John Lennon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
John Winston Ono Lennon, anavezet evel John Lennon, ganet d’an 9 a viz Here 1940 e Liverpool ha drouklazhet d’an 8 a viz Kerzu 1980 e New York, a oa saver kanaouennoù, sonaozour, gitarour ha kaner er strollad The Beatles, strollad hollvrudet er bloavezhioù 1960 hag er sevenadur pop-rock.
Goude marevezh ar Beatles e labouras kalz John evit ar peoc’h gant e vaouez Yoko Ono hag e enrollas meur a bladenn "solo" (e-unan), en o zouez ar bladenn vrudet "Imagine" .
Drouklazhet eo bet gant ur foll, Mark David Chapman, d’an 8 a viz Kerzu 1980 e New York, e traoñ an Dakota Building ma oa o chom. Koll a reas ar bed unan eus kanerien pennañ istor an XXvet kantved. 27 vloaz goude e varv, ez eo c’hoazh an enkorfadur eus emouestl kreñv ha pouezus an emsav peoc’hgarour Peace and Love eus ar bloavezhioù 70. Derc’hel a ra tud d’en em vodañ en e enor e New York, d’an 8 a viz Kerzu bep bloaz.
[kemmañ] Orin ar Beatles
Mont a ra John Lennon da skol arzoù Liverpool. Sevel a ra darempredoù mignoniezh eno gant arzourien donezonet evel Stuart Sutcliffe. Kregiñ a ra da seniñ ar skiffle er gouelioù parrez bihan. Pitilh gant ar rock hag e idoloù, Buddy Holly, Chuck Berry, hag Elvis Presley, e sav ur strollad, the Quarrymen gant Pete Shotton, Nigel Walley hag Iwan Vaughan. hemañ ziwezhañ an hini eo a lakaas anezhañ e darempred gant Paul McCartney d'ar 6 a viz Even 1957 : Setu emgav kentañ daou soner donezonet-dreist na baouezint ken hiviziken da grouiñ a-heligentañ. Ul liamm all zo etre an daou waz yaouank : emaint o paouez koll o mamm o-daou.