Plateiz kevandirel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
E-tal an aodoù ez eus lodenn ar meurvorioù ha n'eo ket un donded bras-tre gantañ da lavaret eo etre 0 ha un nebeut kantadoù metr emañ ar plateiz kevandirel. Ul lodenn beuzet eus ar c'hevandirioù eo a-us d'ar blaenennoù abisel hag eo ar plateiz kevandirel evel gorre ur bazenn divent hag eo bet anvet an takad oablouriezh morel diwarnañ, sell ouzh pazenn (oablouriezh). Etre ar plateiz hag an abisoù emañ an tor kevandirel goloet a lec'hidoù, ar gouelezennoù munudañ krouet gant krignerezh an douaroù diwar obererezh an dourredennoù hag hini ar morioù war an aodoù hag ivez restadoù al loened mor marv.
E lec'hioù'zo e weler kaniennoù dindanvor, bet naozioù ar stêrioù pa oa izeloc'h live ar morioù e-pad an hoaladoù skornek.