Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Niveradur roman - Wikipedia

Niveradur roman

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Ur pennad eus an heuliad

Reizhadoù niveriñ
eo ar pennad-mañ.
Sifroù arabek
Niveradurioù
arabek – armenianek
babilon – sinaek
koptek – egiptek
etiopiek – gresianek
gotek – hebraek
India – japanek
maya – mongol
roman
slav – thailandek
lec’hiadel

Implijet eo bet ar sifroù roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ, gant 7 lizherenn hepken, niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000. Ne anavezent ket ar mann avat, pe kentoc’h ne veze ket sellet outañ evel ouzh un niver. Gwelet Steradurezh hollek).

Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :

  • Kement lizherenn lakaet a-zehoù d'unan all brasoc’h pe kevatal he zalvoudegezh outi hec’h-unan a vez sammet ganti.
  • Kement lizherenn unanenn lakaet diouzhtu a-gleiz d'ul lizherenn all kreñvoc’h he zalvoudegezh a verk e ranker lemel an niver anezhi diouzh an niver zo war he lerc’h;
  • Bodet eo an talvoudoù en urzh digreskiñ, nemet evit an talvoudoù da lemel diouzh ar reolenn a-us.

Taolenn

[kemmañ] Notadur klasel

Notadur klasel
Sifroù
roman
Talvoudoù Talvoudegezh
I 1 ur biz / ur varrenn
V 5 un dorn / un ask
X 10 daou zorn / ur groaz
L 50  ?
C 100 Centium (kant e latin)
D 500  ?
M 1000 Mille (mil e latin)
V 5000 hag + M usskrivet (pe tenn eeun
testeniekaet abaoe an Henamzer)

Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. 1000, da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn.

Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us d'an niver evit merkañ ur faktor 1000 ha div varrenn evit ur faktor 1 000 000.


unanennoù unanennoù + 10 degadoù kantadoù miliadoù
1 = I 11 = XI 10 = X 100 = C 1000 = M
2 = II 12 = XII 20 = XX 200 = CC 2000 = MM
3 = III 13 = XIII 30 = XXX 300 = CCC 3000 = MMM
4 = IV 14 = XIV 40 = XL 400 = CD  
5 = V 15 = XV 50 = L 500 = D  
6 = VI 16 = XVI 60 = LX 600 = DC  
7 = VII 17 = XVII 70 = LXX 700 = DCC  
8 = VIII 18 = XVIII 80 = LXXX 800 = DCCC  
9 = IX 19 = XIX 90 = XC 900 = CM  

[kemmañ] Doare ober

Evit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehou. Mard eo brasoc’h pe kevatal ur sifr eget ar sifr zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e cheñch a reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.

  • XVI = 10 + 5 + 1 = 16
  • XIV = 10 - 1 + 5 = 14 (rak I zo bihanoc’h eget V)
  • DIX = 500 - 1 + 10 = 509 (rak I zo bihanoc’h eget X)
  • MMMCMXCIX = 1000 + 1000 + 1000 - 100 + 1000 - 10 + 100 - 1 + 10 = 3999
  • MMMMDCCCCLXXXVIII = 4988 (niver roman hirañ hervez an niver a arouezennoù)

N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare ober o deus kenvevet an eil gant egile (evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX). N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ.

[kemmañ] Implijoù

Implijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war skrammoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Pa vez graet e vez notennet ar sifr pevar evel-mañ IIII alies, ha neket evel-henn IV; d'ober bravoc’h eo traken. Evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III et IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV.

Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh.

Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-oban muioc’h a lizherennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’haller implijout an niver mann (0). Ouzhpenn-se e c’haller gant ar reizhiad dekvedennel skrivañ ar sifroù a-steud ar epzh a aesa klaz ar jediñ war baper.

[kemmañ] Skouerioù sifroù roman

  • 888 = DCCCLXXXVIII
  • 1000 = M
  • 1515 = MDXV
  • 1975 = MCMLXXV (1000+(1000-100)+(50+10+10)+5)
  • 2002 = MMII


ar c’hant niver anterin kentañ skrivet gant sifroù roman
I II III IV V VI VII VIII IX X
XI XII XIII XIV XV XVI XVII XVIII XIX XX
XXI XXII XXIII XXIV XXV XXVI XXVII XXVIII XXIX XXX
XXXI XXXII XXXIII XXXIV XXXV XXXVI XXXVII XXXVIII XXXIX XL
XLI XLII XLIII XLIV XLV XLVI XLVII XLVIII XLIX L
LI LII LIII LIV LV LVI LVII LVIII LIX LX
LXI LXII LXIII LXIV LXV LXVI LXVII LXVIII LXIX LXX
LXXI LXXII LXXIII LXXIV LXXV LXXVI LXXVII LXXVIII LXXIX LXXX
LXXXI LXXXII LXXXIII LXXXIV LXXXV LXXXVI LXXXVII LXXXVIII LXXXIX XC
XCI XCII XCIII XCIV XCV XCVI XCVII XCVIII XCIX C

Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Ober a raent gant abakennoù. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat.

[kemmañ] Adstummoù krennamzerel

A-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.

4 zo bet skrivet IIII e-lec’h IV (ar pezh zo un adstumm kozh e gwirionez). Dalc’het eo bet an implij-se en horolajerezh ma vez skrivet IIII evit 4 eur, evit aesaat al lenn war ur skramm ront ha plijout d'ar gweled dreist-holl.
a 80 da 400, e konter dre ugent, o lakaat ar sifr ugent (xx) da c’hallouder : da lavaret eo IIIIxx evit 80 :
e Breizh e veze implijet kalz an doare jediñ dre ugent-se gant an dud betek nevez-tre zo : 6 ugent a oa 120 da skouer;
evit ar c’hantadoù e c’haller merkañ an niver a gantadoù heuliet gant merker ar c’hantadoù (c pe, el liester ctz evit centz) evel gallouder : 300 a skrived eta IIIc(tz).

E skridoù zo eus ar XVvet hag ar XVIvet kantved ec’h implijer ivez :

  • ↀ pe (I) evit 1000.
  • ↁ pe I)) evit 5000.
  • ↂ pe ((I)) evit 10 000.
  • I))) evit 50 000.
  • (((I))) evit 50 000.
  • Met ne implijer ket an notadur-se evit notenniñ lamadurioù : 4000 a skriver MMMM ha neket MI)).

Diwallit ! Kudennoù zo gant merdeerioù Internet zo evit diskouez an arouezennoù unicode.

sifroù roman astennet
sifroù roman astennet

eo an arouezennoù evit 1000, 5000 ha 10000.

[kemmañ] Jediñ

Posupl eo e vije bet kaset implijerien ar reizhiad-mañ da anavezout disoc’hoù zo dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, ma ouient en a-raok petra a oa liesad XII dre XII e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h.

[kemmañ] Gwelet ivez

Jedoniezh | Sifr | Henroma | Reizhiadoù niveriñ

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com