Konan II (dug Breizh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
KONAN II (1040-1066) Darn eus hor roueed hag hon duged o doa komprenet e vije aesoc'h da Vreizh mirout he frankiz ma vije kresket un tamm mat etrezek ar sav-heol. O fal oa eta gounit douar, da vihanañ betek ar stêr Vezven, da lavarout eo betek kêrioù Laval hag Añje. Konan II a voe unan eus ar re-se. Ne oa nemet tri miz pa varvas Alan III e dad. E vamm, Berta, a renas da gentañ en e lec'h. Met Eozen Penteur, e eontr, breur Alan, a gemeras ar bugel. Menoz Eozen oa, hep mar, bezañ dug e-unan. Eneberezh tud uhel all, dreist-holl Jafrez kont Roazhon, a viras outañ da gaout e c'hoant. Konan a voe kurunennet e 1048 (ne oa eta nemet 8 vloaz). Ne renas e gwirionez nemet deuet d'an oad a 15 vloaz echu. Kerkent e rankas ober brezel da Eozen. Hemañ a voe trec'het e 1057. Neuze e voe ret ober brezel da Jafrez mab Eozen. E 1062_ hepken e voe graet ar peoc'h. Neuze e c'hoarvezas un dra iskis a-walc'h. Gwilherm, dug Normandi, a felle dezhañ bezañ ivez mestr Breizh. Konan, dug Breizh, a felle dezhañ bezañ ivez mestr Normandi. Pa voe gourc'hemennet da Gonan gant Gwilherm dont da douiñ sentidigezh outañ, Konan a roas urzh da Wilherm reiñ dezhañ Bro-Normandi, ha mont kuit da gemer Bro-Saoz ma karje (Edo Gwilherm oc'h aozan an dilestradeg e Bro-Saoz). Ha Konan da gerzhout diouzhtu betek Dol, a oa dalc'het gant Riwallon, mignon Gwilherm. Gwilherm a zeuas war sikour Riwallon. Konan a gilas. Gwilherm, o krediñ en doa bet aon razañ, a zistroas d'e vro. Ha Konan da zont adarre, da gemer Dol, ha da gas e arme dirak Kastell-Gontier. Hervez ar brud, Gwilherm a gargas un trubard da lakaat kontamm e korn-chase, brid-marc'h ha manegoù Konan, a varvas d'an 11 a viz Gwengolo 1066. Diaes-tre eo krediñ an istorioù-se, ken niverus, a dud kontammet. N'eus forzh penaos, ne vo anavezet ar wirionez biken. Pezh a zo, Konan a oa yaouank-flamm pa varvas. Er bloaz-se, Gwilherm a zouaras e Bro-Saoz hag a drec'has ar Saozon en Hastings. An huñvre gaer, sevel ur Stad vreizhek bras ha galloudus, a voe diskaret, ha diwar neuze ne voe spi ebet evit Breizh nemet klask tennañ he mad diouzh an tabutoù etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
En e raok: Alan III |
Rouaned ha Duged Breizh 1040 – 1066 |
War e lerc'h: Hoel II |