Broioù al Liger
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Broioù al Liger zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1941, ha pemp departamant bodet enni : Maine-et-Loire, Sarthe, Mayenne, Vendée ha Liger-Atlantel. Da lavarout eo emañ e-barzh ar memes rannvro:
- lodenn greisteiz Breizh,
- ar proviñsoù gall Anjev (departamant Maine-et-Loire hiziv) ha Maine (departamantoù Mayenne ha Sarthe bremañ),
- lodenn hanternoz Poatev, gant departamant ar Vendée.
Taolenn |
[kemmañ] Orin ar rannvro
E-pad an Dispac'h Gall e 1789 e voe dispartiet Breizh e pemp departamant : Morbihan, Finistère, Côte-du-Nord, Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure. E 1941 eo krouet gant an dekred Pétain-Darlan div rannvro : ur rannvro Bretagne hep al Loire-Inférieure ha rannvro al Liger, Angers he gêr-benn, gant Loire-Inférieure met hep Vendée. Er bloavezioù 1960 ha 1970 e teu da vezañ ur rannvro velestradurel hep goulenn meno ar geodederien pe an dilennidi.
[kemmañ] Brudañ ar rannvro
Broioù al Liger a vije ar rannvro c'hall hag a dispign ar muiañ evit en em vrudañ. Daveoù a vank Ur skoed ardamez zo bet krouet, met n'en deus reizhegezh istorel ebet. N'eus ket pell ez eus bet ijinet ul logo nevez ivez.
Kalz burutelladennoù zo diwar he c'hont. Ar gevredigezh, Breizh Adunvan, a stourm evit adunvaniezh Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970.
An diversivie eo anv he c'houlzad ziwezhañ, diwar-benn liested ar rannvro. Luadennoù zo bet ijinet diwar-benn annezidi nevez ar rannvro, ar re diversiviens. Kaoz zo eus ur c'hleñved nevez : al ligériose.
[kemmañ] Lennadurezh
- François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.