See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Neoproterozoeg - Wikipedia

Neoproterozoeg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Eon Proterozoeg

Paleoproterozoeg
Siderieg
Rhyaseg
Orosirieg
Statherieg
Mezoproterozoeg
Kalymnieg
Ektasieg
Stenieg
Neoproterozoeg
Tonieg
Kriogenieg
Ediakareg

An neoproterozoeg a zo marevezh diwezhañ an eon proterozoeg. En em astenn a ra eus 1.000 milion bloaz'zo betek 542 milion bloaz'zo. An darvoudoù pennañ eus ar marevezh-hont a voe ar mareadoù-skorn eus ar c'hriogenieg hag a voe an hini kreñvañ e istor an Douar ha donedigezh war-wel an organegoù lieskellek kentañ e-pad an Ediakareg. Darn diwezhañ ar proterozoeg eo.

Nevezh a-walc'h eo meziad an neoproterozoeg. Krediñ a rae paleontologourien an XIXvet kantve e teraoue ar vuhez lieskellek gant an trilobitoù hag an arc'heocyazhided gentañ, e-pad ar c'hambrian. E-pad an XXvet kantved e krogjod da gavout fosiloù koshoc'h, avat. Ur faon liesek a gavjod e mervent Afrika e 1920 hag unan arall e su Aostralia, hag eñv ne seljod ket pizh outañ kent ar bloavezhioù 50. Perc'hennañ a reont da ekosistemoù liesek na gomprener ket mat c'hoazh.

Un nebeut eus an anevaled-se a zo, war a seblant, hendadoù organegoù a-vremañ met an darn vrasañ anezho ne dennont da netra a anavezer. Ur c'horf gwak o-deus ha n'int ket sklaer o darempredoù gant ar furmoù a-vremañ. Un nebeut a glaskourien a gred ez int hendadoù faon ar c'hambrien tra ma kav da reoù arall e perc'hennont d'un doare aneval dianav. Anevaled ediakariek a reer anezho.

Merket e voe an neoproterozoeg gant fiñvadegoù kevandirel liesek. E eizh lodenn en em dorras an dreistkevandir Rodinia. War-dro ar c'hehider e voe lec'hiet ar re-mañ hag hervez reou'zo e voe an dra-se abeg mareadoù-skorn sturtiek ha marinoek. Ar re bouezusañ istor an Douar e voent ar re-mañ rak en-o-fad e tiskennas ar skornenn betek ar c'hehider. Krediñ a reer e c'holoe ar c'hler ar meurvorioù a-bezh hag-eñv e kav d'un nebeut a glaskourien e chomas un nebeut a gelc'hiadoù diskorn.

Tabut a oa e-pad un anzer hir a-zivout rannidigezhioù an neoproterozoeg. Envel a raean douarourien rusat marevezh diwezhañ an neoproterozoeg ar vendieg tra ma rae ar siniz gant sinieg ha darn vrasañ an amerikaned hag an aostraliz gant ediakareg. E 2004, koulskoude, e tivizas an Unvaniezh Etrevroadel Douarouriezh e vefe anvet Ediakarieg maread diwezhañ an neoproterozoeg.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -