Myron
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Myron (e henc'hresianeg: Μύρων, Múrôn), a oa ur c'hizeller en deus bevet en Eleuterae, ur gêr eus Attika, en Hellaz, e kentañ lodenn ar Vvet kantved kent J.-K.).
A-hervez e vije bet diskibl da Ageladas, evel Feidias ha Polikleitos, hag e savas ur bern oberennoù, hogozik holl en arem, en o zouez, hervez Plinius an henañ :
- Perseüs o lazhañ Medousa, a vez gwelet c'hoazh war an Akropol en amzer Pausanias ;
- un den-bouc'h oc'h estlammiñ dirak ur fleütenn ;
- ur Minotaor;
- Atena ha Marsias ;
- Herakles ;
- Apollon ;
- Delwenoù pentatleted eus Delfi ;
- Pancratourien ;
- Delwennoù ramzel eus Zeüs, Hera, hag Herakles ;
- un Dionisos war an Helion;
- un Hekate, e prenn ;
- ur vaouez kozh vezv ;
- ur stlaper kantoù, pennoberenn dont meur a zelwenn e marbr a dremen evit kopioù, an hini brudetañ o vezañ hini ar palez Massimo alle Terme.
Myron a savas ivez delwennoù loened. Komz a reer eus ur C'hi ha dreist-holl ur Vuoc'h deuet da vezañ brudet, a oa, en amzer Cicero, e-kreiz brasañ plasenn Aten, hag a c'halled gwelet e Roma goude betek 550.