Jafrez Iañ (dug Breizh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jafrez Iañ (? - 1008), pe Jafrez Berengar, mab da Konan Iañ, kont Roazhon a-raok bezañ dug Breizh, a oa kont Roazhon, ha dug Breizh evel e dad. Anvet e voe Jafrez diwar anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Jafrez Iañ, kont Anjev, ha Berengar diwar anv e dad-kozh a-berzh e dad, Yezekael Berengar.
Trec'hiñ a eure Yezekael Naoned, mab-bihan Alan al Louarn, ma voe echu hanterkant vloaz a vrezel vroadel e Breizh.
[kemmañ] Bugale
Dimeziñ a eure da Hawiz Normandi, merc'h Richarzh Iañ, dug Normandi. Pevar bugel o doe:
- Alan III , dug war-lerc'h e dad,
- Eudes, pe Odo, kont Penteür,
- Evenus
- Emma, dimezet da Ives, beskont Cotentin.
Mervel a reas e 1008, e-kerzh ur pirc'hinaj da Roma.
En e raok: Konan I añ |
Rouaned ha Duged Breizh 992 – 1008 |
War e lerc'h: Alan III |