Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mor Egea - Wikipedia

Mor Egea

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Ur mor enklozet etre daou gevandir, Europa hag Azia, hag ar Mor Kreizdouarel eo mor Egea (pe Enezvor pe Mor Enezek).


Emañ lodenn reter Bro-C'hres staliet war douaroù an enezegoù a gaver strewet war an holl vor.


Ar riblennoù douaroniel a zo pe hini Bro-C'hres er Su, e Kornôg hag e Norzh p'eo ar riblenn Reter aodoù Turkia Kornôg. Koulskoude an harz politikel etre Bro-C'hres ha Turkia a zo etre an inizi hag aod Turkia nemet evit daou anezho.

E Biz e kaver strizh-mor Çanakkale (an Dardanelloù) a gas da vor Marmara ha pelloc'h d'ar Mor du dre strizh-mor ar Bosfor. Eus Kornôg da Reter ez eus etre 300 ha 400 km hag eus Norzh d'ar Su war-dro 600 km. Ur mor don eo pa n'eus kalz kalz a blateiz kevandirel. An deun a ziskenn betek 2 500 m e Norzh Enez Karpatos.


Taolenn

[kemmañ] An inizi

Niverus eo an inizi.

  • En Norzh ez eus 5 enez vrazik, a zo da Vro-C'hres :
    • Tasos,
    • Samotrakia,
    • Lemnos,
    • C'hios
    • Samos.
  • Div enezenn a zo turk (abaoe 1923) :
    • Gökceada (Imbros e gresianeg)
    • ha Bozcada (Tenedos e gresianeg).
  • Er c'hornôg emañ Enezeg ar Sporadez
  • Er Su emañ:
    • Enez Kreta,
    • Enezeg ar C'hlukladez,
    • Enezeg an Dodekanez, enni Rodos ha Karpatos.

[kemmañ] Orin an anv

Gwechall ne veze ket kaoz eus mor Egea, un anv diazezet war ur vojenn gozh.

Hervez ar vojenn en doa goulennet Egaios, roue Aten, digant e vab Teze, ma vije lakaet gouelioù gwenn ouzh e lestr ma teufe en-dro goude bezañ trec'h war an Minotaor. E barr al levenez edo an dud e bourzh al lestr ha n'o doa ket soñj eus an dra-se ken. Setu perak en em daolas ar roue kozh er mor, gant ar glac'har, diwar tornaod ar c'hab Sounion.

[kemmañ] Anvioù kozh

  • Αρхιπέλαγος ( Arc'hipelagos) eo a veze lavaret gant tud Hellaz kozh, da lavaret eo ar "Mor pennañ", hervez o doare da welout.
  • Er Grennamzer e veze graet "Arcipelago" eus ar mor-se gant tud Venezia. E 1268 e voe implijet en un emglev sinet etre Venezia hag an impalaer Mikael VIII Paleolog, un termen a c'holoe ar mor hag an inizi.
  • Ar gerioù gregach hag italianek o deus roet ar ger gallek "archipel" met deuet eo ar ger-se da dalvezout "strollad inizi" dre vras.
  • Adalek an XIXvet kantved hepken eo e kroger da gomz eus Mor Egea.

[kemmañ] Anvioù brezhonek

  • An Enezvor hag ar Mor Enezek a gaver e geriadurig Roparz Hemon. Dont a ra an anvioù-se eus an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern.
  • Mor Egaios a gaver en ul levr-skol embannet gant TES.

[kemmañ] Istor

Abaoe ouzhpenn 4000 bloaz e oa ur mor gresian pa voe kemmet an traoù gant feuremglev Lausanne e 1922. Roet e voe an aod reter da Durkia, pezh a redias an dud da zivroañ, dre ma oa gant ar C'hresianed e oa ar muiañ niver en darn vrasañ eus an inizi.

[kemmañ] En Henamzer

Seul aesoc'h e oa d'an hen C'hresianed merdeiñ eno ma oa meneziek an aodoù, niverus an inizi, tostik an eil enezenn diouzh eben ha ma ne veze ket kollet gwel eus an douar hogos gwech ebet. Aesoc'h a se ivez gwareziñ al listri diouzh ar gwallamzer pe an enebourien.

Bez ez eo ar mor-se unan eus kavelloù ar vorveli kentañ anavezet en istor, hini Aten er V-vet kantved kent JK, war-lerc'h da Hellaziz bout trec'h war an Impalaeriezh pers (gwelout brezelioù medek).

Pa voe aloubet Hellaz gant Roma (war-dro 167 kent JK) e voe aodoù ar mor er memes bro: an Impalaeriezh roman, hag en Impalaeriezh Byzanton goude, betek donedigezh an Duked.

[kemmañ] Er grennamzer

Rannet e voe an aodoù etre Hellaziz, Turked, ha stadoù latin (Venezia dreist-holl) ken na voe kemeret Enez Rodez gant an Durked e 1522, hag aloubet Kreta er XVII-vet kantved (Kandia e 1669, Spinalonga e 1718).

[kemmañ] Enebiezh etre Gres ha Turkia

E 1830 e voe diframmet he dizalc'hted gant Gres digant an Impalaeriezh otoman. Klasket he deus bodañ en-dro an holl zouaroù poblet gant Hellaziz.

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com