See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kontelezh Flandrez - Wikipedia

Kontelezh Flandrez

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Diwar-benn Kontelezh istorel Flandrez eo ar pennad-mañ. Diwar-benn Flandrez hiziv, gwelit Flandrez
Flandrez hag Artez e 1477
Flandrez hag Artez e 1477

Kontelezh Flandrez en em astenne gwechall war douaroù zo bremañ e proviñsoù Flandrez ar c’hornôg ha Flandrez ar reter e Belgia, e Flandrez Frañs e departamant an Nord, hag e kreisteiz Zeeland (pe Zeland) en Izelvroioù. En em astenn a rae Flandrez neuze war ur gorread 12 500 km².

Ur vro c’halloudus e voe Flandrez e-pad pell. Unan eus parelezhioù rouantelezh Frañs e voe ivez. Artez, zo bremañ e departamant ar Pas-de-Calais, a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez ivez, betek 1237, pa zeuas da vezañ ur gontelezh distag. Goude se e voe stag kontelezh Artez, a-vareoù, ouzh domanioù konted Flandrez.

E dibenn ar Grennamzer e oa Flandrez ur vro annezet-stank, e-keñver ar broioù all en Europa, gant kêrioù evel Gent, Brugge pe Ieper a veve diwar labour ha kenwerzh ar gloan dreist-holl.

E dibenn an IXvet kantved e voe stummet kontelezh Flandrez gant douaroù a oa a-hed ar mor etre Brugge ha Saint-Omer. Ar roue gall Philippe Auguste a glaskas lakaat e grabanoù warni en XIIvet kantved. Da neuze e voe rannet he douaroù : ul lodenn vras anezho a voe staget ouzh Bro-C'hall, tra ma oa stag re all ouzh kontelezh Hainaut ha re all c’hoazh e kontelezh Zeeland.

Met kontelezh Flandrez a zeuas a-benn da chom dizalc’h diouzh ar rouaned gall. Kêrioù Flandrez pinvidikoc’h-pinvidikañ d’ar c’houlz-se a zeuas a-benn da argas an armeoù gall, ha trec’h e voent en Emgann ar C'hentroù Aour (11 a viz Gouere 1302), e-kichen Kortrijk. Bleuniañ a reas kenwerzh Flandrez e-pad ur c’hantved c’hoazh, met mont a reas d’an traoñ tamm-ha-tamm, abalamour d’ar vosenn, d’ar Brezel Kant Vloaz etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz (1338-1453) ha da gevezerezh gwiadoù Bro-Saoz. Kalz a wiaderien eus Flandrez a guitaas o bro da vont da Vro-Saoz da vevañ en amzer-se.

Goude dimezioù etre noblañsoù e tremenas kontelezh Flandrez dindan dalc’h duged Bourgogn e 1384, evel ar broioù amezek. E 1477 e tremenas ar broioù-se dindan dalc’h an Habsbourged ha goude 1556 e voent staget ouzh rouantelezh Spagn.

Kornôg Flandrez a voe staget da vat ouzh Bro-C’hall gant armeoù Loeiz XIV, goude emglevioù sinet e 1659, 1668 ha 1678. Al lodenn-se, a reer anezhi Flandrez Frañs, a zeuas da vezañ unan eus proviñsoù Frañs a-raok mont d’ober an darn vrasañ eus departamant an Nord da vare an Dispac’h.

E 1715 e tremenas an Izelvroioù spagnol, pe Izelvroioù ar c’hreisteiz dindan dalc’h Aostria. E 1794 e voent aloubet gant an armeoù gall. E Flandrez e voe savet daou zepartamant (al Lys hag an Escaut). Goude ma voe faezhet Napoleon e teuas ar vro da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. E 1830 e teuas da vezañ ul lodenn eus Belgia a rannet e voe etre div broviñs, Flandrez ar c'hornôg ha Flandrez ar reter.

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -