Frañsez Jaffrennou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Frañsez Jaffrennou, Taldir e lesanv, a oa ur skrivagner brezhonek, ganet e Karnoed, e kanton Kallag d'ar 15 a viz Meurzh 1879. Mervel a reas d'ar 26 a viz Meurzh 1956 e Brageirac (Bergerac, departamant an Dordogne).
E dad a oa noter eno. E vamm, Anna Roparzh, a oa eus Bolazeg.
[kemmañ] E vuhez
Ober a reas e studi e skolaj Itron Varia Gwengamp a-raok mont da Sant Charlez, e Sant-Brieg. Eno e reas anaoudegezh gant Frañsez Vallée. E Roazhon e tapas e aotreegezh war ar gwir, hag e tremenas un doktorelezh lennegezh, e brezhoneg a-hervez, diwar-benn Prosper Proux.
Brudet eo e envorennoù ha gantañ eo bet savet Bro gozh ma zadoù.