Karkajou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
G. gulo
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Genad : | Gulo | ||||
Anv skiantel | |||||
Gulo gulo Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Ar c'harkajou (Gulo gulo) a zo an eil izel brasañ eus kerentiad ar mustelidae. An izel nemetañ eus ar genad Gulo. Teir isspesad ez eus :
- Gulo gulo gulo en Europa.
- G. g. luscus ha G. g. vancouverensis en Amerika
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Ar c'harkajou a zo un anevat tagos gant ur blevad gell e liv. Roudenoù melen en-deusalies war e gostezoù. Stank hag hir eo e greoñ ha ne vir ket an dour, ar pezh a zo talvoudus en endroioù yen evel ar re ma kaver ar garkajoued. Galloud a ra ar c'harkajou tizhout 25 kg ha 110 cm gant ul lost a 20 cm. Ouzh un arzh bihan eo heñvel gant ul lost hir. Ur c'hwezh fall tre a zo gantañ.
[kemmañ] Emzalc'h
Un hollzebrer kentoc'h eget ur c'higdebrer gwir eo ar c'harkajou. Kreñv tre eo ha galloud a ra lazhañ anevaled ken vras hag un elan. Kirvi-erc'h a vez o hemolc'hañ, ar pezh a zo un a beg a gudennoù er rannvroioù lec'h m'o deus ar c'hirvi-erc'h ur pouezh armerzhel bras. N'argas ket ar c'harkajou an dud met rak m'argado alies loened tapet en un trap e voe lazhet a lies gant trapperien gwechall. Kemer a reont ivez preizhioù digant preizherien arall evel arzhed pe bleizi.
Parañ a reont ar garkajoued e-pad an hañv met dizalet e vez plantadur ar fetus betek ar goañv. Menn ebet a c'hano ar barrezed ma n'eus ket kalz boued. Ar venned - tri pe pevar - avez ganet e-pad an nevez-amzer hag o oad-gour a dizhont goude ur bloavezh.
13 bloaezh a c'hell bevañ ar c'harkajou.
[kemmañ] Annez
Er rannvroioù arctek evel Alaska, hanternoz Kanada, Siberia ha Skandinavia e vev ar c'harkajou dreist holl. E gavout a reer ivez e Rusia hag er broioù baltek. Boutinoc'h e oa gwechall, avat. A-raok trevadennerezh Amerika gant an europeiz e kaved anezhañ betek ar Sierra Nevada e Kalifornia. Dianav eo poblañs a-vremañ ar garkajoued met n'eo ket bras ket o stankder, war a seblant.