Kaozeadenn Implijer:Fulup
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Salud, Fulup, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Fulup. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae |
||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war ar pajennoù ar wiki |
||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl |
||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all |
||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia |
||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
-d +z chouchenn
trugarez evit da ditourou met re diaes eo evidon. chouchenn
Degemer mat ha gwir eo ez eus kalz a draou d'ober evit ma vo ar Wiki brezhoneg ur benveg da ledanaat tachenn ar brezhoneg e pep skiant, kelenn ha teknik hag ezhomm ez eus evit difraostañ anezhi eus muioc'h a arbennigourien ha troourien.
Ch. Rogel 23:10, 27 Jun 2005 (UTC)
trugarez evit ar reizhadennoù. bizskrivañ a ran ken fall ivez oc'h implijout ma yezh kentañ, met un difazier am eus evit ar saozneg (goût a ran ez eus unan e brezhoneg, met n'em em ket bet prenet anezhañ) Neal 4 July 2005 17:15 (UTC)
Hè espèce d'enculer de médeux t'aurais pas envie d'apprendre à parler avant de donner des leçons aux autres sans savoir de quoi tu parles. C'est d'ailleurs pour ça que je te parle en français car je ne parle le breton qu'avec des bretonnant que soit j'apprécie ou soie que je ne connais pas. Mais toi t'es vraiment qu'un résidu de capote trouée. Pov mec va lêcher ta mammig. PS. gant ma gwellañ gourc'hemennoù evel-just (sevended da viken)
Mat, da nebeutañ eo sklaer an traoù. Louzañ an dud hag en em guzhat a-dreñv d'un niverenn p'en em gaver gant unan na soñjer ket eveltañ... A-benn pegoulz ar c'hampoù-bac'h evit an dud fallakr a gred c'hoazh skrivañ e peurunvan ? Petra o deus seurt kozh kaozioù da welet gant spered Wikipedia. Diaes e vo desachañ tud nevez da gemer perzh en hor wikipedia gant seurt speredoù ken digor. Tremen poent eo kaout ur merour war hor wiki evit merañ an traoù-se. Fulup 15:50, 9 August 2005 (UTC)
Mais non, mais non il n'y a point d'insultes ici juste des évidences. J'ai du respect pour la merde, ça (ou il) a quand-même été chié par quelqu'un ce pauvre petit tas. A galon
Ne welan ket da betra e servichfe kaout ur melestrer (hag ur melestrer hepken, biskoazh kement-all !) : 1. Peurvuiañ war ar Wikipediaoù ez eus ur skipailh melestrerien dilennet hag e vez goulennet dezho m'o-doa diskouezet e oent gouest sevel un toullad pennadoù ha harpañ evit sevel pajennoù boutin (pajennoù, sikour, patromoù h.a.). 2. Ne vez ket dilennet ar velestrerien evit disaotrañ ar Wiki (pa 'z eus distruj pe gunujennoù), rak atebegezh an holl genskriverien eo . 3. Gwir roll ar velestrerien a zo nullañ ar pajennoù dizimplij ha bezañ tredeoged pa sav un tabut etre kenskriverien. Dezho da genskrivañ etrezho evit sevel ur menoz sklaer. Un drevez a zo war boent an doare-skrivañ, lezomp an traou evel m'emaint. Pa vo tri-c'hant den enskrivet e vo poent sonjal war aozañ dilennadegoù.
G.S. : Bez e c'hellez diverkañ ar c'hunujennoù a-us : mestr war da bajenn out.
Kê da vél var Template talk:Commons a-rôg hadlakad da zoère da vélet an trow ha nompass hadlakad ar pennad orin a oa : "roadoù" ha pass "roadennoù" evel peus kinniget. Réd é soñjal diw véch a-rôg cheñch-dicheñch ar pennad, just var-zigare ne blij ked dit ma skritur ne dalv ked ar boan dit lenn ar péz 'm eus kinniget amañ, ha bon ? braw é an demokratelez amañ var wikipedia Lip-Chopin 15:04, 11 August 2005 (UTC)
Degemeret mat am eus da gemenn mintin man (Gwener 36/8/05). Kavout a rae din em boa c'hwennet ar pennadoù e doare ma chomfent neptu. An danvezioù a veran a zo o flas en ur c'helc'hgeriadur a gredan, met ma gomzer eus ar Bibl da skouer, pe c'hoazh eus an Aeled pe eus Istor an emsav, se a zo danvezioù gwirion ha klasket am boa chom hep bezan tuek : diskouez fedoù ha rein ar ster anezho evit ar feiz kristen da skouer pe evit ar vroadelourien diouzh un tu all, hep kemer perzh er gaoz evel aozer. Klask a rin teurel evezh muioc'h eta hogen mat e vefe kas din evezhiadennoù RESIS ur wech an amzer da sachan ma evezh pa gouezhan en trapedoù merket ganit. a galon T. Gwilhmod --Gwilhmod 26 Aug 2005 à 08:16 (UTC)
[kemmañ] Tamm sikour...
Klasket em eus sevel ur pennad nevez, n'on deuet a-benn nemet da lakaat stlabez war 1 bajenn pe ziv...mezh warnon, c'hwitet em eus war un elfenn eus an argerzh war a seblant...
[kemmañ] Respont
Trugarez vras evit da gourc'hemennoù :) --Node ue 27 Aug 2005 à 05:02 (UTC)
[kemmañ] Brezhonekaat ar skeudennoù
Salud dit Fulup,
Evit brezhonekaat skeudennoù ar pennad Ezklozadur em eus graet gant Paint Shop Pro a c'helli kavout war ar wiad evit netra. Yun 30 Aug 2005 à 13:04 (UTC)
Ma m'eus kalon a-walc'h brezhonekaat a rin kartenn ar broioù gant Paint shop pro ivez (met kalz labour 'zo evit cheñch an anvioù) Paotr 30 Aug 2005 à 16:26 (UTC)
- Evit diverkañ ar gerioù hep diverkañ an diadreñv :
- Mard eo unvan (unliv) an diadreñv e c'helli ober ur c'hlik dehoù warnañ gant ar bibedenn. Neuze e teuio ar liv-se war wel er skouergorneg bet diuzet ha diverket.
- Ma n'eo ket unvan ha ma fell dit mirout anezhañ e vo kalz diaesoc'h: gallout a rafez brasaat ar skeudenn ha diverkañ ar skrid piksel-ha-piksel. Evel-just e chomo toulloù e-lec'h ar skrid diverket. Neuze e c'helli lakaat ar skrid brezhonek (un tamm mat eus an toulloù a vo kuzhet) ha goude se, leuniañ an toulloù gant an dorn (piksel-ha-piksel adarre). Kalon vat dit !
- Evit skrivañ er memes mod hag an destenn orin :
- Gra ur c'hlik kleiz gant ar bibedenn war ar ger kozh (a-raok e ziverkañ evel-just :-) evit pakañ liv al lizherennoù.
- Pa gliki war ar skeudenn goude bezañ kliket war ar bouton A (texte) e teuy ur prenestr war wel. Aze e c'helli diuzañ doareennoù al lizherenoù : anv, stil, ment, lizherenneg. Gant se e rankfes kaout un destenn vrezhonek heñvel a-walc'h (a-fet stumm) ouzh an hini orin.
Yun 31 Aug 2005 à 17:25 (UTC)
[kemmañ] logo Breizh
Salut dit,
Sur out ma n'eus copyright ebet gant al logo ?
--Paotr 11 Her 2005 à 12:38 (UTC)
[kemmañ] Treuzlizherennadur
ha sur out n'eo ket nag ezhomm na ret brezhonekaat treuzlizherennadur anvioù arabek (pe c'hoazh sinaeg, h.a.)? penaos ober evit ober hervez mod ar yezhoù all pa vezont skrivet 'sh' e saozneg pe 'ch' e galleg? 'yasser arafat' e vez ggreat outañ e galleg d'am soñj, met ne vefe ket resoc'h treuzskrivañ 'yasir arafat' e brezhoneg hervez ma vez distaget e anv en arabeg gant al lizherennopu brezhonek tostañ? Neal 11 Du 2005 da 15:18 (UTC)
respont.... da gentañ-penn e rankan lâret ne gomprena ket ar pezh eo sañset talvezout "degemeret eo bet" ar frzenn-mañ¡r-frazenn ha a c'heller klevet gwech ha gwech all evit digareziñ gerioù bet savet fall e brezhoneg? gant piv int bet degemeret - ganin-me ha gant meur a hini all n'int ket bet moarvat. gant re an here 'michañs? a-du on e ranker ober gant ar pezh a zo, met keit ha ma vez amzer marteze e vefe mat renkañ ha reizhañ un nebeut traoùgoù bet lakaat da vat gant geriadioù kent (h n'eo ket hini an here nemetken, evel-just). da lâret eo e vez labouret amañ c'hoazh gant tud barrek n'eo ket ken war ar brezhoneg met ivez war takadoù arbennik ha d'am soñj e vefe mat d'an holl degemer ali tud arbennigour war o zachenn kentoc'h evit hini ar re n'int ket- da skwer, me gav din furoc'h heuliañ ali un den a oar arabeg pe d'an nebeutañ unan a c'houvez penaos ec'h a war-dro ar yezh-se kentoc'h evit unan ne oar tamm ebet hag a zo techet d'ober hervez ar yezhoù all (europat, evel-just!) pa vez ret sevel treuzskrivadennoù evit anvioù arabek. n'eo ket kalz tra hag an darn vrasañ dioute n'int ket bet 'degeemret' gant hini ebet betek-hen, amzer eo bremañ neuze sevel erbedennoù.. setu an erbedennoù a ran-me neuze er c'heñver-mañ: treuzskrivañ kement son heñnvel hervez reolennoù reishskrivañ ar brezhoneg atav (ou kentoc'h evit u evit /u/ hag u evit /y pe c'hoazh c'h evit /x/ kentoc'h evit kh ha ch evit ar son /S/ kentoc'h evit sh ober gant un s evit ar son /s/ ha n'eo ket heuliañ ar saonzeng pe ar galleg dre implijoput daou ss). ne gomprenan ket tamm ebet abalamour da betra e vez skrivet burundoi met distaget bouroundi - marteze eo hennezh (evel meur a hini all) ur fazi bet silet e-barzh... evel-se em eus great evit brezhonekaat anvioù yezhoù afrika dre vras (ha n'eo ket anat a-wechoù - sellet a ran ivez ouh an anvioù orin ha n'eo ket nemet ouzh o anv e galleg hag e saozneg evit gwelet hag-eñ e vez un tu poelloc'h pe aezetoc'h d'ober e brezhoneg). evit ar pezh a sell ouzh treuzskrivadur an anvioù arabek, rusek hag all e vefe mat dimp klask sevel taolennoù ganyt kevatalderioù... (g.s.: n'eo ketheñvel tamm ebet afer 'pekin(g)' ha beijing, met kentoc'h un afer treuzkompren penaos e vije bet ret distagañ 'pekin'... hen goût mat a rez, sur, met mar fell dit e c'hellfen displegañ un tammig hiroc'h). ret eo goût hag-eñ e fell dimp treuzskrivañ pe treuzlizherenniñ, da skwer gresianeg 'gia' pe 'yia',
[kemmañ] Patrom IPA
ha posubl e vefe lakaat kentoc'h 'patrom LFE' rak evel-se em eus graet betek-hen e brezhoneg (lizherenneg fonetikel etrebroadel) diwar ar saozneg 'internatioanl phonetic alphabet' evit adkas berradurioù? trugarez ha kalon vat dit, Neal 23 Du 2005 da 17:28 (UTC)
Dispar eo ar meneger prim : ur sapre aezamant ! --Neert 20 Kzu 2005 da 20:28:53 (UTC)
[kemmañ] Trugarez evit da bostel
Salut dit Fulup, Ne blij ket din doare da skrivañ all eus peurunvan. Ne blij ket din Robin Hood o skrivañ atav e "niñportnaoueg". Setu perak kemer a ran an anv se. Ne skrivan ket mat brezhoneg met mat e vefe da reizhañ holl pennadoù skrivet e "Brésonèc tradissionèl". Petra soñj dit eus ar raktres? --- روبين هود
[kemmañ] Keltek ha keltiek
Ar skritur "keltek" zo ar gwir skritur hervez deveradurezh ar ger orin, an anv-gwan zo an dibenn "-ek" gantañ, evel "gallek", "brezhonek", "saoznek" ha kement zo... Hag an anv-gwan "keltek" zo graet diwar ar ger "kelt" ha neket "kelti" neuze n'eus ket ezhomm skriviñ "keltiek", zo ur fazi deveradurezh eo.
Bremañ-nomañ e c’haller ober gant an daou stumm (gw. geriadur favereau : http://www.agencebretagnepresse.com/dico/dico.cgi?dico=francais&key=celtique&buton=Traduire) mes ar c’hembraeg hag ar c’herneveureg a ra gant ar stummoù gwir "celteg" ha "keltek".
Neuze n'eus fazi ebet ganin skriviñ "keltek" ha n'eus ket ezhomm cheñch ma doare skriviñ evit ar ger-mañ... Arabat ober e-giz Buch a anv ar C’hresianed "Greekians" e lec’h "Greek"... lol
--Breizhadig 17 Kzu 2005 da 14:45 (UTC)
[kemmañ] Buzantion/Bizantion/Bizañs
Kavout a reer ar stumm "Buzantion" war geriadur Vallée ha "Bizantion" war geriadurioù Roparz Hemon. Gant Vallée e veze brezhonekaet an "upsilon" gresianek gant al lizherenn "u" (da skouer Olympiade olumpiadenn). Reizh e oa marteze. Met hiziv peurvuiañ e kaver "i" er gerioù amprestet digant ar gresianeg ha brezhonekaet (olimpek, oksigen, hidrogren, Bizantad eo a gaver e geriadurioù R. Hemon pe geriadur An Here). Gwelloc'h e kavan ober gant ar stummoù-se. --Llydawr 18 Kzu 2005 da 17:55 (UTC)
[kemmañ] Porched Babel
Kroget 'm eus da sevel ur porched diwar-benn ar yezhoù (Porched:Babel) dindan patrom an hani a zo e-barzh Wiki e Galleg mes n'eo ket naet pep-tra, gwelout a rin se warc’hoazh. N'ouzon ket penaos skarzhañ an daolenn deus ar porched neuze ma oarez pe ma 'teus soñjoù all, gra. Laosket 'm eus pep tra e-giz-se evit bremañ, re ziwezhat eo evit mont war-raok...
--Breizhadig 24 Kzu 2005 da 03:48 (UTC)
salut fulup, dre ma'c'h eo bet krouet ganit em boe c'hoant gwlet ganit petra a soñjez-te da gentañ eus ar c'hinnig-urzhiañ-mañ a-benn renkañ an doareoù-skrivañ en un doare skiantel ha poellek hag ivez kinning un tamm terminologiezh da vont da heul:
hervez Stubs (1989: 46-49)
- skriturioù / doareoù-skrivañ
- skriturioù piktografel (pe skeudlunel?)
- skriterioù gwirion (pe rik?)
- skriterioù logografel (pe yezhlunel?)/morfemennel (pe morfemek?), d.s. sinaek
- skriterioù fonologel / fonetikel (pe sonlunel?)
- skriturioù silabennek
- skriturioù silabennek rik (d.s hiragana, tsalagiek)
- skriturioù damsilabennek (d.s. etiopek)
- skriturioù lizherennek
- skriturioù kensonennel (abdjadoù), d.s. arabek
- skriturioù indezek (abougidaoù) - damsilabennek e c'hellfe bezañ ivez!, d.s devanagari
- lizherennegoù rik, d.s latin
a-hendall e vefen dedennet da c'hoût peseurt diskoulmoù a gavez evit ar c'hudennoù bet kaozeet diwar o fenn ganin war ar pajenn-gaoz stag ouzh ar pennad riezoù ar bed
mersi bras dit --Neal 4 C'hwe 2006 da 19:38 (UTC)
[kemmañ] Erispoe
El levrioù a implijan (Cassard, Guillotel... hag Elegoet meneget), eo merket eo e vab. Iskomandant Marc'heg 30 Kzu 2005 da 20:27 (UTC)
[kemmañ] XVIIIvet kantved
En degouezh-mañ e vefe gwelloc'h ober gant "Indez" eget gant "India" moarvat. Peogwir e reer peurvuiañ gant "India" evit envel ar stad vras zo bremañ (ar Republik anvet "Bharat" en hindi), tra ma reer gant "Indez" evit envel ar ranndir eus su Azia zo bet e dalc'h ar Saozon e-pad ur pennad mat ha meur a stad ennañ hiziv (Sri Lanka, India, Bangladesh, Pakistan). Gant "Kompagnunezh an Indez" e reer peurvuiañ pa reer anv eus ar c'henwerzh gant ar broioù-se en XVIIIvet kantved.--Llydawr 5 Gen 2006 da 19:56 (UTC)
[kemmañ] babel e galizeg
ma lârez din penaos ober ha pelec'h emañ ar bajenn-se: n'on ket ur mailh war afer ar patromoù. Neal 21 Gen 2006 da 13:07 (UTC)
[kemmañ] laka da anv
ale, tan de'i fukup, laka da anv da vezañ merour - n'omp ket a-du atav, met d'am soñj e vefes ur merour a-feson. Neal 22 Gen 2006 da 20:01 (UTC)
Petra eo ar grabotinell a gomzes ? Me zo o soñjal ober bruderezh evit ar Portal Lennegezh dre lakaat ar patrom
{{Portal al lennegezh/Lizher}}
e pajennad personel ar berzhidi. Petra soñjez eus se ?
Ankouet em boa afer ar grabotinell. Pa toa komzet eus an dra-se e oan aet da dreiñ ar gerioù autres portails. Gwelout a ran n'eo ket bet enrollet e-barzh istor ar pennad. Pe em eus ankouaet da enrollañ pe ez eus bet ur vankadenn gant ar wiki. Sur a-walc'h em eus serret ma "beajer" re brim. MP
[kemmañ] Emplantennoù-bronn : geriaoueg
Trugarez dit evit da c'hourc'hemennoù. Klask a ran ober gant geriaoueg Diwan (ouzhpenn 10 000 ger a zo evit ar skiantoù) daoust ma ne blij ket lod eus ar gerioù-se din. Ne vez ket aes atav rak meur a embannadur eus geriaouegi Diwan a zo bet, gant dibaboù disheñvel a-wezhioù. N'eus nag ur surjian nag ur mezeg ac'hanon ha soñjal a ra din ez eo dezho da zibab o geriaoueg arbennik. Hag ur medisin a zo er sal ? --Yun 29 Gen 2006 da 00:19 (UTC)
Pebezh enor a zo bet graet d'ar pennad : lakaet war bajenn an degemer ! Lakaat a rin ul liamm war-zu ar pennad evel ma vez graet er wikioù all : war an anv skrivet gant lizherennoù tev.
Kendrec'het on bet gant da arguzennoù evit dibab gel kentoc'h eget jel. Ouzhpenn se e vo aezoc'h eo da gompren dre skrid. M'en dare hag ober a ray e dreuz er yezh komzet avat.
Diwar-benn ar varrennig stagañ : n'ouzon ket hag-eñ ez eus ur reolenn. Kemeret em eus ar pleg da lakaat unan pa zoarean un anv kadarn gant un anv-kadarn all tra ma vije un anv-gwan e galleg pe e saozneg. Mat eo din cheñch ma 'z eus ur boaz pe ur reolenn bennak.--Yun 30 Gen 2006 da 19:48 (UTC)
[kemmañ] penaos treiñ hamaas?
- ha sur out e vefe reizh treiñ حماس evel jourdoul e brezhoneg? hervez ar geriadur arabeg-saozneg(-galleg) war-linenn [1] em eus gellet mont da deurel ur sell outañ setu ar pezh a vez kavet:
حَمَاسَة , حَماس glow , fervor , fervency , enthusiasm , hooray , heartiness , ardor , eagerness , keenness , fire , zeal , zealousness Arabic - French
حَمَاسَة , حَماس ardeur , brio , élan , empressement , enthousiasme , ferveur , feu , flamme , fougue , frénésie , furia , zèle
- gwir eo e vez kavet e favereau jourdoul: empressé, entrâinant met non ket sur hag-eñ ec'h eo hennezh stêr kentañ ar ger arabek hag a dennfe kentañ da "zèle" (intampi, gred??)
- ha neuze, p'ra soñjez? --Neal 29 Gen 2006 da 11:55 (UTC)
-
- ha marteze jourdoul, lañs: d'am soñj ec'h eo anavezetoc'h ster lañs evit hini gred... o vont war-du ar 4.000 pennad bremañ! --Neal 30 Gen 2006 da 09:28 (UTC)
[kemmañ] Tagadenn
ya, gwelet 'm eus. ret eo din anzav ne deuan ket a-benn da gompren penaos e vez graet seurt traoù - n'eus netra da c'hounez hag ouzhpenn-se ec'h eo aezet-tre hen ober. m'enfiñ, traoù hom amzer 'michañs :-(( a-hendall, petra e rankfomp ober bremañ evel merourion. e gwirionexz em boa lakaet ma anv peogwir eo ganin-me eo e oa bet kinniget kas da-benn seurt dilennadegoù ha n'on ket ur mailh war an traoù a denn d'an urzhiataerezh na tamm ebet. hag d'ar re n'o doa ket bet fiziañs en ennon e lârfen ne deuin ket da vezañ un diktatour ha ne gav ket din e c'hoarvezo kemend-all gant hini ebet all eus ar verourion ivez :-)) Neal 8 C'hwe 2006 da 19:25 (UTC)
--Paotr 8 C'hwe 2006 da 11:57 (UTC)
[kemmañ] Fazi e pajenn kentañ
Salud dit Fulup Ur fazi 'zo e pajenn kentañ gant al liamm. N'eo ket al liamm war al lizherenn ù eus ar ger "arzhoù". روبين هود
[kemmañ] Sesotho war roll ar yezhoù
Salud dit Fulup,
Ur bostel c'hoazh da lavar dit ez eus ur fazi e pajenn kentañ. Skrivet eo seSotho e-lec'h Sesotho e roll ar yezhoù. روبين هود
dre ma faot-me eo e oa bet graet gant seSotho dre levezon ar saozneg ma ra gant pennlizherenneoù evit anvioù ar yezhoù. ur rakger eo se- e er yezhoù bantouek n'eo ket hag a dalvez evit sevel anvioù yezhoù diwar gwriziennoù, ha kevatal neuze da -eg e brezhoneg. sothoeg (pe c'hoazh sotoeg'¡' ma vije brezhonekaet penn-da-benn) e vefe ret ober gantañ e brezhoneg evel zouloueg (<isiZulu), swahilieg (<kiSwahili) h.a. --Neal 10 C'hwe 2006 da 10:12 (UTC)
[kemmañ] foto da lemel
Gallout a ri lemel ar foto. Trugarez. MP 11 C'hwe 2006 da 12:34 (UTC) Ha poent eo ober dielloù gant tammoù eus da pajennad ;-)
[kemmañ] BR
See en:List_of_Internet_top-level_domains. BR is really the TLD used by Brazilian sites ([2]). I asked you to do that because many Brazilian users should access this Wikipedia meant the Brazilian one, but we use the pt:. Comments similar to "qual a língua desse site?" (what's the language of this site? I have seem it in the recent changes) are made here by Brazilians. I ask you only a small notice with a link to pt:, not a big warning like ch:. -- aflm
[kemmañ] diverket skeudennoù (hag un draig bennaket all...)
graet eo - diverket an holl nemet hini ceaucescu bet miret rak o soñj 'on sevel ur pennad diwar e benn p'am bo amzer (goude afer ar yezhoù!). un draig all. abalamour da betra ne deu ket war wel muic'h evit eizh yezh renk-ouzh-renk pa implijet patromoù ar babel? Neal 12 C'hwe 2006 da 18:43 (UTC)
[kemmañ] yezhoù yuzevek-romanek
ya, hen ober a rin evel-just. kas din un tamm gerig pa to achu. ha a rez ket bil, ne lakain ket Stad "Israel" e peplec'h ivez :-)) Neal 19 C'hwe 2006 da 11:55 (UTC)
- ac'hanta! re wir neuze ar pezh am boe skrivet-me a-raok: ret e vije he c'hemmañ a-benn lakaat 'zo anezhi ur yezh romanek bet levezonet gant an hebraeg, dreist-holl dre komer gerioù eus aryezh semitek-se. ha neuze e teu sklaer ar frazenn a deu da heul:
-
- "It exhibits a number unique phoneme changes in Hebrew loanwords."
> er yezh-mañ e vez kemmet-digemmet ar gerioù bet ampresete ganti diwar an hebraeg en un doare ispisial-tre ha ne vez kavet e yezh yuzevek ebet all Neal 19 C'hwe 2006 da 18:45 (UTC)
[kemmañ] Ul liv al evit ar yezhoù indezeuropek
Ha plijout a ra dit muioc'h al liv nevez am eus implijet er pennad diwar-benn al Ladinoeg? --J. Pokorny 19 C'hwe 2006 da 16:55 (UTC)
[kemmañ] Krouiñ pajenn nevez
Trugarez evit da gerioù kalonekaus. Mod all, evit krouiñ ur pennad e saosneg (pe e galleg, h.a.), ez eus tu ober dre lakaat ur gêr nevez barzh "search" er pennad digemer (http://en.wikipedia.org/wiki/Main_Page). Ha d'ar mare-se, ma 'n eus pennad ebet c'hoazh war an tem-se, e kinnigo wikipedia krouin ar pennad-se evel-man : "You can create this article or request it." Met gwir eo ez eus tu ivez ober gant an doare 'p eus laret din (ha na anavezen ket c'hoazh). Benoni 20 C'hwe 2006 da 23:59 (UTC)
Mat tre, trugarez! Benoni 21 C'hwe 2006 da 21:31 (UTC)
[kemmañ] Palestina
mat eo evit ar patrom nevezenti. mat eo :-) ha penaos e vez graet eus an Autorité Nationale de Palestine e brezhoneg? Neal 21 C'hwe 2006 da 07:04 (UTC)
ya, gwelet em boe just war-lerc'h - un evezhiadennig am eus lakaet da heul ivez ma'r fell dit mont da welet. --Neal 21 C'hwe 2006 da 09:54 (UTC)
[kemmañ] Darvoudoù/Gouelioù
Digarez ac'hanon. Emaon o paouez gwelout em eus cheñchet ur rummad nevez-krouet ganit, hep ober a-ratozh. Pa soñjan koulskoude e kav din e tegouezhfe gwelloc'h Gouelioù eget Darvoudoù evit Nedeleg pe Gouel ar Rouaned.--Llydawr 21 C'hwe 2006 da 20:54 (UTC)
[kemmañ] Ta marbouta
re wir! kemmañ a rin ivez titl ar pennad da heul ma n'eo ket bet graet dija... a-hendall e oan o soñjañ klokaat an daolenn gant treuzlizherennadurioù ispisial evit ar perseg. Neal 22 C'hwe 2006 da 13:03 (UTC)
[kemmañ] Taolennoù steredoniezh
Ya, n'ouzon ket petra oa an dra-se. Skarzhet int bremañ. Ne vestronian ket pep tra c'hoazh war mont en-dro ar Wiki. Iskomandant Marc'heg 22 C'hwe 2006 da 16:56 (UTC)
[kemmañ] Arouezennoù dibar
E-barzh boestig an arouezennoù dibar, ha ne vefe ket tu da gaout an arouezennoù ispisial a gaver er yezhoù keltiek all ? Evel w gant un tok, y gant un tok a gaver e kembraeg, aesoc'h e vije evit skrivañ ar ger "gw^yl" am eus bet da lakaat ! Iskomandant Marc'heg 22 C'hwe 2006 da 17:22 (UTC)
[kemmañ] Penaos skrivañ deiziadoù en un doare neptu?
Bez e c'hellfes mont da lakaat ur sell war an tamm kaoz-mañ ha reiñ da ali mar plij? [3] --Neal 24 C'hwe 2006 da 16:00 (UTC)
[kemmañ] pilipino ha tagalo
geo, daou bennad zo: tagalogeg ha Filipinezeg. marteze vije bet gwelloc'h ober gant filipineg pe c'hoazh pilipineg, ro din da soñj hag e vo cheñchet mar vez ezhomm. a-hendall n'eo ket gwall hag-eñ e ra dave an daou anv-se da div yezh disheñvel pe get. meurlarjez eo bremañ amañ ha ne vez ket labouret evel-just met pa tistoin d'ar skol-veur ec'h in da lakaat ur sell pizh war ul levr dispar diwar-benn an tagaloeg ez eus enni, ennañ un tamm displegadenn hir a-walc'h diwar-benn an diforc'h etre tagaloeg ha filininezeg/pilipineg. d'am soñj emañ heñvel a-walc'h an traoù gant bahasa melayu ha bahasa malaysia met n'on ket sur. --Neal 25 C'hwe 2006 da 11:02 (UTC)
- filipinezeg > filipineg --Neal 25 C'hwe 2006 da 11:14 (UTC)
[kemmañ] Kurów
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or en wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. Pietras1988 25 C'hwe 2006 da 18:25 (UTC)
[kemmañ] Kelc'hgeriadur h.a.
da skrivañ a ran un tammig evel merour rak feuket on bet un tammig hiziv o welet kement-mañ [4] pep hini zo libr da vrudañ e soñjoù el lec'hioù mar fell dezhañ evel-just, met d'am soñj ec'h eo un tammig re aezet mont da glask harp evit kas war-raok mennozioù personel a sell ouzh politikerezh ar wikipedia digant tud ne labouront ket warnañ (rak mar vijent o kenlabourat amañ ne vije ket bet ret o c'heloauiñ e mod ebet all evel-just). lâr din pezh a soñjez... --Neal 25 C'hwe 2006 da 18:32 (UTC)
- ya. ar gwir a zo ganit. ne ran ket bil e gwirionez - feuket gant an doare d'ober (pe klask ober...) n'eo ken. 'pezh a chale din ar muiañ eo an daore da lâret n'o ket demokratel un dra bennaket bewech pa ne saver ket a-du gantañ... --Neal 25 C'hwe 2006 da 19:06 (UTC)
[kemmañ] divrezhonekaet ar wiki?
salut fulup, n'oûn ket p'ra c'hoarvez hiziv met abaoe m'on luget eo deuet e saozneg adarre traoùigoù zo (my talk,, upload file, h.a.). ha gallout a ri mont da lakaat ur sell - n'oûn ket pelec'h emañ renket seurt traoù. trugarez dit --Neal 26 Feb 2006 da 09:50 (UTC)
[kemmañ] an etrefas
ur mailh zo ac'hanout ken ma'z eus! ul labour ramzel (div wech ramzel e gwirionez!). trugarez vras da vezañ renket pep tra ha ken buan al - goût mat a ra pebezh torr-revr eo seurt labour. --Neal 26 Feb 2006 da 19:32 (UTC)
[kemmañ] Pajenn Degemer
War ar bajenn Degemer e teu an deiziad e saozneg : Doare an 26 February 2006, hag evel-just n'eo ket liammet 26 February gant pajenn ar 26 C'hwevrer.--Llydawr 26 Feb 2006 da 22:19 (UTC)
[kemmañ] Dibab gerioù, ma choaz : ar perag
Laket 'm beus geografiezh e-lec'h douaroniezh abalamour ma vez implijet gant an aozer "geologiezh" ha "ekologiezh". Da berak e vefe implijet "douaroniezh" deus un tu ha "geologiezh / ekologiezh" deus un tu all. ret eo bezañ kempoell evit ma'z afe eeun an traoù war ar wiki. Ar Skalf 26 Feb 2006 da 22:28 (UTC)
[kemmañ] Robinhoudeg
salut dit! hiziv em eus gwarezet ar pennad robinhoudeg. n'oûn ket hag-eñ em eus graet mat pe get, met erru e oan skuizh gant doare tud zo da glask skarzhañ traoù pe lakaat anezhe da vont hervez o c'hoantoù personel e-lec'h derc'hel kont eus c'hoantoù ar gumuniezh en he fezh. ro din da ali, mar plij. --Neal 27 C'hwe 2006 da 11:46 (UTC)
[kemmañ] Ti chopin
Din ne blij ket an anv "ti-chopin", rak kompren a ran e vez gwerzhet chopinoù gant ar marc'hadour ennañ, ma n'eo ket un ti da ur Chopin bennak. Ti-chopinata a vefe gwelloc'h. Pe ti-gafeta, met n'on ket kafetaer. Kinnig a ran "leurgêr" (forom, kea!), Kêrflap, Kêrlatennoù, Plougomzoù, Toull-Kaozioù, Lan-Pil-Begoù, ha Doue 'oar petra c'hoazh. Votiñ ma karer.Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2006 da 18:14 (UTC)
[kemmañ] ouzhpennañ ul liamm
Salut dit Fulup ha mersi bras evit da alioù ha da zigemer. Pezh a blijfe din da c'hoût bremañ eo penaos ouzhpennañ ul liamm (Dafar bureveg) e-touez re an deknologiezhioù war ar bajenn degemer. Mersi dit evit da respont --Padraig Marc'heg 27 C'hwe 2006 da 19:26 (UTC)
[kemmañ] Japan
Ya! Iskomandant Marc'heg 28 C'hwe 2006 da 21:15 (UTC)
[kemmañ] Rummad pe pennad ?
Salut dit,
ya cheñchet em eus al liamm eus Urzhiataerezh war ar bajenn degemer, kavout a ran gwelloc'h evit a re o klask un dra, mont d'ur bajenn e-lec'h ez eus traoù da lenn. (war ar wiki gallek al ez eus ul liamm d'ar portal)
evidon-me e vefe mat
-krouiñ ul liamm d'ar rummad pa n'eus pennad ebet pe ur pennad goulo -Krouiñ ul liamm d'ar pennad pa 'z'eus traoù e-barzh -Krouiñ ul liamm d'ar portal pa 'z'eus unan
Petra sonjez ?
--Paotr 1 Mar 2006 da 07:12 (UTC) Barzh "pajenn skoazell em eus lakaet daou bennad berr nevez. A gredan. Bianchi-Bihan 1 Mar 2006 da 16:34 (UTC)
[kemmañ] Kartennoù
- Ya, tamm ha tamm e klaskin brezhonekaat ar c'hartennoù.
Lâr din ma chom skeudennoù da dreiñ estreget reoù ar broioù.. Gant plijadur 'vo graet ganin...
C'hwil-du siferniet 1 Meu 2006 da 21:16 (UTC)
- ouya..
Hounnezh a zo brav ! Stagañ a rin ganti warc'hoazh. Renabliñ a rin ar gerioù a vank din...
C'hwil-du siferniet 1 Meu 2006 da 21:28 (UTC)
- | hounnezh a drofen mat.. Pezh zo, n'on ket gwall sur kompren tout ar pezh a zo skrivet warni.
Gant sikour unan bennak e kemmfen ar skeudenn. C'hwil-du siferniet 1 Meu 2006 da 21:52 (UTC)
- reizhet vo fenoz.
Troet 'meus ivez kartenn doareoù skrivañ ar bed... Spi m'eus eo disi an droidigezh. C'hwil-du siferniet 2 Meu 2006 da 18:40 (UTC)
- Kempennet m'eus pep tra.
- Mat. Gwir eo.. n'em boa ket soñjet er skeudennoù ha ne servijont ket ken.. neubeutoc'h c'hoazh el liammoù.. nag ur vezh :o))) Fazi deraouer ! ;o)
C'hwil-du siferniet 2 Meu 2006 da 20:20 (UTC)
[kemmañ] Article request
Greetings Fulup, could you help me create a stub for this article? - It is based on the French article. 3-5 lines would be sufficient enough. Please. Your help would be gratefully appreciated. (I do not know what the correct title should be). Thanks -- Jason, 2 March 2006
[kemmañ] Ganedigezhioù / Marvioù
Pe n'em eus ket komprenet penaos ez a en-dro peotramant ez eus un dra a-dreuz er mekanik met meur a wezh on bet paket gant afer ar rummadoù marvioù / ganedigezhioù : s.o. Kalloc'h, Zidane...Penaos ober ?--Neert 2 Meu 2006 da 12:58:57 (UTC)
[kemmañ] ober ur rezi
demat Fulup
Plijout a rafe din goût penaos ober ur rezi war ur bajenn (tableau de données). Unan 'meus d'ober evit ar bajenn "pelleiler". Bon, a-hend-all eo kazimant echu ar bajenn-mañ ; gallout 'rez enrollañ anezhi er rummad "Dafar bureveg" mar teus c'hoant. Mersi bras dit
Rezi : ur seurt taolenn e vez renket roadennoù enni eo ur rezi hervez Preder (array e saozneg) N'ouvezan ket hag e vije tu ober gand ar ger taolenn evit un dra 'vel-se just a-walc'h ?--Padraig Marc'heg 3 Meu 2006 da 18:29 (UTC)
Nann nann, unan eo a blijfe din sevel ma-unan. Tresañ anezhi ma 'teus c'hoant.
(Ya, goût a ran met 'moa ankounac'het d'en em lugañ ha neuze ne oa ket tu da anavezout ganT piv e oa bet deraouet da skrivañ ar pennad - setu. Heummm, a-hend-all, am digarez da vezañ graet kement a fazioù !)
[kemmañ] Aotrou Kadiou
- Kompren a ran ar reolenn. Pa ouezin anv bihan an Aotroù Kadiou e c'hallin e ouzhpennañ. Kredet em eus lakaat ar pennadig-se diouzhtu daoust da se. Klask a rin pelloch. -- Matilin 4 Meu 2006 da 16:13 (UTC)
[kemmañ] Portal ar fizik
Evit gwir ez eo kalz ledanoc'h tachenn ar fizik eget an dachenn em eus pleustret war ar Wikipedia. Ne vije ket er portal-se nemet liammoù ruz. --Yun 4 Meu 2006 da 18:54 (UTC)
[kemmañ] Filip Oillo
Bonjour,
Sur le wiki francophone la fiche de cet écrivain bretonnant est proposé à la suppression.
[kemmañ] WikiHiero
Je bosse actuellement sur WikiHiero 2. Le site http://aoineko.free.fr n'est pas a jour mais quand je la ferai, je me ferai une joie d'ajouter la version en Breton. Merci. fr:user:Aoineko 5 Meu 2006 da 15:18 (UTC)
[kemmañ] taolenn
Dreist !!! Met e vije un tu d'ober unan ent emgefreek (un arc'hwel goulevet e-barzh Wiki ?)--Padraig Marc'heg 5 Meu 2006 da 17:30 (UTC)
[kemmañ] lec'hioù distagañ
laka ur sell war ar pennad-mañ, marteze e talvezo dit (ne oa ket bet aezet dit kavet gerioù e brezhoneg evit treiñ uvular ha pharyngeal ive me lâr dit!) Lec'h distagañ Neal 6 Meu 2006 da 07:59 (UTC)
[kemmañ] Brezhonekaat
Kinnig a ran brezhonekaat:
- cite this article, menegiñ ar pennad-skrid-mañ
- this page was last modified, an diwezhañ kemmoù er pennad a oa graet en deiz-se (en tremened n'haller ket ober gant "-mañ" hervezon-me)
- Bec'h am eus gant "content is available under". Kompren a ran ar gerioù, n'on ket sur da gompren ar ster anezho avat, evel evit ar braz eus ar gerioù teknikel amañ, pe e vent brezhonek pe vent gallek. Kinnig a ran: Implij danvez ar bajenn-mañ a zo aotreet dindan..."
- "Disclaimers" a c'houlfen a-walc'h digant Neal displegañ din petra eo.
- User contributions: pennadoù savet pe kensavet ganeoc'h.
- "Penndibaboù" ne gomprenan ket. Ur skouer eus ar gerioù teñval o ster. Marteze eo "Ar pezh a blij deoc'h ar muiañ?" Perak ne vije ket "dibabet" ober gant ar frazenn neuze? pe gant "Muiañ karet ganeoc'h", berroc'hik.
Marteze ne gompreno ket an holl pezh a glaskan:
- brezhonekaat evel-just
- dibab ur yezh eeun pa c'haller, plijus da gement Yann Vrezhoneg a zo, frazennoù (berr) pa c'haller evit sklaeraat ster ar gerioù a chom teñval (ha trist)pa vezont o-unan.
Ma torran penn an dud gant se e c'houlennan bezañ digarezet, met keit ma ne vo lavaret netra din... Bianchi-Bihan 6 Meu 2006 da 19:28 (UTC)
[kemmañ] Nil
- Graet eo. C'hwil-du siferniet 7 Meu 2006 da 23:08 (UTC)
- Laouen on gwelet e vez plijet tud zo gant ma zammig labour. Gwir eo, n'am boa ket re c'hoant ober war-dro wiki brezhonek pa oa tabutoù e penn kentañ. Bremañ a-drugarez da dud eveldout eo deuet da dennañ ouzh ur gwir benveg efedus. Gant ma pado... :o))) ha bec'h de'i evit tizhout an 50vet plas ! :o))) C'hwil-du siferniet 7 Meu 2006 da 23:21 (UTC)
- Ya re wir.. Start vo mont en tu all d'ar 45vet plas... Met ne ket ar pezh a gonto neuze.. Ur sapre labour a vo graet dija ma teuy a benn ar wiki brezhonek da dizhout ar plas-mañ. Ar pal goude vo bouetañ ha bouetañ anezhañ c'hoazh hag adarre evit ma teufe da vezañ unan eus ar binvioù klokañ e brezhoneg... Met gwir eo, ur gwir helebini eo klask gounid plasoù :o) C'hwil-du siferniet 7 Meu 2006 da 23:55 (UTC)
[kemmañ] Levi
Marteze e vije mat ober al liamm etre
- Levi ha Höss.
- Per Morvan ha Morvan.
[kemmañ] Yezhoù an Nil
ya, gwir eo, n'eo ket sklaer an traoù. klasket am eus ober gant stummoù oc'h achuiñ gant -ez (d.s. nilez- = -o e saozneg peurliesañ) atav pa vez implijet evel lostger hag implijout ar stummoù oc'h achuiñ gant -ek evit an anvioù-gwan (ds. nilek). ne glot ket atav neuze ar stummoù e brezhoneg hag er yezhoù all rak klasket am eus ober un un doare ingal hag e saozneg n'eo ket bet great evel-se atav da skwer. kudennoù a sav ivez gant lostgerioù all, da skwer turkic (turkek) kv. turkish (>turkek rik) pe c'hoazh bremañ balto-finnic kv. baltic-finnic hag am bije troet o-daou baltez-finnek. sur mat unan a vo great baltek-finnek anezhañ daoust d'ar reolenn am eus ijinet uheloc'h. lâr din da soñj, n'on ket a-enep kemmañ an traoù ivez evel-just :-)) Neal 10 Meu 2006 da 20:02 (UTC)
Evit ar yezhoù Nilo-Saharan az peus graet gant yezhoù nilez-saharek hag evit Nilotic languages az peus graet gant yezhoù nilotek. Ha ne vefe ket bet kenkoulz ober gant Yezhoù nilek (nilotic) ha yezhoù nilek-saharek (Nilo-Saharan) ? Katalaniz a ra gant Llengües niloticosaharianes, da skouer. Ezhomm am eus sklaeraat an dra-se evit ar pennad Nubia ha merzout a ran gant efreizh n'az peus ket pledet gant yezhoù soudanek an norzh evit c'hoazh. Met petra a rez eus da zevezhioù ma doue !
[kemmañ] Skrab
Ar pezh a oa, klasket ganin "Poc'han" gant skrab eeun, ha "kazeg"! Setu perak. Ret e vefe lakaat "Poc'han" da bennger neuze, ha "Poc’han” da adkas. Gra evit ar gwellañ. Torr-penn eo un tamm ar pennlizherennoù ivez evit ar c'hlask, setu abalamourda betra en em gaver gant "Bro Gozh ma Zadoù" ha "Bro gozh ma zadoù" moarvat. Rognogno 10 Meu 2006 da 20:18 (UTC)
[kemmañ] Yezhoù noubiek
noubek > noubiek. spi am eus n'em eus ket ankounac'haet tamm liamm ebet... a-hendall, evit ar pezh a sell ouzh nilez pe nilek 'on bet o prederiata un tamm ivez. setu, d'am soñj eo reizh ober gant nilez: e ckatalaneg e evz graet er memes mod, a-hendall e vije nil(otiqu)ès-saharianes neket? n'eus forzh penaos, evidin-me n'eo ket gwall sklaer hag-eñ e reankfer komer ar yezhoù romanek da skwer evit sevel ger e brezhoneg rak disheñvel eo o morfologiezh aliesig a-walc'h-Neal 11 Meu 2006 da 09:53 (UTC)
kaoc'h! hag ober a ri te pe ret eo din hen ober. a-du on evit e gemmañ evel-just :-)) --Neal 12 Meu 2006 da 15:46 (UTC)
[kemmañ] Request for article
Greetings Fulup!, Could you please help me write a stub for this article? - which is based on this French article just several lines would be sufficient enough. Your help would be appreciated (I do not know what the correct Brezhoneg title should be) -- Joseph, 05:25 Sul 12 Meurzh 2006 (UTC)
[kemmañ] boest kelaouin ouraganoù
d'ar pezh am eus komprenet, mank a ra deomp (er wiki brezhoneg) ar keleir eus ar class="infobox"
kempenet em eus un tammig ar patrom
ar pezh a zo anvet rummad= n'eo ket diskouezet war ar bajenn (met ar rummad lakaet amañ a zo ouzpennet er pennad), ret eo lak amañ [[Rummad:anv ar rummad]]
ne gomprenan ket petra e vez graet gant seurt= (ur patrom all {{{Category}}} a zo implijet er wiki saozneg
[kemmañ] Pajenn degemer
Kredet em eus cheñch un dra bennak war ar bajenn degemer : e plas titl ar pennad diwar Milošević em eus lakaet unan nevesoc'h savet ganin. Daoust ma n'omp ket gouest da nevesaat ar bajenn-se bemdez evel ma reer war ar Wiki-où all, em eus soñjet e oa mat cheñch ha diskouez ez eus buhez gant ar Wiki brezhonek.--Llydawr 17 Meu 2006 da 21:58 (UTC)
[kemmañ] An holloueziadur frank?
Kement ha lâret em eus digoret un diviz en Ti-Chopin (pegoulz e vo ar Poull-kannañ evit ober brezhonekoc'h?) war an droienn an holloueziadur frank a gavan souezhus ha divrav. Rognogno 21 Meu 2006 da 08:54 (UTC)
[kemmañ] Taj Mahal
Ya, evel-just ! :) N'am boa ket soñjet tamm ebet er gudenn-mañ.:o) C'hwil-du siferniet 22 Meu 2006 da 16:15 (UTC)
[kemmañ] Pablo
Ya, skort tre eo e bennad war ar wiki spagnolek. Souezhus a-walc'h. Mod all, n'em eus ket disoñjet treiñ kartenn Sina... Met gwall baket on gant troidigezh ar meziant Skype. Ha ne paouez ket ar re-se da ouzhpennañ traoù... :o) Buannoc'h ez eont evit ma zroidigezh 'vat, ha ne chom ket gwall amzer goude an devezh labour... C'hwil-du siferniet 22 Meu 2006 da 23:25 (UTC)
- Nag a labour ! :o))) Met graet vo pep tra, rez ket bil ;o)... Ya, goût a ouzon n'eo ket digor Skype.. met klask a rin kinnig dezho an droidigezh. Kavout a ran gwelloc'h kinnig ul labour peurachu. Ha mard eo nac'het ganto, tampir, ma hini vo e brezhonek moarvat :o). Pa vo peurachu e kinnigin da dud zo e zifaziañ mard eo degemeret gant skipailh Skype. Gant ma vo degemeret. C'hwil-du siferniet 23 Meu 2006 da 22:41 (UTC)
[kemmañ] Skype
Just a-walc'h.. darbet eo bet din kas al liamm-se dit ! :o))) Ya, digor a-walc'h int war an droidigezhioù moarvat. Kas a rin ur bostel war ar forom evit komz diwar-benn ar brezhoneg. Pezh zo, bresk un tamm eo deuet da vezañ ma saozneg :-O C'hwil-du siferniet 23 Meu 2006 da 22:53 (UTC)
[kemmañ] Digarez...
...n'em boa ket komprenet "takad an euro", soñjal a rae din e oa ur frazenn diechu pe hanter diverket... Gant da reizhadenn d'am gammreizhadenn eo deuet ar sklerijenn. Tachenn a glotfe gwell, d'am sonjig-me. Unan eus broioù an euro ivez.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 21:52 (UTC)
Ne gredan ket eo trawalc'h lakaat ur ger brezhonek e-kichen ur ger gallek evit ober un droidigezh, ha skouer "zone" zo splann ha heverk din. Lakaomp zone= takad. E gwirionez e klot mat ar panelloù keit ha ma chomer gant un dachennig strizh. Ha takad, din-me (gouzout a ran ne vo ket d'an holl), zo strizh ken ez eo. Ma laran un dachenn vras ne larin ket un takad bras. Ma vije kaoz eus "zone humide" e rafen gant tachenn (pe ur ger all: ur wern). "Zone euro", a zo un tamm ledan, se zo kaoz ne'm boa ket komprenet. Ha pa ne gomprener ket e kavan mat klask gouzout perak. Met marteze on pout. Pout pe get, sur eo ne rin ket gant takad evit ar "zone"-se er vuhez-mañ. Gwelloc'h e kavan ijinañ un "eurova" c'hoazh: n'eo ket gwall gaer, met aes a-walc'h da intent.
Kredet em boa gwelout Gallia tu bennak hiziv, se zo kaoz em boa krouet ar pennad, met goude klask ne gavan ket (marteze en ur wiki all?). Re hir ma devezh moarvat.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 22:42 (UTC)
[kemmañ] heñvelrevelezh pe heñvelreviezh
salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):
- heñvelrevelezh
- heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)
skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)
[kemmañ] implijer nevez
kae da lakaat ur sell war ar pajennoù-mañ. petra a soñjez? [[5]] [[6]] Neal 1 Ebr 2006 da 19:45 (UTC)
- a-du ganit. ne dalv ket ar boan ober netra e gwirionez, nemet sellet aketus ouzh ar pezh a ra... --Neal 2 Ebr 2006 da 10:37 (UTC)
[kemmañ] etrefas
hiziv pep tra e bzhg - dec'h traoùigoù e saozneg.--Neal 7 Ebr 2006 da 06:33 (UTC)
[kemmañ] afer merouriezh
da heul ar gaozeadenn bet kaset en-dro stag ouzh ar pennad Republikanouriezh ha liammet ouzh ar fed ma oa bet nullet ganin ar pennad Republikan e c'houlennan ali an daou verour all. ezhomm am eus da c'hoût hag-eñ am eus graet mat rak "taget" on bet da vezañ graet hervez ma mennozhioù personel-me (ar pezh na vefe ket reizh na tamm ebet evit ur merour, anat deoc'h). dav eo din goût petra a soñj ar verourion all, ha doujañ a rin d'ho alioù evel-just. Ho pediñ a ran lenn ar gaozeadenn-mañ Kaozeal:Republikanouriezh ha kas ho tiviz din-me, d'ar merour all hag ivez d'ar c'henlabourer bet savet ar pennad gantañ Implijer:Bianchi-Bihan. Trugarez.--Neal 8 Ebr 2006 da 07:47 (UTC)
[kemmañ] Tammoù labourioù ouzhpenn
Graet vo, rez ket bil. Met ne vo ket graet prim prim.. Paket on gant traoù all d'ar mare-se. Met graet vo koulskoude ! ;o) --C'hwil-du siferniet 9 Ebr 2006 da 08:35 (UTC)
- "un den prizius".. Arabat mont re bell ganti ;o).. Ne ran 'met ma zammig labour... :o)--C'hwil-du siferniet 10 Ebr 2006 da 09:55 (UTC)
- hehe.. nag a gemm-digemm ! --★C'hwil-du Siferniet★ 15 Ebr 2006 da 14:33 (UTC)
[kemmañ] Salud
Digarezit pour mon français et merci d'éventuellement traduire. Heureux d'avoir été le 239e implijer de wikipedia, surtout que je suis né en Breizh. Un jour ou l'autre, je serai aussi actif ici que je le suis sur esperanteg wikipedia, dès que je serai foutu d'apprendre les bases de la langue. En attendant, bon courage! Gwellañ gourc'hemennoù. Internaciulo 16 Ebr 2006 da 13:19 (UTC)
[kemmañ] Toutouig Lala
Mont a ran da gousket. Lod ac'hanomp a labour abred a-benn arc'hoazh !! Matilin 18 Ebr 2006 da 22:02 (UTC)
[kemmañ] Berradurioù
Gwir. Meur a dra a c'haller lavaret war pep berradur. BZH zo berradur Brit Air ivez. Ha nevez zo em eus bet keloù gant ur Saoz a oa o klask talvoudegezh KGB ouzh revr ar c'hirri! (Kollet Gant ar Boeson!). Rognogno 19 Ebr 2006 da 19:39 (UTC)
[kemmañ] Translation
Hi, Fulup! Could you help me translating two small aricles from Spanhish or English to Breton? Arges 24 Ebr 2006 da 00:05 (UTC)
[kemmañ] Kudennoù wiki / troidigezh etrefas ar Wiki / kinnigoù gwellaat tres ar pajennoù
[kemmañ] Etrefas
Gourc'hemennoù dit ha trugarez. Plijusoc'h e teu ar Wikipedia brezhonek da vezañ. --Yun 5 Gwe 2005 à 15:52 (UTC)
[kemmañ] Un nebeud traoù da reizhañ pe da staliañ
Evel 'm eus skrivet an dra dija, ne c'heller ket mont da sell ouzh Portal ar gumuniezh diwar ar bajenn Degemer.
- Goulenn a ran ma vo dalc'het d'ar ger portal (reishoc'h hag etrebroadeloc'h)
- Domaj eo pa ne gav ket an deraouidi an displegadennoù pennañ
- Unan eus ar mont-treoù d'an Ti-Chopin a vank ha koulskoude e vije ret implijañ anezhañ pa 'z eus cheñchamantoù bras er Wiki.
- N'eus ket ezhomm drevezañ ar Wiki galleg p'o deus lakaet Accueil Communauté e-lec'h Portail e-barzh ar wenodenn (path). Kleñved an "exception française"?.
Un dra all : Evit treiñ sysop eo bet implijet melestrer(ien) dija e-lec'h merour(ien) a ginnigez bremañ). Ma cheñchez, cheñch e pep lec'h.
Mesmestra evit treiñ saoz. Wikipedian. Kinniget em oa ober gant wikipedian(ed). D'am soñj, n'eo ket reizh ober gant wikipedour(ien). Ma ne vo ket degemeret wikipedian, ret e vo ober gant wikipediad a gredan.
Souezhet ha plijet on gant al labour ramzel hag efedus az peus graet memestra.
Ch. Rogel 8 Gwe 2005 à 21:32 (UTC)
Gwelloc'h eo kas ar gaoz war anv ar portalioù/porchedoù war bajenn gaozeadenn Portal ar gumuniezh ha rastellat alioù an holl. Ch. Rogel 13 Gwe 2005 à 22:03 (UTC)
[kemmañ] titloù berr evit pennadoù devezhioù ar bloaz
Salut dit, n'am eus ket ur meno war ar danvez-se, ret e vije ober ur votadeg marteze ? ret e vo cheñch ar patrom ha adanviñ ar pennadoù. Kregin a rin warc'hoaz krouet em eus ur votadeg amañ : Pajenn ar votadegoù
--Paotr 19 Gwe 2005 à 19:03 (UTC)
[kemmañ] patromoù taksoboest
En em goulenn a ran perak te 'peus krouet ar patrom-se, rak em boa krouet patromoù taxobox dija : Patrom:Taxobox Loen (hag implijet em eus ar patrom-mañ er pennadoù laboused.
Ma ne blij ket dit an anv taxobox gwelloc'h e vefe cheñch anvioù taxobox -> taksoboest
Petra sonj dit ?
--Paotr 3 Her 2005 à 07:06 (UTC)
Me am eus chenchet ar pennad Lepisma saccharina gand ar taxobox, lezet em eus an taksoboest "en commentaire". ma out a-du gant an dra-se n'eus nemet da nullañ an taksoboest e-barzh ar pennad. N'eus kudenn ebet ma fell dit gwelaat an taxobox.
--Paotr 4 Her 2005 à 06:39 (UTC)
Graet em eus ar cheñchamant evit ar Rummatadur klasel (trugarez dit evit difaziañ) met n'emaon ket a-du ganit evit al liester rak ar rummatadur-mañ a zo e latin e-barzh ar wikioù all, rak evel-se e vez graet gant ar bevoniourien. (n'eo ket mat implijañ anvioù boutin en ur rummatadur)
--Paotr 4 Her 2005 à 11:49 (UTC)
Salut dit,
setu ! cheñchet em eus liv an Taxobox plant, ha krouet em eus un Patrom:Taxobox Anv skiantel-plant, hag un Patrom:Taxobox Traoù all-plant
marteze e vije ur moaien furoc'h evit cheñch al liv met bon...
--Paotr 10 Her 2005 à 07:59 (UTC)
[kemmañ] Etrefas
Hi Fulup,
Please check your e-mail, I've sent you a message about the interface here :) --Node ue 12 Her 2005 à 19:47 (UTC)
Dispar e kavan an etrefas evel-just ! Brav eo gellet mont gant ar brezhoneg penn-da-benn ! Talvoudus e oa bet emvod dec'h, un toullad traoù am eus tapet ha diouzhtu eo un tammig bravoc'h ar pennadoù am eus savet (so Peres)... En dazont e klaskin kenderc'hel da dreiñ diwar ar saozneg (evit stourm ouzh gallekadur ar speredoù !) hag e rin un toullad pennadoù diwar brederourien bolitikel (evel Tocqueville) p'am bo adlakaet an dorn war deuliadoù ma studioù er skol-veur. Emberr ez in d'ar Faoued evit un dibenn-sizhun gant brezhonegerien all eus Naoned, Wiki ebet a-benn Disul ! Kalon vat. --Neert 11 Du 2005 da 14:50:41 (UTC)
[kemmañ] Pajenn degemer nevez
Salut dit Fulup !
ar bajenn zegemer nevez a blij din kalz, met en em goulenn a ran petra vo graet gant enebourien ar peurunvan ??
marteze e vije mat lañs ur votadeg war ar danvez ?
Kalon vat !
Yann
[kemmañ] boestpolitikel
Salut dit,
Ne welan ket ar pezh ne blij ket dit, ha n'am eus ket kavet ar patrom a orin er wiki saoznek. marteze te 'peus kempennet ar patrom dija ? n'am eus ket kalz amzer met gwelout a rin ma fell dit
--Paotr 30 Gen 2006 da 08:24 (UTC)
[kemmañ] Petra ober breman ?
Salut dit !
Ya Graet eo !
[kemmañ] Trugarez
Trugarez da vezañ degemeret ac'hanon d'an 18. N'em boa ket respontet abalamour ne ouien ket mont en-dro ur wiki. MP 21 Gen 2006 da 16:26 (UTC)
Fulup. Gant da cheñchamant ez eus bet ur bug ba'r walenn meus ijinet ba'r bajennad. Diouzh ret emañ a-zehoù. MP 21 Gen 2006 da 22:04 (UTC) & MP 21 Gen 2006 da 22:16 (UTC)
Gwalenn em eus lakaet evit ar ger saozneg ring ; pa vez staget traoù asambles war ar rouedad war-bouez ur bandenn hypertext. Aesoc'h an implij evit an dud evit an is-rummadoù. Diaes eo ober gant an is-rummadoù a-wezhioù. Da skouer sell ouzh ar pennad Albert Speer kuzhet en is-rummadoù: ]]Rummad:Torfedourien Nazi[[ > ]]Rummad:Naziegezh]] > ]]Rummad:[Gouennlazh]] > ]]Rummad:Lazhadegoù]] > ]]Rummad:Istor]] > ]]Rummad:Skiantoù_an_den]] >degemer. Ne ziskouez ket bezañ emsav.
N'hell ket bezañ ar walenn a-gleiz peogwir n'emañ ket titouroù ur pennad enni. A-zehoù ne lavaran ket. Ma fell d'al lenner mont pelloc'h gant an danvez Charhazad > Ali Baba pe Levr un nozvezh ha mil. N'eo ket skiantus ?! MP
N'em eus krouet mann ebet ha ne rin netra war danvez ar yezh nag ar yezhoniezh.
Adkemeret em eus pezh a oa e-barzh Roll ar portalioù er bajennad kentañ. A-fed ar porched-mañ e vefe ret lemel ar gerioù zo e-barzh hag adkas anezho d'ar porched:babel. Goude bezañ kroget gant portal al lennegezh e oa ret din ober war-dro danvez ar portalioù a ziskouez bezañ ur sikour evit an dud. MP 22 Gen 2006 da 18:46 (UTC)
Dav eo lemel danvez Yezhoniezh ivez hag a ziskouez bezañ marv. MP 22 Gen 2006 da 19:16 (UTC)
[kemmañ] wikipedia edittools
hervez ar pezh em eus komprenet :
n'eo ket implijet ar c'hod e-barzh ar pennad Monobook.js te peus kempennet :
da skouer an "infobulle" 'Ma fajenn implijer' n'eo ket diskouezet
anavezout a rez ur merour en ur wiki-all ? ret e vije goulenn diganto penaos ober evit lak ar Monobook.js da vezan implijet er wiki brezhonek
Paotr 14 C'hwe 2006 da 14:04 (UTC)
[kemmañ] Patrom brouilhed ekologiezh
- Gwelet em eus az peus krouet ur rummad "brouilhed ekologiezh". Evit poent em boa graet gant an droienn "danvez pennad". Ur rummad zo [[Rummad:Danvez pennadoù]]. Moarvat e vefe kenkoulz ober gant un droienn hepken. Tu zo dit cheñch pe, mar ne blij ket "danvez pennad" dit, ez eus tu da zigeriñ ar gaoz war ar pajennoù kendivizout evit kaout ali ar re all. --Fulup 16 Ebr 2006 da 13:52 (UTC)
- Graet 'm eus a-ratozh krouin ar patrom-se ('vel ma vez graet war ar wikipediaoù all). Kalz re a bennadoù a zo er rummad danvez pennadoù. Evel-se e krouan un is-rummad o tennan d'an ekologiezh, hag emichans e vo tu krouin is-rummadoù all evit ma vo sklaeroc'h an traoù. Met dre ar batrom heverk-se e tigouezher ivez d'ar rummad danvez pennadoù... Mod-all, penaos trein 'stub'? Brouilhed n'eo ket mat... Marteze 'vije tu ober gant steuenn, evel e kembraeg? Benoni 16 Ebr 2006 da 13:57 (UTC)
- Sur out ne faziez ket gant ar rummad "sac'h a bep tra" m'emañ pep tra mell-divell hag a zo anvet Labour A Chom ? Er rummad Danvez pennadoù n'eus ket gwall dra evit poent hag isrummadoù zo evit renkañ ar pennadoù dre zanvez. Gant "danvez pennad" eo am eus graet evit treiñ "stub" just a-walc'h. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:10 (UTC)
- Ah ya, n'anavezen ket ar rummad-se. Mat 'vefe tizhout anezhañ a-dalek ar bajenn digemer, mod all ne servij ket da galz a dra! Setu, cheñchet 'm eus ma fatrom. Benoni 16 Ebr 2006 da 14:25 (UTC)
- Trugarez dit. N'eo ket aes lakaat re a liammoù teknikel war ar bajenn degemer met marteze e vefe tu da glask lakaat muioc'h war wel ar patromoù-se e lec'hioù all, gwir eo. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:37 (UTC)
- Tu vije marteze ouzhpennañ ul liamm o kas d'ar rummad Danvez pennadoù dindan an titl 'A bep seurt' (traoñ ar bajenn)? Benoni 16 Ebr 2006 da 14:43 (UTC)
- Trugarez dit. N'eo ket aes lakaat re a liammoù teknikel war ar bajenn degemer met marteze e vefe tu da glask lakaat muioc'h war wel ar patromoù-se e lec'hioù all, gwir eo. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:37 (UTC)
- Ah ya, n'anavezen ket ar rummad-se. Mat 'vefe tizhout anezhañ a-dalek ar bajenn digemer, mod all ne servij ket da galz a dra! Setu, cheñchet 'm eus ma fatrom. Benoni 16 Ebr 2006 da 14:25 (UTC)
- Sur out ne faziez ket gant ar rummad "sac'h a bep tra" m'emañ pep tra mell-divell hag a zo anvet Labour A Chom ? Er rummad Danvez pennadoù n'eus ket gwall dra evit poent hag isrummadoù zo evit renkañ ar pennadoù dre zanvez. Gant "danvez pennad" eo am eus graet evit treiñ "stub" just a-walc'h. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:10 (UTC)
Ma klaskomp un dro-lavar ha ne vefe ket ket na "LabourAChom", na "danvez pennad", na "brouilhed", perak ne c'hellfemp ket ober gant divrazadur (ébauche hervez R. H.)? Stouv ne c'hell bezañ mat, pa ne m'eus ket kavet "bouchon" er geriadur Robert. bouchon a zo "boked" e galleg, an hini a veze lakaet war voger an ostalerioù (sellit ouzh lavar ar ganaouenn : "j'aperçois l'ombre d'un bouchon...") hag ivez hini lakaet war un ti m'eo echuet e vañsonerezh. --Ch. Rogel 16 Ebr 2006 da 17:26 (UTC)
Perak ober gant divrazadur, pa z'eo bravoc'h divrazañ? Gant ma vo divrzañ gwir, da lavarout eo brastresañ ar pennad. A-hend-all n'eo nemet un dam-rak-steuenn-ig.Bianchi-Bihan 17 Ebr 2006 da 16:19 (UTC) Pa sonjan, n'eus ket bet tennet ul linennoù bennak eus pajenn-gaozeal "Taol kalon"?
[kemmañ] Boestoù implijer
OK, klask a rin cheñch-se pa m'o amzer. Benoni 15 Ebr 2006 da 13:10 (UTC)
[kemmañ] Betawiki
[kemmañ] [Mediawiki-i18n] Internationalisation news
- Dear Fulup! We have started a new campaign to update the localization files. If you can help improuving the "{{int:Allmessages}}" – "Roll kemennoù ar reizhiad" files "LanguageBr.php" and "MessagesBr.php" to run the Breton projects please log in at [7], change the interface to the language of your prefrence at [8], go to Betawiki:LanguageBr.php and MessagesBr.php at section "contact persons" and list your name. We can start with the new messages translated already and continue step by step.
- If you are on IRC please visit the channel #wikipedia-BiDi.
- For other "LanguageXx.php" and "MessagesXx.php" files please see Betawiki:category:Internationalization. Thanks in advance! Best regards Gangleri · T · m: Th · T 13 Mae 2006 da 01:08 (UTC)
- Dear Fulup! Betawiki our special platform is operational again:
- You can reach me most of the time at the IRC-channel #mediawiki-i18n. Best regards Gangleri · T · m: Th · T 3 Eos 2006 da 21:17 (UTC)
[kemmañ] kudenn islinennañ
Goût a rez perak ez eo izlinennet an holl liammoù er wiki brezhoneg? Divalav ha displijus eo! Daoust hag-eñ e c'hellfes cheñch kement-mañ evit ma vije evel en holl wikioù all, da lavaret eo izlinennet nemetken pa tremen al logodenn war c'horre? Mod all 'zo savet ur gudenn teknikel an noz-mañ moarvat : 'n eus ket tu ken sevel pennadoù pe patromoù nevez dre lakaat ar gêr barzh "klask" ha gwaskañ war "kas". Daoust hag eñ e c'hellfes renkañ an traoù? Trugarez dit! Benoni 27 Mae 2006 da 08:39 (UTC)
[kemmañ] Botoù
Demat. Perak ne ya ket ken en dro ar botoù war ar wiki brezhoneg? An hini a save etrewikioù a oa pouezus-mat... Goût a rafes e adlañsañ? Benoni 27 Mae 2006 da 10:22 (UTC)
[kemmañ] Wikipedia:degemer, perak eo gwarezet ar bajenn bremañ ?
- Gwelet a ran az peus gwarezet pajenn degemer ar gumuniezh. N'on ket sur eo un dra vat. Mat eo d'ar muiañ a dud posupl kemer perzh er bajenn-mañ, a gav din. N'em eus ket gwelet e vije bet unan bennak o degas reuz warni nevez zo. Pa glasker degas kemmoù war ar bajenn e teu ur gemennadenn war wel a embann e ranker bezañ enskrivet evit gellout kemer perzh met ne lavarer ket e pelec'h e ranker en em enskrivañ. Perak eo bet prennet ar bajenn evit gwir ? Fulup 10 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)
- An holl wikipediaoù a warez o fajenn degemer. Un dra pouezus eo, pa ouezer pegen kizidik eo seurt bajenn. Met gwarezet eo nemetken a-enep d'an ip-où. Holl implijerien ar wikipedia brezhoneg a c'hell kemm ar bajenn-se a-dalek ar mare m'o deus krouet ur gont (war kalz wikipediaoù 'n eus nemet ar verourien a c'hell kas kemmoù d'ar bajenn degemer)... Benoni 10 Kzu 2006 da 17:59 (UTC)
[kemmañ] stummadur war ar jubenniñ (MALLUSIG)
Salud Fulup! Goût mat a ran n'eo ket amañ al lec'h mat evit seurt traoù,. met ne deuan ket a-benn da gavout da bostell ha n'on ket sur em eus graet mat war lec'hienn an ofis (n'eus moien ebet da welet war-eeun pehini eo ar postell) Penaos 'mañ kont abaoe an amzer? Abaoe keit all n'em eus ket bet klevet a geloù eus da berzh war ar wikipedia e brezhoneg. Ma, beuzet out sur-mat gant al labour. Met n'eo ket evit traoù a denn d'ar wikipedia an hini eo e skrivan dit hiziv met evit traoù all a denn kentoc'h d'an Ofis, rak gwelet am boa graet an deiz all e oa bet prenet gantañ un 20 bennak a selaouelloù evit ober war-dro an jubenniñ-prim e brezhoneg. Ha me da brederiata un tammig. D'am soñj n'eus stummadur ebet e Breizh, nag e Skolioù-meur ar vro, a ginnig ur stummadur sirius hag a-feson war micher an treiñ hag an jubenniñ. Sur-mat e kaver bloc'hadoù zo en aotreegezh-mañ 'n-aotreegezh a denn d'an d'an treiñ, met diouzh ma ouzon n'eus tamm stummadur ebet war ar jubenniñ-prim. Amañ avat, e Skol-Veur Vigo, ez eus un aotreegezh klok war an treiñ hag ar jubenniñ hag hervez ar studioù nevez hag a bad pemp bloaz ez eus tu da vont da arbennigourion/ez war ar jubenniñ ken ha war an treiñ adal ar pevare bloavezh dre genderc'hel gant kentelioù jubenniñ hepmuiken er pempvet bloavezh. Ha marteze e vefe tu da gas studierion/ezed a oar brezhoneg d'en em stummañ war teknikoù diazez ar jubenniñ dre tennañ gounid eus an eskemmoù Erasmus, piv 'oar. Pe c'hoazh klask kaout un doare emglev gant ar Skol-veur a-ratozh-kaer, piv 'oar. Amañ e vez kinniget, evel yezhoù-kentañ, ar spagnoleg pe ar galizeg ha d'a eil yezh ar galleg pe ar saozneg, Ouzhpenn-se e vez kaset da-benn kentelioù jubenniñ evit an dud o devez da derede yezh an alamaneg pe ar portugaleg ouzhpenn d'ar saozneg ha d'ar galleg. Stummet e vez an dud er pevare vloavezh war an teknikoù diazez (ober ran-me war-dro ar c'hentelioù-se evit an dud a dibab saozneg ha galizeg) ha neuze e vez kinniget kentelioù evit mont pelloc'h dre vras hag ivez war tachennoù resis (jubenniñ evit ar media, pe temoù teknikel a denn d'ar skiantoù) er pempvet bloavezh. Tu a vefe d'an dud dibab kentelioù ar pevare hag ar pempvet bloavezh war un dro hag ivez kemmeskañ yezhoù. Petra a soñjez-te? Mennozhioù personel din-me n'int ken – n'em eus ket bet tro d'o c'hinnig da hini ebet all dre amañ ha n'em eus pouez ebet e gwirionez war liveoù uhel melestradurezh ar Skol-Veur met mate e vefe d'am soñj a-benn kreñvaat al liammoù sevenadurel etre Breizh ha Galiza diouzh un tu hag ivez evit tennañ gounid eus un stummadur ez eus da gaout en ur vro hag a ra diouer d'eben.
Setu evit skrivañ din ez-ordinal mar fell dit ivez. E Breizh e vefomp ivez en hañv e miz Eost – marteze e vefe tu dimp da gaozeal?
[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 08:55 (UTC) (Merour)
[kemmañ] Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) (heuliad)
Salud dit ! Graet em eus ur c'hinnig war ar bajenn Kaozeadenn (d'al lun 6 a viz Du). Ne'm eus ket bet c'hoant lakaat ar c'hinnig-se war ar bajenn Votadeg, rak reuz a-walc'h zo war an dachenn-se dija... Skrivet em eus ur gerig da Neal, evel merour, da c'houlenn digantañ ouzhpennañ an dibab-se war bajenn ar votadeg, met ne'm eus bet respont ebet digantañ. Skrivañ a ran d'an daou verour all neuze. Evel Implijer:Ch. Rogel on lakaet diaes gant an doare da gas an traoù war-raok. Me a garje e vije meur a verour oc'h ober war-dro, da glask kaout un emglev ledan.--Llydawr 7 Du 2006 da 21:37 (UTC)
--Neal 22 Du 2006 da 14:09 (UTC)
[kemmañ] Adsevel Porched ar gumuniezh
Demat! Laouen hon o welet ac'hanout distro en-dro. Gant Neal emaon oc'h adsevel penn-da-benn Porched ar gumuniezh amañ. Laouen e vijemp ma 't eus amzer kas un tamm sikour war al labour borrodus-se. A galon, Benoni 6 Kzu 2006 da 22:58 (UTC)
- Deuet eo da vezañ "Porched ar gumuniezh" nevez dija. Met labour, ha kalz, a chom c'hoazh ;-) Benoni 8 Kzu 2006 da 18:45 (UTC)
[kemmañ] Iliada & Odisseia
Trugarez da vezañ reizhet Iliada & Odisseia. MP 9 Kzu 2006 da 15:53 (UTC)
[kemmañ] Kemm diwall
Resisadenn. Mil inervet e oan, setu an anv: Carlo Salvioli... Demat. Trugarez. Un draig a zo da gemm e Carlo Salvioli, ha ne zeuan ket a-benn... "Ur c'hemenn diwall eus an etrefas" A galon. Marvet e oa e 1930... Klaod.Kadbzh 10 Kzu 2006 da 10:47 (UTC) Un drugarekaat... A galon. Klaod.Kadbzh 10 Kzu 2006 da 19:23 (UTC)
[kemmañ] kemenn merour: Troia/Troja - lakaat urzh war ar bajenn gaozeal
re dechet e vezer a-wezhoù war ar wikipeia-mañ d'am soñj da glask lakaat da dalvezout kaozeadennoù o ren war pajennoù all bewech ma sav ur gaozeadenn nevez diwar-benn un dra bennaket all en ur glask difennt ur sav-poent personel kousto ge gousto dre distreiñ warnañ atav bewech ma c'heller.
- Goulenn da ali a ran neuze a verour da verour diwar-benn ar bajenn gaozeal-mañ Kaozeal:Troia evit klask aezaat ar gomz diwr-benn tem ar pennad stag outi. Ne dilec'hien tra ebet me evit poent rakaon da vezañ tamallet ur wezh all da herzhel ouzh an dud da lâret o soñj ha me 'oar me.
--Neal 10 Kzu 2006 da 12:01 (UTC) Trugarez. --Neal 10 Kzu 2006 da 12:48 (UTC)
[kemmañ] Pa vez ret e vez ret
- Distreiñ a ranker pa vez graet an traoù re vuan. Ur bern dibaboù zo kenstag, ha pa ne vez ket sonjet enne, pa ne gemerer ket amzer (evel ma vezer techet a wechoù war ar wikipedia-mañ) e c'hoarvez, hag e c'hoarvezo, d'an dud rankout peurstudiañ un dra ha ne oa bet nemet damstudiet.
- An tizh zo enebour d'ar studi.
- Ha kalz yac'hoc'h eo evel-se eget chom hep anzav ur fazi war-zigarez ez eo kozh, ez eus bet vot, pe me oar. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 17:46 (UTC)
- PS: Dibab ur ger n'eo ket afer ar verourien (a zo implijerien ivez): hini an implijerien eo, ar re a sav ar pennadoù. Marteze e vo hiroc'h an dibab, moarvat e vo ret d'ar verourien reiñ skoazell, met en anv doue hag ar sent, ra vo lezet an dud da gaozeal ha na zibabit ket en o lec'h etrezoc'h dindan pemp munut evel re alies.
- ??? eus petra zo kaoz amañ? Ne gav ket din bezañ embannet morse (na zoken soñjet) e neblec'h e oa an dibab gerioù da vezañ graet etre ar verourien. Fulup 10 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)
- Ma! Re bell on aet gant ma soñjoù. N'e'm eus ket laret se ivez. Lakomp em eus laret un dra a c'hallfe bezañ komprenet evel ac'h eus graet, pa n'eo ket evel se e oa da vezañ komprenet. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:11 (UTC)
- ??? eus petra zo kaoz amañ? Ne gav ket din bezañ embannet morse (na zoken soñjet) e neblec'h e oa an dibab gerioù da vezañ graet etre ar verourien. Fulup 10 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)
[kemmañ] Kartenn ar Wikipedourien
- Dispar eo an dra-se evit liammañ tud ar gumuniezh ! Mod all em eus savet ur blogig : http://bedig.over-blog.com/, lavar da soñj din...
--Neert 9 Kzu 2006 da 16:03 (UTC)
- Salut dit Lakaet em eus ma anv met n'ouzon ket petra eo ar c'hrec'h hag ar c'hleiz
--Paotr 22 Gen 2007 da 15:23 (UTC) Fiskal ! Trugarez dit
--Paotr 24 Gen 2007 da 14:51 (UTC)
- "Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien vrezhonek. Mar fell dit bezañ warni e c'hallez goulenn amañ : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 15:24 (UTC)"
- OK. Marteze e c'hellot gober war-dro evit ma lakaat (?). En Oriant emaon o chom. Kadbzh 24 Gen 2007 da 16:42 (UTC)
[kemmañ] Tro-lavar spagnolek
Setu un dro-lavar e spagnoleg talvoudus-tre evit dont a-ben da gompren evezhiadennoù tud 'zo:
Gant ma talvezo dit. A-galon ha degemer mat dit en-dro! --Neal 10 Kzu 2006 da 19:22 (UTC)
[kemmañ] Pennad eus an dibab
Perak bezañ savet ar pennad-mañ pa oa dija unan all anvet Wikipedia:pennadoù eus an dibab gant ul liamm war pajenn gentañ ar wiki? Fulup 10 Kzu 2006 da 21:36 (UTC)
- Peogwir ne anavezen ket ar pennad-se. Emaon o vont da cheñch al liammoù e Porched ar gumuniezh... Benoni 10 Kzu 2006 da 21:48 (UTC)
[kemmañ] Mediawiki
Ne gomprenan ket perak 't eus kemmet ar c'hemennoù m'oa brezhonekaet e Mediawiki. Kerzh da welet amañ. D'am soñj e oa poellekoc'h, ha d'an nebeutañ brezhonekoc'h, ar pezh am oa lakaet...Benoni 11 Kzu 2006 da 21:43 (UTC)
- Trugarez, ha gourc'hemennoù evit al labour a rez evit treiñ an etrefas e brezhoneg. O paouez kompren penaos e ya en-dro emaon! Benoni 11 Kzu 2006 da 21:59 (UTC)
[kemmañ] Kavet ganin, ha respont war-lerc'h
[kemmañ] Chom hep krouiñ pennadoù zo bet krouet dija
Salud dit, evel az peus lennet on bet kefridiet gant ma c'heneiled da rannañ un tamm kaoz ganit. Pal Wikipedia eo lakaat al lennerien da gaout danvez da lenn diwar-benn traoù a bep seurt. Evit ma vefe kavet aes ar boued a glaskont gant an dud e ranker frammañ ar benveg evit ar gwellañ. An danvez a rank bezañ kavet dindan un talbenn hepken evel en ur geriadur. Ma vez meur a ditl posupl evit ur pennad e ranker lakaat da bal en em glevet war ur pennditl er bajenn gaozeal. Goude-se e c'haller sevel pennadoù all, goullo, a adkas war-du an titl pennañ ma vo kavet ar boued. Tre evel az peus graet evit Céphalonie a adkas da gKefalonia (n'on ket sur e oa ret kaout ar stumm Céphalonie da bennger, met se zo un afer all avat)
- N'eus ken distruj. Met marteze e vo ret adstummañ pennadoù zo neuze.
Evit sevel adkasoù aesoc'h e c'hallez implijout an droienn #Redirect [[anv ar pennad]] e-lec'h skrivañ gwelout [[anv ar pennad]]. Evel-se e vo emgefreek an adkas hag an dud a c'hounezo amzer rak ur bajenn nebeutoc'h a vo da gargañ gant ar merdeer. Gallout a rez teuler ur sell war ar bajenn-mañ ivez (Skoazell:Ereadur_Wikipedia) a zispleg an doareoù da bajennaozañ ar pennadoù war ar wiki Pa vez krouet daou bennad disheñvel evit an hevelep tra war ar wiki e tegas muioc'h a labour d'ar verourien da glask renkañ an traoù war-lerc'h pa gavfe plijusoc'h pep hini ober war-dro e bennadoù dezhañ e-unan eget bezañ rediet da adkempenn pennadoù ar re all. Setu, mar plij, taol evezh ouzh an dra-se ha gra ur striv evit chom hep lañsañ pennadoù nevez a zo anezho dija dindan un anv all. Trugarez dit en a-raok. Fulup 11 Kzu 2006 da 21:02 (UTC)
- Evel am eus skrivet uheloc'h, n'eo ket ar wirionez en e hed a zo bet dispaket gant ar re all, ha primoc'h eo bet Neal ha Benoni gant o zamalloù eget gant o selloù: ur pennad zo e oa bet boulc'het Itaka ganin, aes e oa dezho gwiriañ, pennad ennañ gerioù evel Ulises, anat dit.
- Mar deo ret sellout a-raok sevel ur pennad (penaos ober: divinout bep taol?) e talv marteze an ali evit an holl, ha neuze e talv ivez evit an den en deus savet e bennad hep sellout ouzh ma hini: gortoz a ran gwelout ar c'hemenn a vo kaset dezhañ.
- Me n'on ket bet o lakaat freuz neblec'h, unan zo bet e-barzh Ulises, ha sklaer a-walc'h piv eo. Me marteze, keta? Bianchi-Bihan 12 Kzu 2006 da 04:19 (UTC)
[kemmañ] Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek
Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[11]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:53 (UTC)
[kemmañ] Pennadoù doubl hag all
Laka ur sell war ar pennadoù-mañ ha ro din da soñj p'az po amzer mar plij.
- N'eo ket wikipedia ur geriadur:
- Paotr - savet re evel ur geriadur. da gempenn penn-da-benn.
- Pennadoù doubl ha/pe N'eo ket wikipedia ur geriadur:
(gwelloc'h e vije bet d'am soñj sevel ar pennad Maouez hag e glokaat kentoc'h evit sevel pennadoù doubl heñvelster...) --Merour (N) 12 Kzu 2006 da 19:43 (UTC)
[kemmañ] Egipt
Gourc'hemennoù evit da labour war Egipt, brav-kaer. Fulup 8 Kzu 2006 da 19:06 (UTC)
- Graet t'oa pennadoù a feson war douaroniezh Egipt ivez. Michañs t'o amzer kenderc'hel. Chom a ra lod da sevel c'hoazh, evel Delta an Nil pe Kataraktoù an Nil ;-) Benoni 13 Kzu 2006 da 22:36 (UTC)
[kemmañ] gwezenn lignez
Bennozh Doue dit! Tiegezh Roazhon Alar 23 Gen 2006
[kemmañ] Krafoù rummata
[kemmañ] Rummata pishoc'h (respont)
ya, hen goût mat a ran. ar pezh zo, hag se em eus bet tro da lâret meur a wezh, ne deuan ket a-benn da sevel isrummadoù er rummadoù a fell din.... un den all a ranko renkañ kement-mañ war ma lerc'h siwazh! Neal 1 Kzu 2005 da 19:00 (UTC)
[kemmañ] Rummad:Implijer cy
Ur fazi zo en em silet en testennoùigoù kembraeg : mankout a ra "'r" ar ger-mell etre ar verb "mae" hag ar rener "defnyddiwr" : Mae'r defnyddiwr hwn (pe Mae'r defnyddiwr 'ma).--Llydawr 7 Gen 2006 da 14:11 (UTC)
[kemmañ] Rummad:Bevoniezh Aostria
Dre fazi moarvat 'peus krouet ur rummad Bevoniezh Aostria ma kaver un isrummad Bevoniourien Sveden. N'on ket gouest da reizhañ an dra-se.--Llydawr 11 Gen 2006 da 22:25 (UTC)
[kemmañ] Anvioù rummadoù
- Trugarez dit evit da respont diwar-benn ar rummadoù evit an ergerzherien. Cheñchet em eus Rummad:Ergerzherien Danmark e Rummad:Ergerzherien danat, met war-lerc'h n'ouzon ket penaos ober.--Llydawr 2 Ebr 2006 da 20:22 (UTC)--Neal 8 Ebr 2006 da 07:47 (UTC)
[kemmañ] Votadegoù
Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)
[kemmañ] Tabut etre Implijerien / goulennoù hanteriñ
[kemmañ] Tabut Neal / Bernez Bernioù pe Bianchi-Bihan
[kemmañ] Afer merourezh all
A-divout ar pennad Frañsez an Eil pe Frañsez II
Setu ar gerig am eus kaset da Vianchi-Bihan). Roit din ho soñj mar plij.
Da skrivañ a ran ar wezh-mañ evel merour (kaste e vo un eilskrid d'ar verourion all). D'am soñj n'emañ ket sklaer evidout penaos ec'h a en-dro ar wikipedia , rak daoust ha m'emañ gwir e c'hell pep hini sevel ar pennadoù m'en deus c'hoant, pa sav un tabut wra ar pennad-mañ'r-pennad e vez klasket kaout un diskoulm dre en em glevout ar gumuniezh en he fezh kentoc'h evit ober dre c'hoantoù personel pep hini. marteze ne blij ket d'an holl, met evel-se emañ an traoù. Pa vez kemmet-adkemmet ur pennad hervez c'hoant tud disheñvel o savpoent e vez graet ur bezel outañ war ar wikipedia hag aze emañ ar verourion evit klask o diskoulmañ. d'am soñj ec'h eo gwell klask kaout un emglev a-raok mont da vrezeliñ. Betek-hen war an afer-mañ, pa seller ouzh ar gaozeadenn staget ouzh ar pennad, emañ e teu sklaer ec'h eus un den a sav a-du gant un titl resis (te) ha tri den all hag a sav a-du gant un titl all. Betek ma vo bet roet o ali war an afer-mañ tud all e adkasin ar pennad d'ar stumm ma sav a-du gantañ betek-hen an darn vrasañ a dud bet roet o ali war ar bajenn gaozeal. Damarezet e vo ar bajenn ivez ha lakaet ur menneg warnañ a divout an tabut. Ne vern gant piv e oa bet kroget ar pennad evel-just, daosut ma ma vefe diseven, anat dit, kas da benn seurt kemmoù hep ma kemerfe hi/eñ perzh er c'hoazeadennoù. Hag arabat mont da grediñ ivez e warezan ar pennad-mañ hervez ma c'hantoù terminologel-me, rak daosut hag emañ gwir em eus lâret e vefe gwell din implijout ar stumm "Frañsez II" dre skrid, n'em eus lâret mann ebet diwar-benn ar fed ma rankfer ovber gant ""Frañsez Daou" pe "Frañsez an Eil" dre gomz.--Neal 26 Ebr 2006 da 18:59 (UTC)
[kemmañ] Stankañ kont un implijer
Aet on un tammig skuizh gant emzalc'h personel Bianchi-Bihan na gompren ket pe ne fell ket dezhañ kompren reolennoù mont-en-dro diazez ar wikipedia. Gantañ e vez tabutet muic'h eveit sevel pennadoù ha ne ra nemet diouzh e c'hoantoù personel, evel ma disklêrias-eñ e-unan, hep derc'hel kont eus ali ar gumuniezh.
Kaset em boa dezhañ dec'h un tamm gerig o klask lakaat anezhañ da diwall un tammig ha da doujañ ouzh ar reolennoù diazez met war a seblant ez eus bet savet gantañ ur pennad a-ratozh-kaer evit kenderc'hel gant un tabut hag a ren war ur pennad all ha hervez an darv vrasañ eus an dud bet roet o ali war an tem-se war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se e vez savet a-du gant un diskoulm disheñvel diouzh an hini difennet gantañ. da lâret eo, kollet gantañ war un dachenn ec'h a da gas an hevelep brezel war un dachenn all.
Sellit ouzh (hag ar c'haozeadennoù stag oute):
Skuizhus eo ha n'eo ket mat seurt emzalc'hioù evit ar raktres dre vras d'am soñj.
Ne blij ket din seurt traoù, met ne welan ket penaos ober hep lâret dezhañ e vo stanket e gont ra ne gemm ket e doare-ober. met a-raok stankañ e gont e fell din kaout ali ar verourion all. kaset eo bet ar gerig-mañ da:
Neal 27 Ebr 2006 da 07:10 (UTC)
Serr ma c'hont, paotr, ha chañs vat. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2006 da 08:19 (UTC)
d'am soñj emañ faziet Bianchi-Bihan - ganin-me eo bet kinniget stankañ e gont (ha n'eo ket serriñ anezhañ).--Neal 27 Ebr 2006 da 08:48 (UTC)
[kemmañ] Tamalloù grevus em c'heñver
Salut dit, Da skrivañ a ran rak skuizh on aet gant stad an traoù dre amañ. Klasket am eus ober ma labour evel merour hag ivez ma labour evel implijer met sklaer eo ne blij ket da implijerion resis zo. Skuizh on o vezañ taget gwezh ha gwezh all. Ur fazi bras am eus graet evel merour, d'am soñj: klask respont hag arguzenniñ p'emañ sklaer ne gas da netra rak n'emañ ket prest tud zo da selaou na da arguzenniñ. E berr gomzoù on aet skuizh o vezañ taget ez-personel gant daou implijer resis. Bremañ, war a welan, eo ma live brezhoneg ar gudenn bennañ. Goude bezañ taget ha kunujennet e teuont-i bremañ da c'houlenn ma vefen barnet me... D'am soñj am eus klasket bezañ seven atav ha reiñ arguzennoù bewech ma ran un dra bennak. Betek am boe savet ur votadeg evit dont a-benn da diskoulmañ un tabut dre gavout un emglev ledan, met ne dalvez ket disoc'h mouezhiadegoù a-seurt-se ivez. Ret eo anzav n'eus nemet daou implijer hag am bez kudennoù gante ingal. Gant ar re all ec'h a mat en-dro an traoù (ne lâran ket int a-du gant pep tra a ran, met da nebeutañ ne sav ket kudennoù diazezet war tagadennoù ha tamalloù personel) Kalz em eus labouret war ar wikipedia-mañ ken evel merour ken evel implijer, bet savet meur a bennad ganin, bet sikouret an implijerion/ezed all hag hep ankounac'haet ar fed ma c'houlennan atav bezañ digarezet bewech ma ran un dra direizh, hag all hag all. Betek-hen am eus gouzañvet an tagadennoù e lec'h stankañ an implijerion giriek rak ne felle ket din lakaat da dalevzout ma "galloud" evel merour. Bremañ avat eo aet an traoù re bell. Setu, goulenn aran ouzhit stankañ an implijer Bernez Bernioù e-pad ur sizhunvezh. Goulenn a ran ganit hen ober peogwir a-hendall e vo klasket gantañ en em lakaat da "merzhour" - ur brouenn eus ma nan-neptuegezh. N'eus netra da welet ivez gant ar fed ma c'houlenn-eñ e vijen "barnet" Da lâret eo, e c'hell bezañ eñ stanket e-pad ur sizhunvezh ha me barnet evel-just. --Neal 22 Du 2006 da 14:41 (UTC)--84.78.78.41 22 Du 2006 da 14:29 (UTC)
[kemmañ] Goulenn barnañ ur merour
Evel merour ma'z on e rankan kemenn dit ar goulenn bet lakaet war ar bajenn-mañ o c'houlenn ma vefe barnet ar merour Neal.
[kemmañ] Goulenn
Goulenn a ran e vefe barnet e emzalc'h gant ar gumuniezh.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:19 (UTC)
[kemmañ] Ma respont
Grevus a-walc'h eo da damalloù. Diaezet eo din kompren peseurt "emdalc'h": n'eo ket ganin-me eo bet lakaet "gwrac'h" da dalvezout ar memestra (pe "anv all") evit "merc'h". Marteze a-walc'h e vez implijet gerioù zo gant tud zo evit talvezout ar memes tra (dres evel ma vez implijet "pédé" gant tud zo da dalvezout "homosexuel" e galleg (lenn mat - n'em boa ket lâret e vez graet kemendall ganit-te) met n'eo ket peogwir e vez implijet gerioù zo gant tud zo e lec'hioù zo evit talvezout traoù all pa vez gerioù all neptuoc'h evit hen ober ma ranont bezañ dastumet evel-hen en un holloueziadur.
Ha peseurt kastiz a c'houlennez? Hag evit peseurt abeg?
Ha ret eo din kas soñj dit eus ar c'hunujennoù personel bet implijet gant implijerion all em c'heñver-me ("kaoc'hañ" en o zouez). Ha goulenn 'toa graet e vijent "barnet" ivez?
Ha ret eo lâret ivez n'eo nemet kazi ganit em bez kudennoù a suert-se?
Ha sur out e komprenez mat petra e krefridi ur merour? Rak bewech ma vez graet un dra bennaket din, ne vern pehini nag e peseurt mod, e savez diouzhtu a-enep. Ha kompren a rez eo un tammig eus labou ar verourion evezhiañ ar pennadoù da diwall rak ma klotfent holl gant palioù ar wikipedia?
as da c'houlenn da Paotr ha da Fulup.
[kemmañ] Kemennadenn o tennañ d'ar merañ
Lakaet eo bet war evezh ganin adarre hiziv Bianchi-Bihan evit abegoù o tennañ d'e emzalc'h diseven. Displeget emañ hiroc'h an abegoù aman[12] --Merour (N) 30 Du 2006 da 17:22 (UTC)
[kemmañ] Kudennoù abalamour da doareoù-ober Bianchi-Bihan adarre
Eilet diwar: Kaozeal:Odisseus
- "Kroget em eus ar pennad Odisseus hag em eus gwelet e oa bet krouet ur skourr all teir eur goude dindan Ulises.
- Brav ha soutil e vefe harzhañ ar sach-disach, kuit da goll un tamm startijenn dre grouiñ bep eil stub.
- MP 10 Kzu 2006 da 19:35 (UTC)"
Istor ar penandoù-se:
- Odisseia 8 Kzu 2006 da 15:28 gant MP
- Odisseus 8 Kzu 2006 da 15:33 MP
- Ulises 8 Kzu 2006 da 18:17 Bianchi-Bihan
Ar gudenn:
N'eo ket amañ ur gudenn dibab ur stumm reizh ("Odisseus" pe "Ulises") met doare-labourat hag emdalc'h implijerion/ezed resis zo (liester pe unander, n'¡on ket re sur ivez e gwirionez rak posubl eo e vefe implijet lieskontoù).
Ne gomprenan ket re vat c'hoari Bianchi-Bihan - bewech ma vez kemennet dezhañ chom hep ober un dra bennak e rank hen ober diouzhtu ur wezh all e lec'h all. Displeget eo bet e ranker diverkañ hag enteuzeiñ pajennoù doubl. Gantañ e vez goulennet kaozeal atav ha koulskoude mar fell dezhañ ober un dra bennak e ra hep kaozeal. Amañ da skouer e vije bet ret lakaat un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad bet krouet dija "Odisseus " o c'houlenn hag-eñ e vefe gwell sevel ar pennad pennañ dindan an anv-se pe dindan an anv "Ulises" pe ar c'hontrol ha sevel adkasoù kenetreze.
Reuz emañ o lakaat er gumuniezh dre e emzalc'h o labourat hep tamm spered skipailh ebet evel ma c'hell pep hini ober diouzh e soñj war ur raktres a-stroll.
Diseven eo bet an implijer-mañ, ne douj ket d'ar reolennoù, tagañ a ra implijerion/ezed all ez-personel e lec'h arguzenniñ evit difenn e sav-poent.
N'eus ket nemedon bremañ war a welan hag a zo aet skuizh gant e doareoù war ar raktres-mañ. Ouzhpenn-se n'on ket sur ne vefe ket implijet meur a gont gantañ evit mergodenniñ, met n'on ket deuet a-benn da gaout prouennoù c'hoazh.
Petra ober? Ezhomm am eus kaout ali merourion all rak a-hendall e vo tamallet din ober bezañ tuek.
Naetaet eo bet e bajenn gaozeal gantañ nevezig 'zo (hep he diellaouiñ evel ma oa bet kinniget dezhañ ober). Setu, evit goût hiroc'h e ranki mont war istor ar bajenn-se d'ar 7 Kzu 2006 da 18:19
--Merour (N) 10 Kzu 2006 da 20:26 (UTC)
- D'am soñj eo ret ober un dra ofisiel ar wech-mañ. Da gentañ penn kendeuziñ Ulises hag Odiseus (hag un adkas eus ar bajenn-all). Goude-se lakaat ur pennad kemenn war bajenn Bianchi-Bihan o lavar dezhañ emañ evezhiet abalamour d'e emzalc'h (ur patrom a zo d'am soñj dija evit seurt kemennoù) hag e vo stanket pad ur c'houlzad ma gendalc'h da lakaat reuz er wiki brezhoneg... Gwelloc'h e vije da Fulup ober kement-mañ pa n'eo morse bet taget gant B-B c'hoazh... Benoni 10 Kzu 2006 da 20:34 (UTC)
- Ac'ha evit ma vefen-me taget da'm zro ivez (fent)! Re ziwezhat eo paotred, paket em eus ma fegement gantañ goude merenn! Ma, kemeret em eus ar boan da adlenn tout an istorioù a oa bet gant Bianchi er mizioù diwezhañ pa oan gant ma wikitroc'h. Evit doare n'eo ket ar wech kentañ hag, evit ar pezh a sell ouzhin, evel merour, e kavan e ranker tremen kalz re a amzer oc'h adkempenn an traoù war-lerc'h tud na gemeront ket ar boan da heuliañ ar reolennoù stroll (evel pa vez ret lakaat 2 bajenn da gendeuziñ, sevel adkasoù, diverkañ pajennoù hag all). Ne gomzan ket eus ar Wikipedourien nevez a fazi peogwir n'int ket boas d'ar benveg c'hoazh. Gant tout se, dre ma n'emaon ket re enervet c'hoazh (nevez-adkroget) ez on ali e c'haller klask komz gantañ ur wech all war e bajenn gaozeal. Ma ne'z a ket an traoù war blaenaat e vo tu da lakaat ur c'hemenn diwall. Mat eo din ober kement-mañ m'eo se a fell deoc'h. Lakait din ho soñj war ma fajenn gaozeal. Fulup 10 Kzu 2006 da 21:31 (UTC)
- Ma 't eus amzer, ez eus tu dit klask komz gantañ ur wech diwezhañ war e bajenn gaozeal. N'on ket gwall sur e servijo d'un dra bennak p'en deus, asambles gant e "skeudenn/mergodenn" Bernez Bernioù, c'hoariet da lakaat reuz war ar wikipedia dibaoe mizioù... Met piv oar... Benoni 11 Kzu 2006 da 00:26 (UTC)
- Ac'ha evit ma vefen-me taget da'm zro ivez (fent)! Re ziwezhat eo paotred, paket em eus ma fegement gantañ goude merenn! Ma, kemeret em eus ar boan da adlenn tout an istorioù a oa bet gant Bianchi er mizioù diwezhañ pa oan gant ma wikitroc'h. Evit doare n'eo ket ar wech kentañ hag, evit ar pezh a sell ouzhin, evel merour, e kavan e ranker tremen kalz re a amzer oc'h adkempenn an traoù war-lerc'h tud na gemeront ket ar boan da heuliañ ar reolennoù stroll (evel pa vez ret lakaat 2 bajenn da gendeuziñ, sevel adkasoù, diverkañ pajennoù hag all). Ne gomzan ket eus ar Wikipedourien nevez a fazi peogwir n'int ket boas d'ar benveg c'hoazh. Gant tout se, dre ma n'emaon ket re enervet c'hoazh (nevez-adkroget) ez on ali e c'haller klask komz gantañ ur wech all war e bajenn gaozeal. Ma ne'z a ket an traoù war blaenaat e vo tu da lakaat ur c'hemenn diwall. Mat eo din ober kement-mañ m'eo se a fell deoc'h. Lakait din ho soñj war ma fajenn gaozeal. Fulup 10 Kzu 2006 da 21:31 (UTC)
-
-
-
- Lavaret em eus e lec'h all n'afen ket war-dro ar pennadoù-se ken: fellout a ra da ub dibab e c'herioù dezhañ, (an Iliad, Omer, ha me oar), hag e brezhoneg kran, n'en deus nemet ober. Se n'eo ket lakaat reuz, anat. Gwir eo n'em boa-me graet nemet reuz war ar pennadoù Listenn an departamantoù gall e Gres, inizi Ionian, Korfou, Demeter, Persefone, Proserpina, hag all. Gwir eo n'anavezan mann en afer.
- Ha gwir eo, kaozioù Benoni n'int ket tagadennoù personel ur c'hwezher-tan evel-just. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 06:17 (UTC)
-
-
[kemmañ] Goulennoù
- Perak e rankfe ar wikipedia brezhonek bezañ savet war batrom ur yezh all?
- Piv en deus lâret e rankfe bezañ savet war patrom ur yezh all? Implijet e vez patromoù bet krouet dija evit yezhoù all pa fell da unan bennak sevel porchedoù, patromoù hag all peogwir eo aezetoc'h ober evel-se hag o brezhonekaat war-lerc'h evit kregiñ diwar mann bewech. Evit ar pezh a sell ouzh an diazezoù (pennaennoù, pennreolennoù...) eo un afer all. Rankout a reer kompren n'eo ket ar Wikipedia ur raktres emren met ul lodenn eus ur raktres Wikimedia kalz brasoc'h ha gant an Diazezadur Wikimedia, gantañ reolennoù ma ranker doujañ oute. Bez' e c'hellr implijout ar poellad hag ar servijer evit mann, met prestet ha n'eo ket roet e vez ar servijoù-se ha n'eo ket peogwir int int evit mann ma c'heller an neb ober diouzh e c'hoant.
- Perak ne vefe ket implijet da zeskiñ brezhoneg ivez?
- Peogwir n'eo ket pal ar Wikipedia hag a zo anezhañ un holloueziadur hepmuiken. Ar gentañ bennaenn an hini eo. Mat fell da hini pe hini sevel binvioù evit deskiñ brezhoneg war ar genrouedad (bez' zo dioute dija) e c'heller ober dre sevl ul lec'hienn bersonel. N'eo ket ar Wikiepdia al lec'h evit hen ober avat. Implijet e c'hell bezañ neoazh evit deskiñ hag evit kelenn brezhoneg met n'eo ket hennezh pl ar raktres.
- Perak ne vefe ket kinniget d'ar vrezhonegerien votiñ war ar poent-se?
- d'ar vrezhonegrion pe d'an implijerion enrollet? n'eo ket ar memestra. Ne c'heller ket votiñ war ar poent-se peogiwr ma teufe da vezañ ar wikiepdia un dra disheñvel diouzh un holloueziadur e c'hellfe bezañ skarzhet diouzh ar servijer pennañ. Ma fell da unan bennak kemmañ pal diazez ar raktres e vefe gwell dezhañ en em c'houlenn hag-eo eo hennezh al lec'h dereat evit diorren e labour.
- Ma n'eo ket mat a-walc'h ar pennad dit, perak ne lakaez ket e-barzh ar pezh a vank, e-lec'h klask distruj anezhañ?
- lâret zo bet dit nouzpet gwezh dija: enteuziñ ha sevel un adkas n'eus netra da welet gant distrujañ. N'eo ket distrujet netra pa vez enteuzet ur penand gant egile, adlec'hiet danvezioù nemetken hag o c'hentrollañ war ur bajenn.
- Ha mar deo ret "enteuziñ" paotrez, perak ne vije ket gant "paotr", ar ger kar kentoc'h, hervez patrom yezh ar brezhoneg?
- peogwir ne vez ket renket hollouezadurioù boutin hervez gwriziennoù yezhoniel met dre tachennoù semantek ar geriaouiñ.
- Ha perak n'afes ket da ober da ginnigoù gant saver ar pennad?
- Faos: Displeget e oa bet pep tra war ar [gaozeal-mañ] dija. A-hendall, ne vez ket goulennet ali ar skrid-aozañ kentañ (hag a c'hell bezañ disheñvel diouzh ar skrid-aozer pennañ, bet boulc'het ar muiañ a labour gantañ evel just) met goulennet e vez ali ar gumuniezh - da lâret eo an holl implijerion ma fell dezhe reiñ o soñj. Hini ebet a zo perc'hen war ur pennad, bet krouet gantañ pe get. Da eil, c'¡hoant am boa kaout ali ur meroiur all kentoc'h evit bezañ tamallet din bezañ kemeret divizoù unpennek adarre.
- Perak n'afes ket ivez da ginnig d'ar wikipedia saozneg kendeuziñ ar gerioù girl, lass, maid, woman, madam, lady, miss, ha re all c'hoazh, ha da zisplegañ dezho n'eo ket ur geriadur eo ar wikipedia, rak war a hañval n'ouzont ket c'hoazh.
haBianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 05:46 (UTC)
-
- peogwir ne labouran ket war ar Wikipedia saoznek ha peogwir n'on ket merour war ar Wikipedia-se. Ha perak e vefe ret din ober war-dro ar Wikipedia e saozneg - peogwir on saozneg? gallegerion eo an darn vrasañ eus an implijerion/ezed hag a labour amañ war ar raktres e brezhoneg, met ne vez ket erbedet oute mont da labourat war ar Wikipedia e galleg war un dro? N'eo ket peoigwir eo bet graet un dra bennak war ur Wikiepdia ll ivez ma vefe ret hen ober war ar Wikiepdia e galleg - ha piv oar, marteze e vo skarzhet ar openandoù-se diwar ar Wikipedia e saozneg evit an abeg-mañ'n-abeg - ha rankout a rafent bezañ skarzhet dioizh ar Wikipedia-mañ evit neuze
- Kloz an tem-mañ ganin, bet roet displegadennoù a-walc'h.
--Merour (N) 13 Kzu 2006 da 10:39 (UTC)
Céphalonie, zo mat da zistruj. Plac'h, evel just, n'eo ket. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 05:48 (UTC)
- 'gomprenan mann ebet.
--Merour (N) 13 Kzu 2006 da 10:39 (UTC)
[kemmañ] Strizh
Perak n'eo ket bet laosket ar pennad "Goulennoù" evel ma oa, ha lakaet respont Hon Merour war-e lerc'h? Evel-se e vije bet aesoc'h kompren un dra bennak.
Perak skarzhañ pennadoù war zigarez e c'hallfent bezañ skarzhet (ma digarez: peogwir e rankfent bezañ skarzhet, a lavarez) diouzh ar wikipedia saoznek: sklaer eo e fell dit heuliañ giz ar wiki saoznek pa blij dit, ha chom hep e heuliañ pa zisplij dit. Ur savpoent all eo: penaos e c'hall wikipedia ober vad d'ar brezhoneg? Ma krogfes da soñjal evel-se ne vefe ket ken strizh an doare da welet. Bernez Bernioù 13 Kzu 2006 da 15:27 (UTC)
- Respont a ra pep hini d'ar goulennoù ma respont oute hervez an doare mar kav ar gwellañ. N'eo ket ur "pennad" ivez - ur rann war ur bajenn gaozeal hepmuiken. Kavet am boa gwell respont da bep poent kentoc'h evit sevel ur respont a-stroll.
- "rankout" eo ar verb bet implijet ganit ez koulenn er penn-kentañ, n'eo ket ganin ("Perak e rankfe ar wikipedia brezhonek bezañ savet war batrom ur yezh all?"). N'em eus ket gwelet e neplec'h hini ebet o lâret e rankfe bezañ savet diwar patrom ur yezh all - un tamall bet savet ganit an hini eo, n'eo ken.
- n'em boa ket lâret e rankfe bezañ skarzhet traoù diwar ar Wikipedia e brezhoneg war digarez e oant skarzhet diouzh ar Wikipedia e saozneg. Ne vern evidon ar pezh a vez graet war ar Wikipedia e saozneg - ne labouran ket warnañ. Ar pezh a lâran eo, ma chomer hep enteuziñ pennadoù war digarez n'eo ket bet enteuzet pennadoù damheñvel war ar Wikipedia e saozneg (da abegoù-te, pas ma re) e rankfer ivez o skarzhañ diouzh ar Wikipedia e brezhoneg ma teufent da vezañ skarzhet diouzh an hini e saozneg evit an hevelep abeg. N'on ket a-du na gant an eil na gant egile, met kentoc'h gant lakaet e pleustr reolennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia e brezhoneg hep keñveriañ atav gant Wikipediaoù e yezhoù all dre ret.
- Bez' e c'hell ar Wikipedia bezañ implijet evel ur benveg talvoudus-kaer evit ober vad d'ar brezhoneg. N'eo ket hennezh hini e bal avat. Ne oa ket bet krouet evit ar pal-se ha ne vez ket prestet al lisañs evit mann evit palioù ha na glotaent ket gant ar pennaennoù diazez. N'eo ket bezañ strizh pe strishoc'h - ur Wikipedia eo ar Wikipedia ha mat pell zo, da lâret eo un holloueziadur. Mar fell da unan bennak labourat war binvioù all evit mad ar brezhoneg, gwell a se ha ma fell dezhe labourat war ar Wikipedia war un dro, gwell a se ivez. Arabat d'an dud gwallgemmesk raktresoù disheñvel avat, ha ma n'en em gav ket un den bennak en e aes o labourat amañ e vefe gwell dezhañ klask e lec'h all.
--Neal 13 Kzu 2006 da 16:00 (UTC)
[kemmañ] Kudenn gant MP
Salut, n'ouzon ket ma dalv reolenn an tri revert war ar wikipedia brezhoneg, met daoust hag eñ vije tu lavar da MP sioulaat, ha reiñ dezhañ ur c'hemenn evezh? Gwelet amañ an tabut kenetrezomp: [13], [14], [15]. Ur seurt tabut 'm oa bet gantañ an hañv paseet dija, hag aet hon skuizh gant e doare silañ e batromoù war degadoù a pajennoù, hag o nac'h war lerc'h d'ar re a labour e gwirionez war ar pajennoù-se da cheñch plas pe da lammañ kuit ar patromoù-se. Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin... Benoni 17 Kzu 2006 da 00:09 (UTC)
[kemmañ] Kudenn gant Benoni
Ne gomprenan ket perak ne vefe barnet ar cheñchamantoù nemet gant an hini en deus kroget pajenn-mañ-pajenn.
Par-ha-par omp war ar wiki pe n'omp ket ?
- cheñchet em eus (MP) ur pennad d'an 10.
- revert kentañ gant Benoni d'an 13
- revert kentañ gant MP d'ar 15
- eil revert gant Benoni d'ar 16 (19:52)
- eil revert gant MP d'ar 16 (20:12)
- trede revert gant Benoni d'ar 16 (23:10)
- trede revert gant MP d'ar 16 (23:31)
- pevare revert gant Benoni d'ar 16 (23:40)
- pevare revert gant MP d'ar 16 (23:45) + ur pennad lezet ganin [en ti-chopin]
Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin. Benoni > diaweled ? MP
[kemmañ] Bianchi-Bihan war evezh
- Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ
evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)
- Trugarez deoc'h, aotrou barner. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 13:27 (UTC)
[kemmañ] Demokratelezh
[[16]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:53 (UTC)
[kemmañ] Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh
Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremañ, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)
- Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)
- Trugarez Fulup da vezañ respontet din. Eus an holl verourien n'eus bet nemedout o respont, zoken ma n'ez peus ket respontet rik war an danvez a oa e kinnig Neal.Iskomandant Marc'heg 3 C'hwe 2007 da 20:51 (UTC)
[kemmañ] Digompren
-
- Lavaret em eus ma soñj dija: ne gomprenan ket perak e vije ret derc'hel mort da Ceres pa ne reomp ket gant Saturn na Mercury...
- Lavarout a rez "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se". Poellek eo koulskoude, met marteze n'emaomp ket war dachenn ar poell amañ. Komz a ran eus ur poell douarel.
- Lavarout a rez "n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos": n'ouzon ket piv eo tud an egor, na peseurt yezh ofisiel o deus. Marteze zoken n'eo ket ar brezhoneg, mantrusat tra, marteze eo ar galleg zoken, pe ar saozneg.
- Marteze emaomp war dachenn ar poell egorel.
- Neuze em eus c'hoant da laret: yezh an egor en egor, brezhoneg gant Brezhonegerien an douar, ha pep ki mestr en e di
- Daoust da se, evel ma ne dalv ket ar boan ober brezel evit Jeruzalem, Kachmir, Naoned pe Xeres (ur banne sort-se a gavan mat ur wech an amzer) on prest da c'hortoz c'hoazh un toullad mizioù en ur ober van da studiañ ar gudenn (gant gortoz bloavezhioù ne vijen ket spontet ivez, abaoe ar c'heid m'emaomp o c'hortoz Naoned e Breizh!) da glask kompren perak eo ret deomp doujañ da Ceres ha n'eo ket doueez zoken.
- Met furoc'h marteze kas prezidantez an Ofis di da blantañ ur banell divyezhek Ceres/Keres? Gant ur c'hazetenner evit tennañ he foltred evit OF... OF COURSE. Joé ha leuiné.Bianchi-Bihan 30 Gen 2007 da 18:28 (UTC)
[kemmañ] Unaniezh /unvaniezh
amañ. A-hendall, marteze e c'hellfe Yun lakaat ar bot nevez d'ober war-dro ar c'hemm "Unvaniezh" > "Unaniezh" e pep lec'h all? Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:22 (UTC)
- Krog eo YunBot da labourat.--Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 20:28 (UTC)
- Echu eo.
- Sell aze ar pennadoù a zo bet kemmet : Degasadennoù/YunBot
- ar pajennoù a c'helli skarzhañ : Strollad Komunour an Unvaniezh Soviedel, Unvaniezh Soviedel, Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rummad:Oblastoù Emren an Unvaniezh Soviedel, Rummad:Republikoù an Unvaniezh Soviedel, Rummad:Unvaniezh Soviedel. --Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 23:19 (UTC)
- Echu eo.
OK. Trugarez. A galon. A galon. Klaod.Kadbzh 2 C'hwe 2007 da 20:30 (UTC)
[kemmañ] Patrom Infobox bro
Ur patrom nevez 'm eus krouet evit stadoù ar Bed : Patrom:Infobox bro. Daoust hag-eñ e c'hellfes gwiriekaat ar yezh? Gwirieka amañ ivez mar-plij : Patrom:Infobox bro/teul. Un taol esae am eus graet gant Etiopia. Trugarez dit, Benoni 2 C'hwe 2007 da 21:28 (UTC)
- Fulup 3 C'hwe 2007 da 10:43 (UTC)
- OK! Trugarez bras dit! Benoni 3 C'hwe 2007 da 17:41 (UTC)
[kemmañ] Implijerien faos
Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:39 (UTC)
- N'ouzon ket. Evidon-me, e-keit ha ma ne blantont ket reuz, n'on ket gwall chalet. Petra a vez graet er wikioù all? Fulup 3 C'hwe 2007 da 21:13 (UTC)
- Ya, moarvat emañ ar gwir ganit...Benoni 3 C'hwe 2007 da 23:20 (UTC)
-
- Ya, a-du gant Fulup. Chalet n'on ket re gante, met souezhet ne lâran ket. Ne gomprenan ket perak e fellfe da unan bennak "dastum" seurt kontoù gant an aezet m'emañ hen ober. M'añfin, keit ha ma ne vez ket jeu gante e vefe gwell leuskel anezhe e peoc'h d'am soñj. Ouzhpenn-se, n'eus ket, me gav din, reolenn resis ebet o tennañ d'ar fed ma rankfe un implijer/ez gallout kompren brezhoneg d'an nebeutañ evit gallout sevel ur gont. Ret eo anzav ivez ez eus un nebeudig implijerion/ezed divrezhoneger bet krouet ur gont gante amañ evit gallout reiñ un tammig sikour gant troùigoù zo p'am bez soñj mat. Setu, a-du ganeoc'h-c'hwi ho-taou: diouzh un tu ne gavan ket reizh sevel kontoù toull a-seurt-se, ha diouzh an tu all avat ne welan ket perak o lemel kuit pe o stankañ keit ha ma chomfent sioul. Chaletoc'h e vezan me gant an dud hag a c'houlenn (e saozneg peurliesañ) bezañ troet ur pennad diwar-bnn o skol en ur gêriadennig e Pologn me me 'oar me, met un afer all an hini eo hennezh mac'hat.
--Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:20 (UTC)
[kemmañ] Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour
Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.
[kemmañ] Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek
Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
[kemmañ] Roll diazaez (anvioù gresianek
Diazet-tre eo bet klask lakaat an dud da dizhout an disteañ emglevig diwar-benn ar c'hraf-mañ, dresit-holl an implijer bet savet ar muiañ a bennadoù gantañ war an dachenn resis-mañ (hep implijout ar memes kriterioù atav). Bewech ma seblant m'eo bet graet ur bazennig a-raok e ranker ober div war gul adarre... Skuizhus un tammig, rak betek ma vo bet tizhet un emglev ne vo ket tu da sevel ur roll dave ha neuze an dud ne oar ketr gresianeg n'hallo nemet ober diouzh o soñjpe c'hoazh chom hep krediñ ober netra. Dipitus un tammig an tem-mañ rak klasket am eus labourat warnañ dre lakaat an dud d'en em glevet diwar-benn ar boazioù bet implijet betek hen ha o unvaniñ met zoken an implijer bet savet ar pennadoù n'eo ket a-du evit unvaniñ ar c'hriterioù boasañ bet implijet gantañ e-unan. --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 16:42 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan lakaet war evezh
Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:
Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)
[kemmañ] Kartenn er pennad gwambiaeg
Ne welan ket penaos dilec'hiañ ar gartenn. Diouzh am eus komprenet e ranker dilec'hiañ ar pik ruz da heul ar gartenn.--Yun (kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 20:37 (UTC)
[kemmañ] Skeudenn "Evit sinañ"
Ya, gallout a rin brezhonekaat ar skeudenn, met un tamm hir eo ar pezh a zo da skrivañ. Ha mat eo dit skrivañ Klikit amañ evit sinañ pe Klikañ amañ evit sinañ ? --Yun (kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 20:40 (UTC)
[kemmañ] Kemennadenn - anvioù gresianek
Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:50 (UTC)
[kemmañ] An anv stêr Gwilen
Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [17]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:12 (UTC)
[kemmañ] Kemenn votadeg
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:18 (UTC)
[kemmañ] lakat ur skeudenn, banniel kêr war pajennoù kêrioù
Demat d'an holl, n'oaran ket penaos ober evit lakaat skeudennoù eus bannieloù kêr e-barzh an taolenn pajennoù kêrioù. Setu. Trugarez Jamy 25 Meu 2007 da 1:06 GM
[kemmañ] kavet 'meus an dra se war ma fajenn "ma degasadennoù" : "diazezet war labour $1"
Petra eo an afer-se?
--Jamy 25 Meu 2007 da 13:25 (UTC)
[kemmañ] {{de}} on meta.wikipedia.
Hi, you have created m:Template:De, but this is inconsistent in format with other m:Category:Language_icons. I created m:Template:De-lang for that purpose. What is {{de}} used for? If it is not a language icon, may you move it to another name? Please reply on my user talk page 201.231.12.139 14 Ebr 2007 da 05:39 (UTC).
- fixed. --Fulup 14 Ebr 2007 da 18:24 (UTC)
[kemmañ] Vot digor evit kaout ur bureviad
Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
[kemmañ] Sifroù arabek
According to a popular tradition, still tough in Egypt and North Africa, the “Arab” figures would be the invention of a glazier geometrician originating in the Maghreb, which would have imagined to give to the nine significant figures an evocative form depending on the number of the angles contained in the drawing of each one of them: an angle for the graphics of figure 1, two angles for figure 2, three angles for the 3, and so on:
We will have the following format:
[19]...
This remained after nine and zero as they are. Make turn around eight, six, five, four, three and one. Reverse number two and the figure of seven. The delivery of some of these forms to each other, without change in the arrangement, we get this form:
[20]...
This is an Arabic sentence meaning: My goal is calculation (وهدَفي حسابْ) in Kufi line (This name called on all lines, which tend to location and engineering). With that zero is the stillness.
In this ancient manuscript, we find the number two of its original form.
[21]...
To return at Alphabetic numerals Abjad we find that seven letters of this sentence وهدَفي حسابْ is units in the table of Abjad numerals (The Abjad numerals are a decimal numeral system which was used in the Arabic-speaking world prior to the use of the Arabic numerals). This is not a coincidence. Since the Abjad numerals were often employed to record the history of the events, the value of the sentence وهدَفي حسابْ is the date of the invention of these figures. 6+5+4+80+10+8+60+1+2 is 176. 176 hijri is 792, history very appropriate to put these figures.
[kemmañ] Anvioù
Mat e kavan Apollon, Apollonios, Kopernik, Galileo Galilei. Ma vez graet gant Hiparc'hos e ranker moarvat ober gant Aristarc'hos. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 08:27 (UTC)
[kemmañ] Hoc'h ali mar plij
Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)
[kemmañ] Galv d'ar verourion
Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:15 (UTC)
Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.
Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.
Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)
- Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
- Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
- Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
- Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
- N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)
[kemmañ] Liammoù gant ar memes pennadoù e yezhoù all
Salud deoc'h. N'ouzon ket hag-eñ eo bet graet ar goulenn-mañ ganeoc'h dija ha n'ouzon ket penaos klask, neuze emaon o vont da ober amañ memestra: penaos e vez graet evit ma vefe liammet ur pennad gant ar re zo bet savet war ar memes danvez e yezhoù all? Da lâret eo, ma 'meus savet ur pennad diwar-benn "Noz" da skwer, penaos ober evit ma vefe gwelet en tu kleiz eus ar bajenn al liammoù a gas d'ar memes pennad e saozneg, en alamaneg, e galleg, ha me 'oar-me? Trugarez Lughaidh 7 Eos 2007 da 22:23 (UTC)
[kemmañ] Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij
War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)
[kemmañ] Afer merañ: da ali mar plij
Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)
[kemmañ] Kemennoù: vot ha wikiarroud
Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 14 Her 2007 da 20:36 (UTC)
[kemmañ] Vot
Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 00:01 (UTC) un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. --Fulup 14 Her 2007 da 20:57 (UTC)
- Ha ret eo kompren ez out prest da lezel ijinañ brezhonekadurioù evel Kaius ha Serj? Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 21:52 (UTC)
- Evit ar bibien ya, mont a rafen a-walc'h war an tu-se. --Fulup 14 Her 2007 da 22:16 (UTC)
- Lavaret peus e oa ar c'hiz brezhonekaat anvioù rouaned: prest out da dreiñ Juan Carlos? Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 22:24 (UTC)
[kemmañ] Statud merour
Salud Neal. C'hoant am eus bet da ouzhpennañ ur gemennadenn war kannadig ar verourien ha merzout a ran n'on ket gouest ken. Marteze eo bet kollet ma gwirioù merour ganin peogwir n'em boa ket kemeret perzh amañ pell zo. Koulskoude n'em eus ket resevet kemennadenn ebet ha pa wirian war roll ar marilhoù ne welan cheñchamant ebet evit ar pezh a sell ouzh ma statud. Kenderc'hel a ran da dreiñ etrefas ar wikioù dre Betawiki. Tu a vefe dit gwiriañ an afer-se hag adkadarnaat ma statud mar plij. Trugarez dit --Fulup 14 Her 2007 da 17:58 (UTC)
- E gwirionez ne gomprenan ket re vat petra a c'hoarvez, rak sañset e vefe ganit ar statud merour da viken nemet ma vefe tennet diouzhit evit un abeg resis bennak rak daoust ha ma c'hell bezañ reolennoù a seurt-se war Wikipediaoù all (war an hini e galizeg, da skouer), n'eus bet votet war ar raktres-mañ reolenn ebet o tennañ d'ar fed ma vefe kollet gante o gwirioù gantr ar verourion goude ur prantad hep oberintiz. Mont a rin da lakaat ur sell. Marteze ar bep gwellañ 'vefe tennañ kuit da wirioù merañ a-benn gallout o adkadarnaat adarre. Ro-me da soñj a-raok hen ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Her 2007 da 08:44 (UTC)
[kemmañ] Wikimammenn
Setu ur gemenadenn war an davarn a c'hellfe dedennañ ac'hanout: amañ. Laouen vefen kaout da soñj d'an nebeutañ... Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 16:15 (UTC)
[kemmañ] Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion
evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 19:59 (UTC)
[kemmañ] Analisis morfologico
Hola! He empezado a trabajar sobre un analizador morfologico de la lengua Bretona, puedes encontrarlo aquí. Prueba el analisis de un parrafo de texto y mira los resultados. Si tienes preguntas, o sugerencias (p.e. herramientas), por favor enviame un correo. Creo que ya no hay analizadores para Breton (en software libre), pero si hay, dime donde están! Gracias (he escrito esta mensaje tambien en la pagina de utilizador de Implijer:Jañ-mai) - Francis Tyers 1 Du 2007 da 00:05 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan hag e frioù-faos
Hiraet eo bet ganin stankadenn Bianchi-Bihan eus pemzekteiz evit bezañ krouet 11 fri-faos (d'an nebeutañ). Setu amañ ar frioù-faos a zo bet kavet dre ur wiriekadenn ip:
- Implijer:Bernez Bernioù
- Implijer:Tangi Gwegen
- Implijer:Shelley Konk
- Implijer:Alan Delo
- Implijer:Rufus
- Implijer:Nihil Obstat
- Implijer:Ab Ostol
- Implijer:Kergidu
- Implijer:Lola Kola
- Implijer:Alfoñs ar C'hlas
- Implijer:Alfoñs ar Werenn
An holl frioù-faos-se a zo bet stanket da viken evel-just, dre ma z'eo difennet groñs margodenniñ. Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 01:08 (UTC)
[kemmañ] Evezhiadennoùigoù
- Dister: Ar ger fri-faos zo un droidigezh personel ha ger-ha-ger diwar ar galleg, n'eo ket an holl a ra gant ar ger-se.
- Kavet e vez, war bajenn an 11 kenlabourer meneget, ar frazenn-mañ, bet lakaet jentil gant Benoni:
Stanket eo bet kont an implijer/ez-mañ abalamour d'an tagadennoù personel bet graet gantañ/i. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.
- Pa glasker eus peseurt tagadennoù ez eus kaoz : ne gaver hini ebet. Abalamour da se e c’houlennan ma vo tennet ar gerioù-se, kontrol d’ar wirionez.
Bianchi-Bihan 30 Du 2007 da 02:08 (UTC)
[kemmañ] Kelenn
Gourc'hemennoù evit da raktres devezh furmadur da wikipedia!!! Emichañs e teuio kalz kenlabourerien nevez. Mat vefe menegiñ ar raktresoù all ivez (wikeriadur, wikimammenn ha wikiarroud), re nebeut a dud warno c'hoazh. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 17:10 (UTC)
[kemmañ] Wikipedia:Margodenn
An aotrou Bianchi-Bihan a zo kroget da gemm penn-da-benn ur bajenn hag a zo degemeret evel unan eus pennaennoù wikipedia. Seurt pajennoù na c'heller kemm sañset (dreist-holl pa z'int diwar-benn reolennoù boutin d'an holl wikipediaoù) nemet dre asant ar gumuniezh. Mat vefe d'am soñj dont en-dro war holl kemmoù Bianchi-Bihan ha goulenn digantañ lakaat e soñj war ar bajenn kaozeal. Mat vefe ivez, war seurt pajennoù, lakaat an hevelep patrom ha war ar wikipedia saosnek:
Politikerezh ofisiel Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ. |
Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 10:17 (UTC)
- Er wikipediaoù all e c'haller kemm seurt pennadoù. Ha graet em eus bet , meur a wech.
- A-raok lakaat n'eus forzh petra n'eus forzh penaos n'eus forzh pelec'h e vije mat en ober 1° hervez pennreolenn ar c'henemglev, 2° en ur brezhoneg difazi. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2007 da 10:47 (UTC)
[kemmañ] Classical Japanese
Hi, I am 榎, a user of Japanese Wikipedia. Now, I have a request to you. Could you write a new article about Classical Japanese in Breton based on the English article or the Japanese article or the others, and then please put an External link to Wp/jpn-classical. A few sentences would be enough.--榎 7 Kzu 2007 da 04:14 (UTC)
[kemmañ] Pennad eus an dibab
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:44 (UTC)
[kemmañ] Pennad mat
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:18 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan war evezh
Lakaet eo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh adarre, evit e emzalc'h dañjerus evit ar raktres dre vras. Displegañ a ran en un doare un tammig hiroc'h war e bajenn kaozeal. Tagañ a ra bemdez a ziou hag a gleiz (daoust ma n'em kinnig atav evel an hini taget), c'hoari a ra ar roñfl o lakaat ar merourien da goll amzer o rankout addisplegañ kant gwech an hevelep tra, na zouj ket d'ar c'hendivizoù reolata, hag all. Pa ya mat pep tra, e krou aferioù eus netra (da skouer: krouiñ ur rummad evned pa oar mat-tre ez eus ur rummad laboused - diverket en deus ar meneg rummad:laboused war meur a bajenn-, ha goude plantañ reuz peogwir e nac'h e vije kendeuzet ar rummad doubl krouet gantañ). Hag all, Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:29 (UTC)
[kemmañ] Brezel Benoni
Daoust ha gallout a rafe ur merour bennak lavarout da Venoni paouez da virout ouzh an dud da labourat war ar pennad Orestes mab Agamemnon hag Elektra merc'h Agamemnon. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 30 Kzu 2007 da 11:19 (UTC)
- Met an holl a c'hell labourat war ar pajennoù-se, gant ma vo doujet d'ar reolennoù savet dre ar c'hendivizoù reolata (war an anvioù tud ha war treuzlizherennadur ar gresianeg da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:58 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan stanket
Bianchi-Bihan a zo bet stanket ganin evit ur sizhunvezh. Gallout a rez sellet ouzh an abegoù war kannadig ar verourien pe war bajenn kaozeal Bianchi-Bihan. Gallout a rez hiraat ar stankadenn, reiñ da ali, pe goulenn muioc'h a ditouroù diganin war abegoù ar stankadenn. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:06 (UTC)
[kemmañ] Tredeog
Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.
- N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
- N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:20 (UTC)
[kemmañ] Kaozeal: Lucius Flavius Philostratus
D'am soñj e plijo dit. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 04:10 (UTC)
[kemmañ] Seurfomp war ar sofegezh
Respont a ran amañ d'az pennad e-barzh Kaozeal: Lucius Flavius Philostratus.
- Skrivañ a rez : Reizh eo ivez e c'hallfe pep implijer reiñ e soñj ha degas an arguzennoù a gavo mat degas. Spered Wikipedia eo. Evel-se e c'hallo an dud ober o soñj ha, diouzh an dro, votiñ evit degemer termen pe dermen. E-giz-se ez a ar benveg en-dro.
- A-du e seblant an holl, bravat unaniezh! Chom a ray da welout ar fedoù.
- Peogwir ez eus aotre da ginnig, hep gourdrouz na taolioù bazh marteze, e kinnigan sofegezh, evel epikuregezh, janzenegezh, ha re all kavet e-barzh geriadur Roparz Hemon.
- Skrivañ a rez: Roll ar merour eo evezhiañ ma vo heuliet ar reolennoù stroll, ar reolennoù kenvevañ. Evel an holl implijerien all, gwir o deus ar verourien da reiñ o soñj personel (sic) diwar-benn implij termen pe dermen. N'eus ket ar gwir gant ar verourien, war zigarez int merourien avat, lakaat o savboent war termen pe dermen da vezañ trec'h kousto pe gousto.
- Iskis! Difennet eo bet ouzhin lavarout kemend-all nevez zo: serret ma c’hont tri devezh evit-se ouzhpenn! Hag an holl a gave se reizh, war-bouez Llydawr, trugarez dezhañ.
- Skrivañ a rez: N'eus gant ar verourien galloud ebet evit ar pezh a sell ouzh an dermenadurezh,…
- Me garje e vije ken gwir pa savan sofour, pe aberzhidigezh, evel ma vez evit ar re a sav arallrevreoladouriezh . Evel ma lavarez: na mui na maez.
- Skrivañ a rez: Koulskoude, n'hall ket emellout en un tabut dibab gerioù evel merour, evel implijer evel a re all avat e c'hall ober avat, na mui na maez.
- Me garje e vije gwir. Ma vije gwir ne vije ket gwelet merour ebet gwech ebet oc'h implij e benn-bazh, arouez e c'halloud, da lavarout eo o serriñ ur gont abalamour d'un dizemglev. Met n'eo ket evel-se e tremen an traoù.
- D'am soñj ez eus dislavar groñs aze. N'haller ket bezañ neptu ha dibab war un dro. Met amañ e c'haller bezañ kinniger gerioù, barner e ginnigoù, ha serrer kontoù ar re all. Nemet evel-just n'a ket merour ebet da rebech da verour all ebet ober kement-se. Sklaer eo, ha n'eus ket da dortal: ne vezer ket neptu adalek ma kemerer perzh en un dibab.
- Ha koulskoude eo sklaer ar reolenn wikipedia: politikerezh stankañ :
- Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.
- Hervez ar skiant prenet ganin, ne dalv ket ar reolenn embannet er wikipedia-mañ.
- Skrivañ a ra Kadwallan : kenderc'hel a rin da ziwall na vefe ket skrivet forzh petra ivez e-keñver ar yezh.
-
- Esper am eus ne gav ket dezhañ e vez skrivet forzh petra gant ar re all. Estroc’h evitañ a oar un tamm brezhoneg. A galon. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2008 da 17:24 (UTC)
-
[kemmañ] Kaozeal:Sofouriezh
Ma kerez e lari da soñj. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:25 (UTC)
[kemmañ] Pennadoù eus an dibab ha pennadoù mat
Eveldon emaout a-du moarvat n'eo ket trawalc'h sevel kalz a pennadoù, met ez eo pouezus kaout pennadoù a live holloueziadurel ivez war hon wikipedia. Ar rummadoù "Pennadoù eus an dibab" ha "pennadoù mat" a zo bet krouet just a-walc'h evit lakaat war well seurt pennadoù, a ra enor d'ar wikipedia brezhonek. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek siwazh. Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù Mec'hiko pe Go (c'hoari) ha war ar porchedoù Babel ha Egiptopedia, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Memestra, n'eus bet roet ar meneg "pennad mat" da pennad ebet c'hoazh. Daoust-hag eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù UNIX, Iran pe Alamagn pe c'hoazh war porched ar bed sinaat, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Trugarez dit en a-raok! Benoni (Kaozeadenn) 13 C'hwe 2008 da 21:59 (UTC)
[kemmañ] Berlin
Hallo ! Kroget da ouzhpennañ ur pennad hir a-walc'h diwar-benn Berlin en 20vet kantved. Adlennet eo bet ganin, met mambae e chom fazioù pe vioù koukoug, neuze trugarez da lenn en-dro. BDR ha DDR am eus miret : gwelloc'h cheñch an anvioù-se? Tamm-ha-tamm e vo klokaet ar pennad diwar-benn Berlin ganin. Ken ar c'hentañ / Auf Wiedersehen
--Ex-Smith 10 Mae 2008 da 15:38 (UTC)