Hawiz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hawiz, a zo un anv-badez brezhonek, a orin eus Normandi,
[kemmañ] Yezhoù all
- Havoise, Hawise, pe Hadwise eo ar stummoù gallek. Kar e c'hallfe bezañ d'an anv gallek Edwige a orin frankek.
[kemmañ] Tud
Anv teir friñsez anavezet en istor Breizh eo :
- Hawiz Normandi (977-1034), gwreg Jafrez Iañ, dug Breizh, mamm Alan III, dug Breizh, an hini gentañ anavezet en anv-se, deuet eus Normandi eta.
- Hawiz Breizh (1027 - 1072) , he merc'h-vihan, merc'h d'an dug Alan III, dimezet da Hoel, kont Kerne ha dug Breizh .
- un Hawiz all a oa gwreg Budig Naoned, ha mamm Mazheas Iañ Naoned (ganet e 1038). N'ouzer ket pikol tra diwar he fenn: marteze e oa kar d'an div all, rak ar c'hiz a oa da virout ar memes anvioù en tiegezhioù.
- Hawiz Dol, merc'h da Riwallon Dol, gwreg Alvus, beskont Poher.
hag ivez
- Auguste Haouisée (1877— 1948), ganet en Evrann, eskob Shangai.