Eris (doueez)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eris (Ἔρις e gregach) a oa c’hoar da Ares, ha gevellez dezhañ. Krouet e voe pa stokas he mamm Hera ouzh ur vleunienn.
Klotañ a ra gant an doueez roman Discordia, an Dizemglev. Ar skeudenn gontrol dezhi eo Harmonia, a zo Concordia e latin.
En Ilias ez ae gant he breur Ares, doue ar brezel, en aervaoù, ha c’hwezhañ a rae kasoni etre ar vrezelourion. Tennañ a ra neuze da Enio.
Naered eo he blev, labezet a wad eo he dilhad, hag un naer a vez ganti en he dorn.
Taolenn |
[kemmañ] Brezel Troja
Dre ma oa droug enni abalamour ma ne oa ket bet pedet da eured Tetis ha Pele e taolas da b-Paris un aval-aour skrivet warnañ Ἡ καλὴ λαϐέτω, hê kalề labétô ( da reiñ d’an doueez vravañ): an aval a zizemglev-se eo a voe kaoz da vrezel Troja (gwelout barn Paris).
[kemmañ] Troioù all
Gant Ares e kemeras perzh e brezel al Lapited a-enep an dud-kezeg.
Kemer a reas stumm Rea hag en ur c'harr sachet gant leoned e vroudas Dyonisos d'en em gannañ gant Lycurgue.
[kemmañ] He bugale
Engehentañ a reas ur ribitailh bugale gwalloberius : an Naon, an Ankoun, ar Boan, ha nouspet hini all.
[kemmañ] Ger
- Eristik a vez graet ivez eus arz an daelañ.
- Eris zo ivez anv ur blanedenn gorr, anvet diwar he lerc'h.