ar c'hroc'hen dindanañ, ma'z eas da guzhat en ur jarl arem bras, ha ma tivizas difenn ouzh e genderv dont tre e kêr ha reiñ e urzhioù da Herakles dre hanterouriezh un harod.

[kemmañ] Liammoù divaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -