Garadenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Garadenn (ur c'haradenn) eo ar ger a vez implijet gant brezhonegerien zo a c'hoari echedoù eus ar gambetto italianek da lavarout eo aberzh ur pion pe ur pezh all da vare digoradur ur c'hoariadenn , kontrol d'ar sturienn ha ne dleer ket lezel pezhioù da vont da goll.
Kement-se a vez graet evit aesaat an arsailh, kaout lec'h, digeriñ linennoù, ha gounit amzer.
[kemmañ] Gerdarzh
Dont a ra ar ger italianek gambetto (anavezet gant Léon Gambetta a dra sur) eus gamba a zo gar, ha gambitare a dalv kement hag ober gar, diwar-se garadenn.
[kemmañ] Garadennoù a bep seurt
- Garadenn Benko
- Garadenn Blackmar-Diemer
- Garadenn Danois
- Garadenn Evans
- Garadenn Budapest
- Garadenn ar c'hreiz
- Garadenn an itron
- Garadenn Morra
- Garadenn Napoleon
- Garadenn roue