The Dark Side of the Moon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
The Dark Side of the Moon eo eizhvet pladenn ar strollad progessive rock Pink Floyd.
Ur c'h-concept album (un albom-meizad) eo, da lavarout n'eo ket un heuliad kanaouennoù hepken, distag an eil diouzh eben, met un albom mennet da vezañ un hollad, ennañ meur a bezh, en-dro d'un danvez meret en holl bezhioù: al loar, ar follentez.
[kemmañ] Istor
Krouet e voe e 1973, ha chom a reas e-pad 741 sizhunvezh e-barzh an American Top-200 (e yezh ar chobiz: roll an 200 pladenn muiañ gwerzhet) ha gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 30 milion a skouerennoù er bed a-bezh, ar pezh a ra outañ an trede pladenn muiañ gwerzhet.