Kybele
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kybele (Κυβέλη / Kybele e gregach) zo un doueez eus Frigia , anavezet ivez evel Agdistis er vro-hont. Degaset e voe aleshont da Hellaz ha da Roma. Skeudenn hag arouez an natur gouez eo. Kinniget e vez ivez evel ar Vamm Veur, Mamm an Doueed, pe an Doueez Veur.
E Roma e oa enoret ivez evel Idaea mater (« mamm Ida ») pe Magna Mater. Kemmesket e voe eno gant Keres.
E mojennoù Hellaz kozh eo anavezet ivez evel Damia.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn
Lec'h kreiz he c'hehelidigezh a oa e Pessinos, war ar menez Dindymon, ma vije bet kouezhet eus an neñv ar maen a oa skeudenn anezhi. Doueez ar frouezhusted e oa, met hini an natur gouez e oa ivez, aroueziet gant al leoned a veze ouzh he heul. Pareañ ar c'hleñvedoù a c'halle ober, a lavared, met o c'has ivez d'an dud, ha diwall ar bobl a rae e-pad ar brezelioù. Anavet e oa en Hellaz adal ar Vvet kantved kent JK, ha kemmesket e voe a-benn ar fin gant mamm an doueed Rea ha Demeter.
[kemmañ] Da Roma
En 204 kent JK , e-kreiz an eil brezel punek, e voe kaset kannaded gant ar Romaned da vBessinos. Heuliañ a raent un diougan eus Levrioù ar Sibillezed, hag un orakl delfian. Karget e oant da zegas da Roma ar maen sakr.
Kybele a oa lezhanavezet : Copia, Magna Mater.
[kemmañ] Pennadoù kar, a bell pe a dost
[kemmañ] Lennadurezh
- (en) Lynn E. Roller, In Search of God the Mother: the cult of Anatolian Cybele, University of California Press, 1999 (ISBN 0520210247).
[kemmañ] Liammoù diavezh
- Cybèle et les monnaies de l'empire romain
- Diwar-benn Magna Mater: Magna Mater Project