Chokolad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar chokolad a zo un toaz fardet gant greun ur vrousgwezenn, ar vrousgwezenn gakao hec'h anv ha kakao eo anv ar greun en deus ur glosenn kalet-tre (ar c'habos). Kaledet eo ar greun friket ha flastret gant sukr, vanilha pe traoù all. Ur boued eo hag a blij kalz da veur a zen. Malet eo evit bezañ kinniget e stummoù diniver : plakennoù, delwennigoù, gwiskadennoù evit ar gwastilli, madigoù, viou a vez kinniget e-leizh da vare Pask e broioù diwar al levezon kristen. Pa vez lakaet e stumm ur boultrenn, ouzhpennet flour dezhañ, ez eus tu meskañ anezhañ gant dour pe laezh evit fardañ un died a vez evet gant kalz a dud hag gant ar vugale alies-tre.
Ar flavonoid a gaver er chokolad du a zo un danvezenn mat-tre evit ar yec'hed, siwazh, ar flavonoid a zo tennet kuit eus ar chokoladoù all (chokolad dre laezh, chokolad gwenn...) dre m'eo un tammig c'hwerv.
[kemmañ] Istor
Pastezerezh