Planedenn-gorr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar planedennoù-korr a zo ur rummad korfoù-oabl hag a gelc'htro en-dro d'an Heol. Diazezet eo bet ar rummad-se e-kerzh emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha d'ar 24 a viz Eost 2006.
Ur blanedenn-gorr n'eo ket ur blanedenn.
An hini vrasañ eus ar planedennoù-korr-se eo Eris. Ploudon a zo ur blanedenn-gorr ivez, hag a zo e gwirionez un divblanedenn-gorr gant Charon.
[kemmañ] Termenadur
Hervez an termenadur bet degemeret d'ar 24 a viz Eost 2006 :
Ur blanedenn-gorr a zo ur c’horf-oabl (a) hag a gelc’htro en-dro d’an Heol, (b) hag en deus a-walc’h a vas evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur furm sferek (peuzront), (c) ha n’en deus ket distrobet trowardroioù e gelc’htro, (d) ha n’eo ket ur satellit.
Menegiñ a ra an destenn ouzhpenn : UAE a lakaio war-sav un argerzh evit merkañ e-barzh peseurt rummad lakaat an traezoù a zo war vevenn, pe blanedenn-gorr pe unan eus ar rummadoù all.
[kemmañ] Roll ar planedennoù-korr
N'eo ket diarvar c'hoazh roll ar planedennoù-korr :
E-barzh Gouriziad an asteroidiennoù
En tu-hont da Neizhan
War ar renk ivez E-barzh Gouriziad an asteroidennoù
- Vesta
- Pallas
- Hygiea
En tu-hont da Neizhan
- Sedna
- 2005 FY9 (moranvet "Easterbugsbunny")
- Orcus
- 2003 EL61 (moranvet "Santa")
- Quaoar
- 2002 TC302
- Varuna
- 2002 UX25
- 1996 TO66
- 2002 AW197
- Ixion
- Chaos