Kleñved
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar c'hleñved (liester : kleñvedoù pe kleñvejoù) a c'hoarvez pa vez gwelet pe santet un dra bennak direizh e mont-endro ar c'horf pe e hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re zo en endro an den-se. Ar vedisined (pe mezeien) eo an arbennigourien a ra war-dro pare ar c'hleñvedoù.
Dispartiet e vez ar c'hleñvedoù hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an anv a etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe arouezioù en em diskouez asamblez.
Studi ar c'hleñvedoù eo ar batologiezh hag an nosologiezh a studi rummatadur ar c'hleñvedoù.
[kemmañ] Kleñvedoù an anevaled hag ar plant
Kleñvedoù a zo evit an anevaled hag ar plant ha dre vras ne c'hellont bezañ treuzkaset etre o spesadoù ha setu perak e vez komzet eus harz ar spesadoù lakaet d'ar c'leñvedoù etre ar vevien. Koulskoude nemedennoù a zo evel anoued an evned. Keid-all e c'hell tapout kleñved Aujeski ar c'hizier p'eo hemañ tapet gant ar moc'h da gentañ.
[kemmañ] Kleñvedoù stagus
Ar c'leñvedoù stagus a zo kleñvedoù zo a c'hell bezañ treuskaset eus ur bev d'un all. Ul lankad (amprevan, mikroboù, foue...) a zo ret evit ma vo treuzkaset an droug. M'eo stagus-kenañ ar ch'leñved eo ur c'hleñved-red a c'hell mont buan-tre eus ur bev d'un all ken e vez taget un toullad bras adud, a loened, a blant war takadoù bras zo. Ch'oarvezout a ra kleñvejoù-red marvel a gas da Anaon miliadoù a dud (pe a vevien all).
E-touez ar c'hleñvedoù-red marvel e kaver :
E-touez ar c'hleñvedoù stagus a c'hell bezañ marvel e kaver
- ar krezennfo|grezennfo
- ar skeventfo
E-touez ar c'hlenvedoù stagus ha n'int ket marvel e kaver
- an anoued
- ar bronkezfo
- an droug-gouzoug
- ar glaz kalon
- an uswask
[kemmañ] Kleñvedoù padus
- ar berranal
- ar c'hrign-bev
- al lovrezh
- ar baludegezh
- ar remm