Hawiz Normandi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hawiz Normandi (pe Havoise), ganet en 977, ha marvet e Roazhon d'an 22 a viz C'hwevrer 1034, a oa merc'h da Richarzh Iañ, dug Normandi, ha da unan eus e « frilla », Gunnor, ur briñsez a wad uhel e-touez ar Vikinged.
Dimeziñ a eure da Jafrez Iañ, dug Breizh, pa zimezas he breur Richarzh II, dug Normandi da Judit Breizh.
[kemmañ] Bugale
Pevar bugel o doe:
- Alan III , dug war-lerc'h e dad,
- Eudes, pe Odo, kont Pentevr,
- Evenus, pe Even
- Emma dimezet da Ives, beskont Cotentin, e Normandi.
[kemmañ] Trederannerez
Pa varvas an dug e voe dugez da c'hortoz ken na vije bras a-walc'h o mab Alan III, da ren ar vro.
- Diwall, rak un Hawiz all zo bet, a veze graet Hawiz Breizh anezhi, hag a oa merc'h-vihan da Hawiz Normandi.