Istor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Istoer : (estoaer e 1464 hag histoer e 1633) pe istor : (estoar e 1464 hag hystor e deroù ar XVIvet kantved)
Taolenn |
[kemmañ] Termenañ
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù pe an traoù a zo bet graet eo an Istor. Ar ger-se a deu eus ((Ἱστορίαι [Historiai] e gresianeg) gant Herodotos, met Thoukidides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fet liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.
An Istor (gant ur penn lizherenn) a zo ar fed da studiañ an darvoudoù tremenet en istor mab-den. N'eo ket ur skiant-rik e doare ar matematikoù pe ar viologiezh da skouer, plas ar skiantour a zo ken bras ha plas an den ennañ e-unan pa vez o studiañ an Istor. Petra a dalvez da vezañ studiet en istor? Penaos o studiañ? Dre peseurt doare o embann? Setu amañ un nebeud goulennoù a vez ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant studiañ. Evit klask bezañ ur skiantour war an istor, ret eo chom hep derc'hel soñj eus piv omp, peseurt doare soñjal a zo an norm en hor bro, peseurt relijion a gredomp enni,...Adal ma vez tu d'en ober ez omp war an hent da vezañ un istorour. Goude kement-mañ ret eo derc'hel soñj ez eo an istorour ur gwir romantour: evit displegañ ur brezel chom a raio darvoudoù dianav d'an istorour o studiañ hiziv an deiz, ret eo neuze dezhañ klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn".
[kemmañ] An istor dre ar mareoù
- An Henamzer
- Ar Grennamzer
- Istor a-vremañ
[kemmañ] An istor dre al lec'hioù
[kemmañ] Istor an Europ
[kemmañ] Istor ar broioù keltiek
- Istor Breizh
- Istor Iwerzon
- Istor Kembre
- Istor Kerne-Veur
[kemmañ] Istor broioù all Europa
- Istor Bro-Saoz
- istor Alamagn
ha ped ha ped all...
[kemmañ] Istor Azia
[kemmañ] Istor Afrika
[kemmañ] Istor Amerika
ha ped ha ped all...