Lord Voldemort
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lord Voldemort (ganet Tom Marvolo Riddle e saozneg pe Tom Elvis Jedusor e galleg) zo ur sorser drouk a glask ren war ar bed e romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. Er bestseller anvet Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) (1997) e teu da vezañ enebour-touet Harry Potter. Deskrivet eo evel ur sorser fall a glask dastum ur galloud hep e bar ha dont da vezañ divarvel. Kaz en deus ouzh an holl dud n'o deus ket galloudoù hud hag ouzh ar sorserien ganet diwar tud a seurt-se. Kement a spouron o deus ar sorserien all outañ ma nac'h kalz anezhe distagañ e anv ha ma reont dave dezhañ o lavaret "C'hwi-oar-piv" pe "An Hini-Na-Zleer-Ket-Envel." Memes e heulierien ne implijont ket e anv hag a ra anezhañ The Dark Lord ("An aotroù du", pe "Aotrou an Deñvalijenn").
Voldemort a gemer perzh en avanturioù holl romantoù Harry Potter.
[kemmañ] Gwezenn lignez Voldemort
Salazar Slitherin
|
?
?
?
?
?
|
Elvis Marvolo Gaunt
(?-war-dro 1927)
|
+--------------------+-------------------------+
| |
Merope Gaunt Morfin Gaunt
(War-dro 1907-1926) (War-dro 1905-1943)
|
Tom Marvolo Ridlle
(Lord Voldemort)
(1926-7vet bloavezh HP)
[kemmañ] Anv Voldemort
E Saozneg, Voldemort a oa anvet Tom Marvolo Riddle pa oa bet ganet. E galleg, avat, eo bet lakaet Tom Elvis Jedusor. En eil levr e tispleger e teu, « Lord Voldemort » eus anagramm e anv gwirion :
TOM MARVOLO RIDDLE → I AM LORD VOLDEMORT
Evel kalz anvioù e romantoù Harry Potter, « Voldemort » a seblant bezañ un anv a orin gallek. Gallout a rafer soñjal e teu eus « vol de mort ».
E troidigezhioù Harry Potter ha kambr ar sekredoù, eo bet kemmet anv orin Voldemort evit azasaat an anagramm d’ar yezh implijet. En embannadur polonek avat en deus choazet an troer, Andrzej Polkowski, chom hep kemm an anv, abalamour d’an diaez ma oa kemm an anagramm e doare ma klotfe gant ur frazenn reizh. N’eo ket bet troet an anv kennebeut en embannadur portugalek graet e Portugal, disheñvel diouzh hini Brazil.
Yezh | Anv gwirion | Anagramm | Troidigezh/notennoù |
---|---|---|---|
Galleg | :TOM ELVIS JEDUSOR | JE SUIS VOLDEMORT | Me zo Voldemort |
Alamaneg | TOM VORLOST RIDDLE | IST LORD VOLDEMORT | Lord Voldemort eo |
Brezhoneg | TELO VON MODEZ | Voldemort ez on | |
Katalaneg | TOD MORVOSC RODLEL | SÓC LORD VOLDEMORT | Me zo Lord Voldemort |
Daneg | ROMEO G DETLEV JR | JEG ER VOLDEMORT | Me zo Voldemort |
Spagnoleg | TOM SORVOLO RYDDLE | SOY LORD VOLDEMORT | Me zo Lord Voldemort |
Estonieg | TOM MARVOLON RIDDLE | MINA LORD VOLDEMORT | Me, Lord Voldemort |
Finneg | TOM LOMEN VALEDRO | MA OLEN VOLDEMORT | Me zo Voldemort : « Ma » zo ur stumm dispredet eus « Minä » a dalvez « Me » |
Gresianeg a-vremañ | ANTON MORVOL HERT | ARCHON VOLDEMORT | Lord Voldemort : « NT » e gresianeg a zo kevatal gant « D » |
Hebraeg | TOM VANDROLO RIDDLE | ANI LORD VOLDEMORT | Me zo Lord Voldemort : ar ger lord zo adkemeret digant ar saozeg met n’eo ket troet. |
Hungareg | TOM ROWLE DENEM | NEVEM VOLDEMORT | Voldemort eo ma anv |
Islandeg | TREVOR DELGOME | EG ER VOLDEMORT | Me zo Voldemort |
Italianeg | TOM ORVOLOSON RIDDLE | SON IO LORD VOLDEMORT | Me zo Lord Voldemort (En ur stumm prezek kozh-bras) |
Nederlandeg | MARTEN ASMODOM VILIJN | MIJN NAAM IS VOLDEMORT | Voldemort eo ma anv |
Norvegeg | TOM DREDOLO VENSTER | VOLDEMORT DEN STORE | Voldemort an den dibar |
Portugaleg (Brazil) | TOM SERVOLEO RIDDLE | EIS LORD VOLDEMORT | Amañ emañ Lord Voldemort |
Ruseg | TOM D. DVOLLODER REBUS | LORD SUDEB VOLDEMORT | Aotrou an tonkad, Voldemort |
Slovakeg | TOM MARVOLOSO RIDDLE | A SOM I LORD VOLDEMORT | Ha Lord Voldemort ez on ivez |
Sloveneg | MARK NEELSTIN | MRLAKENSTEIN | En degouezh-se eo bet kemmet an anv evit tennañ da hini Frankenstein, ha Mrlak a laka da soñjal er marv. |
Svedeg | TOM GUS MERVOLO DOLDER | EGO SUM LORD VOLDEMORT | Me zo Lord Voldemort (e latin) |
Tchekeg | TOM ROJVOL RADDLE | JÁ LORD VOLDEMORT | Me, Lord Voldemort |
Turkeg | TOM MARVOLDO RIDDLE | ADIM LORD VOLDEMORT | Lord Voldemort eo ma anv |