Korfou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Korfou zo un enezenn eus ar Mor Ionian, e Bro-Hellaz, e gwalarn ar vro, tost da Albania. E gresianeg a hiziv eo Κέρκυρα, (Kerkyra, a-wechoù Kerkira). Gwechall e veze graet Corcyre anezhi.
Patrom:Multi bandeau
Fichenn-deskrivañ | |
---|---|
Rannved : | Inizi Ionian |
Rannvro : | Inizi Ionian |
Pennlec'h : | Corfou (kêr) |
Gorread : | 641 km² |
Niver a dud : | 105 043 (1991) |
Feur-tudañ : | 163.87/km² |
Menez uhelañ : | Pantokrator (914 m) |
ISO 3166-2 : | GR-22 |
Karrvarilhañ : | KY, Kerkyra |
Niver a gumunioù : | 13 |
Kumunioù dizalc'h : | 3 |
Code postal | 49x xx |
Nom des habitants : | Corfiotes |
Abréviation HASC : | CF |
Carte | |
Photo satellite | |
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
- Kérkira eo anv gresianek Korfou. Dont a rafe
- eus anv an nimfenn Kérkira pe Korkira,
- eus ar ger "Kerkos" (dorn) abalamour da stumm an enez.
- Graet e veze Drepanon pe Drepani (falz) anezhi ivez.
- Dont a rafe an anv Korfou eus an anv italianek, a deufe eus distummadur ar ger gresianek Korifai (kernioù).
[kemmañ] Mojennoù
- Orin :
Dont a ra an anv Korfou eus anv Kerkira, un nimfenn. Poseidon a oa pitilh ganti hag en devoa he degaset d'an enez. Ur mab o devoe, Pheakas e anv.
- Beajoù Ulises :
E Korfou e oa bet chomadenn diwezhañ Ulises kent dezhañ distreiñ da Itaka. Aet e vije lestr Ulises a-gostez war ar roc'h e beg Kanoni, war enezennig Ulysse se serait échoué sur le rocher qui se trouvait sur l'îlot de Pondikonissi, er c'hreisteiz da gêr Korfou. Tud an enez a veze graet ar Pheakianed anezho (diwar anv Pheakas), a vije deuet d'e saveteiñ, ha degemeret e voe neuze gant Nausikaa, merc'h d'ar roue Alcinos.