See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Gavr (loen) - Wikipedia

Gavr (loen)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Gavr

(Capra)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Artiodactyla
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Caprinae
Genad : Capra
Anv skiantel
Capra
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh


Ar c'havr a zo ur bronneg, ur geotdebrer hag un daskirier, renket e kerentiad ar Bovidae hag en iskerentiad ar Caprinae. Doñvaet eo bet al loen-se abaoe an VIIIvet kantved d'an nebeutañ evit pourchas he c'hig, he c'hroc'hen, he blev ha alies-tre evit he laezh. Meur a anv rannyezhel a ya d'envel ar c'havr : bida ha bidiez.

Ul loen bihan a-walc'h eo, gwareget he c'herniel ha mibin-tre, graet evit lammat. Kavet e vez e kazi an holl rannoù eus ar bed, er menezioù aliezik a-walc'h. Ober a reer bouc'hed eus ar pared ha menned eus ar re vihan. A-wechoù e vez kavet givri gouez, met doñvaet e vezont peurvuiañ. Givri bihan o ment a vez kemeret da loened ti a-wechoù.

Meneg anezho zo er Bibl. Da skouer, pa laka Rebekka daou venn-gavr da vezañ fardet evel ur meuz eus ar gwellañ evit ma roje Izaak e vennozh d'o mab Jakob (da laret eo asantiñ desevel anezhañ goude ma'z eo bastard ar bugel) (Gn : 27: 9).

Eus anv kêr-benn Turkia, Ankara, e teu hini ar givri angora a vez maget evit o blev hir-kenañ ha ganto e vez produet ar mohair. Gant givri eus Kachmir e vez produet ur seurt gloan d'ober stamm anvet Kachmir.

[kemmañ] Yezh

  • Gevr ha givri eo liesteroù ar ger gavr.
  • Bouch (ur vouch, bouchoù), a vez graet eus ar c'havr ivez.
  • Gevrigoù-an-hañv (gavrig-an-hañv en unander) zo laboused.
  • Gevr-mor (gavr-mor) zo un anv all
    • a vez graet eus ar chevr, pe chifretez
    • ur c'hrilh-traezh.
    • ul labous, hervez Jules Gros
  • Gevr-menez zo ur ouenn givri-gouez a gaver er menezioù.
  • Gavrvoued zo un an all roet d'ar gwezvoud.

[kemmañ] Ar givri e Breizh

Gavr hag he menn en Australia. Bezet du, bezet gwenn Pep gavr a gar he menn. Furnezh Breizh .
Gavr hag he menn en Australia. Bezet du, bezet gwenn Pep gavr a gar he menn. Furnezh Breizh .

Anv zo eus givri emeur a ganaouenn-bobl, diwar-benn prosezioù ma veze barnet al loened-se, lakaet alies da vezañ furoc'h eget ar varnerien.

  • Ma c’havrig a oa fin Reas ur bromm d’ar barner, Sonioù Breizh Izel, levrenn 1, pajenn 40, Fañch an Uhel.

Anv eus givri zo e meur a dro-lavar hag e meur a grenn-lavar:

  • Tre (pe: evel) ma'z omp ez omp, da lavaras gavr ar Bonïeg.
  • Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -