Alpoù-an-Arvor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Alpoù-an-Arvor zo anv brezhonekaet un departamant gall e gevred Bro-C'hall a zo e anv ofisiel Alpes Maritimes, war ribl ar Mor Kreizdouarel, ha sko ouzh an harzoù gant Italia. Nisa eo ar pennlec'h anezhañ.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
Aups Maritims pe Alps Maritims eo stummoù an anv en okitaneg.
[kemmañ] Istor
Krouet e oa bet e 1792 pa deuas armeoù ar Republik c'hall nevez e kontelezh Nisa. Pa voe diskaret an impalaer e voe roet en-dro da Rouantelezh Sardinia. Adsavet e voe an departamant e 1860 pa voe roet kontelezh Nisa d'an Impalaeriezh C'hall gant roue Italia, evel trugarekadenn d'ar skoazell roet e brezel an unvanidigezh pe brezel ar Risorgimento.