Bronneged
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Skeudenn:Lion by big foot.jpg Ul leon
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Isskourad : | Vertebrata | ||||
Kevrennad : | Mammalia | ||||
Isrannadurioù : | |||||
nann unskourradeg |
|||||
skourradouriezh loen : | |||||
|
|||||
|
Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur c'hevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.
Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled a zo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag an iskarvan.
An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ.
Ar bronnegeg o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar ksenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat. Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.
Servij a ra dezho ar blevad da ingaliñ ar gwrez diabarzh, met a-wechoù e ya ar blevennoù da drein, skant pe blaketennoù.
[kemmañ] Doareoù d'en em vagañ
Meur a zoare d'en em vagañ a weler gant ar bronneged, lod anezho a zo hollzebrerien, reoù all kigdebrerien ha reoù all geotdebrerien. E-touez ar c'higdebrerien e kaver ar preizherien efedusañ hag ar pennoù-kizhier dreist-holl, diwar o tizhded dispar.