Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ferdinant Iañ Habsbourg, impalaer Alamagn, ganet e 1503 en Alcala de Henares e Kastilha, ha marvet d'ar 25 a viz Gouhere 1564 e Vienna (Aostria), a voe
- arc'hdug Aostria en 1520 (pa oa 17 vloaz),
- roue Hungaria ha roue Bohemia en 1526 (pa oa 23 vloaz),
- dilennet da roue ar Romaned en 1531 (pa oa 28 vloaz),
- anvet Impalaer roman santel gant e vreur henañ Karl V, pa zilezas ar galloud (16 a viz Genver 1556); 53 vloaz e oa neuze, met ne voe dilennet nemet d'ar 24 a viz Meurzh 1558.
[kemmañ] E vuhez
Mab e oa da Fulup ha da Janed Spagn, rouanez Spagn, ha breur da Karl V. Kemer a reas, war-lerc'h e vreur henañ, kurunennoù Aostria, Stiria, Hungaria, ha re all c'hoazh, a oa peadra an Hansbourged, ha goude, pa voe en em dennet Karl, penn an Impalaeriezh santel roman ha german. Eñ an hini a grogo lignez Habsbourged Aostria, pe Habsbourged Vienna.
Roue Bohemia ha Hungaria e teuas da vout en 1526, war-lerc'h marv ar roue Loeiz II Hungaria, e vreur-kaer, ha dilennet e voe da Roue ar Romaned en 1531, ha diwezhatoc'h e voe anvet da Impalaer pa guitaas e vreur karl ar galloud e en 1556.