See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Oded - Wikipedia

Oded

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Oded
An Oded pa sav al lanv
Statud stêr
Hirder 56 km
Uhelder an eienenn  ? m
Kas keitat  ? m³/s
Gorread an diazad  ? km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
 ?
En em daol e Benoded Meurvor Atlantel
Ledander er genoù  ?
Andon  ?
Adstêrioù Stêr Deir, Froud, Jed
stêr - hidrologiezh

An Oded a zo ur stêr a ziskenn eus ar Menezioù Du e Gwalarn Roudoualleg (Bro-Gerne - Mor-Bihan) betek ar Mor Atlantel etre Benoded ha Kombrid. Dont a ra Benoded eus Ben + Oded : ur ger kozh eo Ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi.
Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed.
Evel hini ar stêrioù e Breizh, e renad a zo froudel ken e tegas dourioù-beuz e-pad an diskar-amzer hag ar goañv dre n'eo ket posupl d'an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekaat pa zeu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu.
E miz Kerzu 2000 eo bet beuzet darn eus kreiz-kêr Kemper pa ziruilhe an Oded 100 m³/sec.
A-raok skeiñ war du Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha roc'hellek anvet ar Stangalar (Stang Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien.
Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h.
Ur porzh-kenwerzh a zo bet staliet e penn an aber : ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabl.
En e benn, e Kemper, aber an Oded, 20 km he hirded, goude ur ganol-vor strizh, a ya d'ober ul morlennig anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn, etre Ploveilh ha Pluguen, en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh.
Kavet e vez anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet a oa an anv roet da Gemper evit abegoù politikel.

[kemmañ] Adstêrioù

[kemmañ] Riblenn dehou

  • Ar Gib
  • Gwazh Lanngelin
  • Ar Froud
  • Ar Stêr Deir
  • Gwazh Keriner
  • Gwazh ar Pont-Nevez
  • Ar C'horroac'h

[kemmañ] Riblenn gleiz

  • Gwazh Pont-Roudoù
  • An Dour-Kerdreored
  • Ar Jed
  • Gwazh kanol Toullwenn
  • Gwazh Sant-Kadou


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -