See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Poc’han - Wikipedia

Poc’han

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Poc’han

Ur poc’han boutin
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Charadriiformes
Kerentiad : Alcidae
Genad : Fratercula, Lunda
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh


Ar ger poc’han (boc’han, poc’hanig) a ya da envel meur a evn mor eus ar c’herentiad Alcidae, dreist-holl re ar genad Fratercula (d.l.e. breur bihan e latin, un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.

Taolenn

[kemmañ] Ar spesadoù

Meur a spesad a c’heller digemmañ :

Bremañ e lakaer ivez e-touez ar poc'haned (a-raok e veze lakaet e-touez ar godoged:

Ar poc’han boutin eo an hini anavezetañ.
Isspesadoù a zo da hemañ :

  • Fratercula arctica arctica (Poc'han Arktika)
  • Fratercula arctica grabae (Poc'han bihan)
  • Fratercula arctica neumanni (Poc'han Neumann)

[kemmañ] Doareoù pennañ

Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e bigos tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet peroked-mor. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv. Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz. Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.

Ur poc’han boutin
Ur poc’han boutin

Gant o divaskell berr met kreñv e nijont izel a-us ar mor. Pa vezont o neuial dindan an dour ez implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.

Poc’haned e Norvegia
Poc’haned e Norvegia

[kemmañ] Annez

Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just. Neizhiañ a reont en Island, en Inizi Faero, e Bro-Skos, e Skandinavia, en Douar-Nevez ha pelloc’h c’hoazh en hanternoz e Meurvor Arktika (Greunland, Svalbard). War douar-bras Europa e ouennont war aodoù hanternoz Breizh, evel da skouer en enez Eusa pe er Jentilez. Sevel a reont o neizh stok-ha-stok, war grec’h an tornaodoù. Neizhiañ a reont alies e garidennoù toullet ganto en douar pe e douarennoù konikled dilezet. Chom a ra ar par gant an hevelep parez a-hed e vuhez. En neizh e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 5 sizhun.

[kemmañ] Boued

Evel kalz a evned mor eus ar c’herentiad Alcidae, en em vagont diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto en ur splujañ, en donvor. Boueta a reont o flog diwar pesked bihan evel talareged pe gliziged. Barrek eo ar poc’haned da zerc’hel kalz a besked war un dro, a-dreuz en o figos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a vez war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o flog.

[kemmañ] Levrlennadur

  • (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Gwelet ivez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -