Jafrez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jafrez (skrivet ivez Jaffre), zo un anv-badez brezhonek, deuet eus ar galleg Geoffroi.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Kar e vije an anv da Godefroy, deuet eus an anv alamanek Godfried. Neuze, (met dizemglev zo war ar poent-se) e vije savet gant Fried, peoc'h, ha God, doue.
[kemmañ] Istor
Degouezhet eo an anv e Breizh en Xvet kantved. Geoffroy e oa anv Jafrez Iañ, kont Anjev, a zimezas e verc'h Ermengarde d'e amezeg Konan Iañ, dug Breizh. Ur mab a voe ganet, ha roet dezhañ anv e dad-kozh. Ha kont Roazhon e voe Jafrez vihan, evel e dad pa oa yaouank, ha dug war-lerc'h e dad, hag anavezet evel Jafrez I.
[kemmañ] E yezhoù all
- e saozneg, Geoffrey, Jeffrey, ha Geoff, Jeff, a zo deuet eus ar galleg
- diwar an anv-se e teu an anv-tiegezh Jefferson, anv ur prezidant eus SUA;
- e galleg: Geoffroy
[kemmañ] Anv-familh
Implijet eo Jaffrez (stumm leonek), ha Jaffre evel anv-tiegezh. Anaout a reer ivez eilstummoù evel Jaffrennou, Jaffrezou.
[kemmañ] Tud
- Job Jaffre, kelaouenner ha skrivagner brezhonek
- Frañsez Jaffrennou, saver Bro gozh ma zadoù
- Gérard Jaffrès, soner
[kemmañ] Duged
- Daou zug zo bet e Breizh en anv-se
- Jafrez I (? - 1008), anvet diwar-lerc'h e dad-kozh, Jafrez Iañ, kont Anjev,
- Jafrez II (1158 - 1186), mab d'ar roue saoz Herri II, ha breur d'ar roueed saoz Richarzh Iañ ha Yann Dizouar.
[kemmañ] Konted Anjev
Pemp kont Anjev zo bet anvet Jafrez
- Jafrez Iañ, kont Anjev , marvet e 987
- Jafrez II, kont Anjev, marvet e 1060
- Jafrez III, kont Anjev, marvet e 1096
- Jafrez IV, kont Anjev, marvet e 1106
- Jafrez V, kont Anjev, 1113–1151, tad Herri II, roue Bro-Saoz
- Jafrez VI, kont Anjev,(1134, Rouen – 1158, Naoned), kont Naoned ivez
[kemmañ] Lennegezh
- Jafrez Menoe, eskob kembreat ha skrivagner latin, anavezet ivez e saozneg evel Geoffrey of Monmouth,
- Geoffrey Chaucer, skrivagner saoz
- Jeffrey Shaw, skrivagner brezhonek
[kemmañ] Tud all
- Jeff Beck, gitarour