Republik ar Seizh-Enez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Republik ar Seizh Enez a voe krouet e 7 eus an Inizi Ionian, etre Bro-Hellaz hag Italia, a oa bet e dalc'h Republik Venezia. hag a oa a oa bet kemeret gant ar C'hallaoued e 1797.
Met n'eo ket gant ar Republik C'hall e voe krouet Republik ar Seizh Enez.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
- Republik an Inizi Ionian a vez graet anezhi ivez, met ouzhpenn inizi ionian a oa e-barzh, pa oa ivez an inizi a oa e departamant gall ar Mer-Égée, er Mor Egean, pa oa stag an departamant ouzh Bro-C'hall.
- The Septinsular Republic a vez lavaret e saozneg; Επτάνησος Πολιτεία, e gresianeg; Repubblica Settinsulare en italianeg.
[kemmañ] Istor
- E 1797, war-lerc'h feuremglev Campo-Formio e oa bet Bro-C'hall o lakaat he c'hrabanoù warne, hag e voe graet tri departamant anezho (gwelout: Listenn an departamantoù gall e Gres).
- D'an 2 a viz Ebrel 1800 e voe savet Republik ar Seizh Enez, dindan evezh ha gwarez Rusia hag an Impalaeriezh otoman
- D'an 20 a viz Gouhere 1807, e voe roet an inizi gant Rusia da Vro-C'hall, ha staget ouzh ar Provinces illyriennes, proviñsoù aloubet gant ar C'hallaoued en Iliria.
- E 1809 e voe kemeret an inizi gant ar Saozon. Gant feuremglev Paris ar 5 a viz 1815 e voent fiziet enno en-ofisiel. Ganto e veze graet neuze gant ar gerioù United States of Ionia. Ur Vammlezenn a voe savet.
[kemmañ] Sened
Ur Sened a voe eus 1799 da 1864. D'an 21 Mae 1864 e voe echu gant ar Sened pa voe roet an inizi da roue Gres gant ar Saozon, ha staget e voent ouzh ar rouantelezh d'an 2 a viz Mezheven.
Seizh enez ar republik a oa anezho:
- Korfou, ha Korfou he c'hêr-benn.
- Paxos (pe Paxi pe Paxo)
- Lefkada (pe Leucade, pe Sainte-Maure e galleg), Amaxichi he c'hêr-benn.
- Kefalonia (pe Céphalonie), Argostoli he c'hêr-benn.
- Itaka (pe Ithaque, Theaki, Petite Céphalonie), Vathi he c'hêr-benn.
- Zakintos ( pe Zakynthos, pe Zante e galleg), Zakynthos pe Zante he c'hêr-benn.
- Kitera (pe Cerigo, pe Cythère e galleg) , Capsali he c'hêr-benn. N'eo ket un enezenn ionian da-vat, p'emañ e Mor Egea.
[kemmañ] Levrioù
- Gallant, Thomas W.: Experiencing dominion. Culture, identity, and power in the British Mediterranean. Notre Dame (Indiana) 2002.
- Gekas, Sakis: Business Culture and Entrepreneurship in the Ionian Islands under British Rule, 1815-1864. London 2005
- Papadopoulos, Christos K.: Die Ionischen Inseln von der Venezianerherrschaft bis zum Wiener Kongress. Eine völkerrechtliche Analyse unter dem Aspekt der Staatensukzession. (=Juristische Schriftenreihe. 209). Münster & London 2003. ISBN 3825865916
- Wrigley, W. David: The diplomatic significance of Ionian neutrality during the era of the Greek revolution, 1821-31. Diss. Oxford 1984.