Logos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
logos (λογοs) a so ur ger gregaj oh sinifiañ "diskour", "prezeg". Kemered eo bed gant ar yezhoù all ewid sevel gerioù newez. Talvoud a rà neuse ar wrizienn-se kement ha :
- "siañs" : antropoloji, arkeoloji, ekoloji, etimoloji, klimatoloji, patoloji, psikoloji, teknoloji... pe c'hoazh lojik
- "pseudo-siañs" : astroloji...
- "reson" (pasenn ur brogressadenn aritmetik) : logaritm
- "corpus" : jenealoji, mitoloji, teoloji...
- "ar g-koms" : logotip (berraed da logo), logorrhée...
Ewid ar prefix "-logie", tud so a blijfe deze lakaad ar vrezhonegerion da lâred "logïes" (pe "logïec'h" sikén « e-barzh Gevred ar Vro »), gant ur /g/ e-gis an alamanted, oh lakaad anehe da voned e-neb d'ô natur, a so da lârad "loji" e-gis en galleg.
Implijed eo bed e-hunan (« ar logos ») gant filosofed ewid designañ « ar Reson o gouarniñ ar bed », hag gant ar relijïon gristen ewid designañ « ar Verb inkarnet ».