Kastor ha Polideükes
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kastor (En Henc'hresianeg Κάστωρ, Kástôr) ha Polideükes (Πολυδεύκης, Polydeúkês), er vitologiezh c'hresian, zo daou vreur anvet ivez an Dioskouroi (Διόσκουροι, da lâret eo « Mibien Zeus »). Breudeur gevell Elena Troia ha Klitaimnestra int.
[kemmañ] Mojenn
Ganet int bet e Sparta gant Leda. Hervez Homeros ez int mibien Tindareos o-daou. Desket o deus da Herakles an doare da embregañ ar c'hezeg ha d'en em gannañ gant armoù. Kemer a reont perzh en ergerzhadenn an Argonaoted. Mervel a reont o-daou etre skrapadenn Elena hag an dekved bloavezh seziz war Droia (Ilias, III, 236–244). Lakaet int da zoueed goude-se.
[kemmañ] Azeulerezh
E Sparta emañ al lec'h pennañ ma vezont azeulet. Pindaros a rae anezho « Merourien Sparta » (ταμίαι Σπάρτας, tamiai Spartas, Xet telenngan nemean, 52). Daou int evel rouanez Sparta. Gwareziñ a reont arme ar geodediz a gas atav d'ar brezel un hollad div vazh liammet etrezo hag anvet δόκανα, dokana en henc'hresianeg (diwar δοκός, dokos, an hordenn, ar varrenn)
Azeulet e vezont ivez en Olimpia hag en Aten e lec'h ma vezont anvet Ἄνακες (Anakes en henc'hresianeg, furm gozh eus al liester ἄναξ, anax, « an aotrou »), hag e Samotrake e lec'h ma vezont lesanvet Κάϐειροι (Kabeiroï).
Diwan a reas azeulerezh Kastor ha Polideükes e Tusculum hag e Roma ivez. E 484 kent J.-K. e oa savet un templ evite war forom Roma evit trugarekaat anezho eus o skoazell e kombat al lenn Regille. Alies e vez dalc'het bodadennoù ar sened eno.