Mikael
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mikael (pe Mickaël ha Mikaël en e stumm gallekaet) zo un anv-badez brezhonek, hag ivez svedek, a zeu eus an hebraeg : מיכאל. Talvezout a ra : "Piv a zo evel Doue?" (MI KA EL = MI : Piv? - KA : Evel - EL, berradur Elohim : Doue). E-touez meur a Vikael er Bibl e kaver an arc'hael Mikael. Rak-se eo deuet mat an anv gant tud eus kalz broioù gant un hengoun kristen.
Taolenn |
[kemmañ] Er yezhoù all
Amañ n'eus kaoz nemet eus an anv brezhonek Mikael pe e adstummoù. Evit ar stumm saoznek gwelit Michael, evit ar stumm gallek gwelit Michel.
[kemmañ] Stummoù brezhonek all
- Evit ar merc'hed : Mikaela.
- Evel eil anv-badez : Yann-Vikael, brezhonekadur an anv gallek Jean-Michel, a zeu da vezañ Yann-Kael a-wechoù, hag ivez Kaelig, ha Kelig;
- Mickaël hag a-wechoù Mikaël eo ar stumm brezhonek gallekaet.
[kemmañ] Sent kristen
- an arc'hael Mikael
Lidet e vez Mikael d'an 29 a viz Gwengolo.
[kemmañ] Rieien
Meur a rieg a oa anvet Mikael er broioù-mañ :
[kemmañ] Lec'hioù anvet Mikael e Breizh hag e lec'hioù all
- Bae Menez Mikael ar Mor, Bro-Zol
- Sant-Mikael-Keveger, Bro Raez
- Sant-Mikael-Plelann, Bro Sant-Maloù
- Lokmikael-an-Traezh, Bro-Dreger
- Lokmikaelig
- ur menez : Menez-Mikael-an-Are e-kichen Brasparzh
- Zouk Mikael ur gêr e Liban
Evit ar broioù all, gwelit Michael, Michel hag all.
[kemmañ] E yezhoù all
Kavet vez an anv en holl yezhoù Europa ha dre ar bed.
- Yezhoù keltiek
- Mícheál en iwerzhoneg
- Mihangel e kembraeg
- Yezhoù ouralek
- Mika e finneg
- Yezhoù finnek-ougrek
- Mihály e hungareg (Misi e anv-bihanaat).
- Gresianeg : Μιχάλης (distaget Michalis)
[kemmañ] Tud dibar anvet Mikael
- Mikael an Nobletz
- Mikael Madeg
- Mickaël Landreau
- Mikael Treger
- Mikael A Rusunan
- Mikael Sohier, talabarder ar strollad Diaouled ar Menez
- Mickaël Chamberlain eus ar strollad Dolly, marvet e Pornizh e 2005
- Mikael Pernfors ha Mikael Tillstrom, c'hoarierien tennis svedat
- Mikael Bauer ch'oarier tennis amerikan
- Mikael Åkerfeldt, kaner ar strollad Death Metal Opeth
- Mikael Tellqvist, Mikael Renberg ha Mikael Samulesson, c'hoarierien hockey war skorn svedat
- Mikael Nilsson, c'hoarier mell-droad svedat
- Mikael Forssell, c'hoarier mell-droad finlandat
- Mikael Löfgren biathlete svediat
- Mikael Håfström filmaozer svedat
- Mikael Martinsson, lammer-ski svedat
- Mikael Odenberg politikour svedat
- Mikael Appelgren c'hoarier tennis-taol svedat
[kemmañ] Traoù all
- ul laz-kanañ eus Plougerne, eus ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo anvet Kenvroiz Dom Mikael diwar anv Mikael an Noblez
- e-touez 33 delwenn Chapel Kervaria An Iskuit e kaver delwenn Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun).