Ankara
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ankara, (abet anvet Angora hag Ankiros en Henamzer), e Anatolia kreiz, a zo kêr-benn Durkia hag an eil vrasañ gêr ar vro goude İstanbul. Emañ prefeti proviñs Ankara enni ivez. Ankaraiz a vez graet eus hec'h annezidi. P'emañ Ankara e uhelded 850 metr, kevandirel eo an hin gant ur goañv yen-tre hag kalz a erc'h o kouezhañ hag un hañv tomm ha sec'h. Ul linenn metro hag ul linenn metro bihan (an "Ankaray") a zo bet staliet. Kavet e vez enni traoù modern ha traoù kozh (aspadennoù roman ha ur c'hreñvlec'h bizantiat). Poblañs (2005) : 5 153 000.
[kemmañ] Istor
Kêr-benn Durkia eo deuet da vezañ ar gêr d'an 1añ a viz Gouere 1923 e-lec'h Istanbul a oa bet hini an impalaeriezh ottoman, nebeur amzer a-raok m'eo bet embannet Republik Turkia gant Mustafa Kemal Atatürk.
Eus anv kozh ar gêr e teu an termen angora.