Gioacchino Greco
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gioacchino Greco, lesanvet "ar C'halabrad", ganet tro 1600 e Celico, nepell eus Cosenza (Italia), marvet tro 1640 en Amerika ar C'hreisteiz.
Ganet e oa bet en ur familh paour. Meurc'hoarier echedoù, hini kreñvañ ar XVIIvet kantved, bet skrivet gantañ ur studiadenn a-zivout an echedoù hag a chomas dibar a-hed 150 vloaz. Bevañ a reas e Roma evel c'hoarier a-vicher, gwarezet gant tud uhel evel ar c'hardinal Savelli ha Francesco Buoncompagni. Beajiñ a reas dre Spagn, Bro-Saoz ha Bro-C'hall en ur vevañ deus e c'hoari. Heuliet en-dije un den meur a Spagn betek Amerika, an Antilhez emichañs.
[kemmañ] Un digoradur
1.e4 b6
2.d4 Fb7
3.Fd3 f5
4.exf5 Fxg2
5.Dh5+ g6
6.fxg6 Mf6
7.gxh7 Mxh5
8.Fg6# 1-0
Greco a-enep d'ur c'hoarier dizanv - 1619 - goude: 6. ... Mf6