Anjev
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Anjev a zo unan eus ar broioù kozh a eas d'ober Bro-C'hall. Ur vro dizalc'h eo bet e-pad mare ar gonted, ha brezel zo bet a-wechoù etre Breizh ha hi.
- Gwelout ar pennadoù Foulk III a Anjev, Konan Iañ a Vreizh, emgann Konkerel.
N'eus ket anv eus Bro-Anjev ken, daoust da Guzul Meur Maen-ha-Liger ( Maine-et-Loire )ober implij eus an anv Anjev (Anjou) en un doare damofisiel ha beuzet eo er rannvro vras a vez graet Broioù al Liger anezhi.
Koulskoude eo brudet hiziv c'hoazh gwin Anjev. En Anjev e komzer ur rannyezh c'hallek, ar patois pe parlant Anjev.