Plant
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar plant (furm unan : plantenn ; liester : plantennoù) a zo hollad ar vevien lieskelligek a zo keluloz enno hag o deus gwrizioù da lakaat anezho stag ouzh an douar. An darn vrasañ anezho o deus klorofil ouzhpenn evit kemmañ energiezh an heol da garbon, kompozenn bennañ ar c'horofil, dre dennañ atomoù karbon an aezhenn garbonek (pe gaz karbonek). E-barzh riezad ar struzh pe riezad struzhel ez int bet renket. Riezadoù ar struzh, al loened, ar fungi hag hini ar brotisted a ya d'ober strollad bras an eukarioted. Skiant ar plant koulz hag hini ar struzh a zo ar botanik.