See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Hidrosferenn - Wikipedia

Hidrosferenn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kelc'hiad an dour
Kelc'hiad an dour

En douaroniezh fizikel e liv an hidrosferenn (eus ar gresianeg Υδωρ) an dour kavet war, a-us pe dindan gorre ur blanedenn.

[kemmañ] Hidrosferenn an Douar

Kenaozet eo hidrosferenn an Douar eus ar meurvorioù dreist-holl, met enderc'hel a ra tout an dour kavet war ar gorre ar blanedenn : al lennoù, ar stêrioù ha an doureier isdouarel. Donnder kren ar morveurioù a zo 3 794 m, muioc'h eget pemp gwech uhelder krenn ar c'hevandirioù. War-dro 1.35 × 1018 ton e pouez ar meurvorioù, pee 1/4400vet eus mas an Douar a-bezh.

Fonnusted an dour war an Douar a zo ur perzh ispisial a ziforc'h hon "planedenn c'hlaz" diouzh ar re arall e koskoriad an Heol. War-dro 70.8% eus gorre an Douar a zo goloet gant dour, 97% anezhañ er meurvorioù.

Er-maez ar c'helc'had lec'h ma c'hell dour chom liñvek emañ an Douar. Hep an efed ti-gwer e skornfe e meurvorioù. Div wech e oa c'hoarvezet e istor ar blanedenn, war a seblant. E-pad an neoproterozoeg he-doa degaset berniadeg an oksijen en atmosferenn un diskarr eus ar c'hementad a zioksid karbon. Gwanaat a reas an efed ti-gwer ha betek ar c'hehider e tiskennas ar skornenn.

War Gwener e aezhenniñ ar meur vorioù, hag a oa, en deroù, ken vras ha war an Douar. Gant skinoù dreistlimestra an Heol e voe dielfennet an aezhenn hag achap a reas an hidrojen d'an ec'honder. An dra-se a zispleg petra n'eus dour ebet war ar blanedenn Gwener. Hep hidrojen e ezvan an oksijen gant ar reier.

War an Douar e warez ur gwiskad ag ozon aezhenn an atmosferenn ouzh ar skinoù dreistlimestra. Ne c'hell an ozon bezañ krouet nemet ma z'eus kalz oksijen frank en atmosferenn. Ur vaezenn-vagnetek greñv a zo ret ivez da wareziñ an atmosferenn ouzh krignerezh an avel heoliek.


Kas a ra ar menezioù-tan aezhenn en atmosferenn en un doare dibaouez tra ma stag tektonik ar plakennoù dour ha karbon e reier hag a zo isdougenet er vantell. Adakaset e vezint neuze gant ar menezioù-tan. Krediñ e reer e endalc'h ar vantel dek wech muioc'h a zour eget tout ar meurvorioù.

Kerc'hiad an dour a liv fiñvadennoù an dour e-barzh an hidrosferenn. Enderc'hel a ra an dour lec'hiet dindan an douar hag er reier (litosferenn), an dour er plantennoù hag e loened (biosferenn), an dour liñvel pe solut a c'holoe ar blanedenn, hag an aezhenn en atmosferenn.

Levezonet ez eo fiñvadennoù an dour e-barzh ar meurvorioù gant o zemperadurioù hag o holennekderioù. An dour tomm a zo skañvier eget an dour yen hag an dour holennek a zo pouneroc'h eget an dour dous.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -